06/12/2008

Vertuzioù 14 - 34

Setu enta eil lodenn ar Vertuzioù; ar sonerezh ar wezh-mañ zo un digarez da ziskouez deoc'h ur sonenn e-mesk ar re a blij din ar muiañ get Led Zeppelin: Dazed and Confused, na bout n'eo ket bet ijinet gete a gentañ, kempennet ha "tredanaet" hepken. Evel rezon e vo klevet skañv, ha pas betek ar fin, evit bravaat ar c'homzoù...

Vertuieu 14-34.mp3

29/11/2008

Pier ar Go ha Led Zeppelin

Setu en em lañsan hiniv en un dra hag a vago ivez mam blog, plaen... skoet ar soñj e ma fenn, an neizhour, da enrolliñ krennlavarioù a ma c'hornad evit ma vehent anavetoc'h get an dud. Nag ur binvidigezh ur seurt enne, ret eo anzav. Lod anezhe zo diamzeret avat, met pas kalz e gwirionez; dreist-holl ar re a denn d'ar merc'hed; ar re a denn d'ar labour, da skouer, na bout ne gasont ket an dud da c'hoarzhet pe da farsal, a zo liv ar wirionez àrne ur sort. Marse e vehe moaien sevel un noziad er vro un deiz bennak lec'h ma vo ar c'hrennlavarioù danvez, ha digarez, da c'hoari. An nep a lâro ar muiañ anezhe er gomz a c'hounezo ! Met n'omp ket c'hoazh amañ.
Lenn a rin neuze, tamm ha tamm, pajennadoù a levr Pier ar Go, hag a dolp krennlavarioù pe lârennoù bet serret dezhoñ e bro Gwened Uhel.
Pendeogwir e oa un tamm sec'h ha kentelius betek re o enrolliñ a capella, em eus soñjet lakaat ur sonenn àr-dreñv; rock-and-roll lakaomp ! Met klask a rin chañj ar stiloù, memes ma vo pasapl a Led Zeppelin pe Ar Re Yaouank. Petra a faot deoc'h ! Ar son avat n'eo ket gwall bropr. Marse en amzer da zonet e vo moaien gwellaat an dra-se ?
Met grait fonnapl evit profitiñ hag evit deskiñ lod ag ar c'hrennlavarioù. Lod-kaer a chomo gwir, met an tu d'o c'hlevet marse ne chomo ket. Un deiz bennak pa ne vo ket mui a urzhiataerezh e vo mat bout tennet akuit anezhe evit deskiñ furnez ar bobl !

Setu enta ar lodenn gentañ !

Proverbes Er labour 1-16.mp3

Ar levr: Oeuvres de Pierre Le Goff, embannet get Institut Culturel de Bretagne / Skol Uhel ar Vro

An ton: "Four Sticks", Led Zeppelin

Estroc'h evit traoù dastumet get Pier er Go e klaskin lakaat ivez traoù dastumet genin.

27/07/2008

Amzer ar CDioù

Doc'h pesort sonerezh eh oc'h é selaou d'an termen-mañ ? Setu un tamm preder a-fed ar pladennoù hag ar sonerezh just a-walc'h...

Amzer ar CDioù.doc

24/11/2007

Kleñved ar Zep

Er prantad-mañ, lies-mat, a pa vezan é labourat doc'h an urzhiataer, pe dirak ur follenn baper, e selaouan lies ar memp seurt sonennoù; re ur strollad rock ag ar blezioù 1970 (a vro Saoz)... Led Zeppelin e anv. Klevet em boa komz anezhoñ er skolaj, mes hep klask gouiet pelloc'h (er prantad-se e oa stag doc'h ur skeudenn "hardos" e ma spered). Amprestet em boa pladennoù anezhe diwezhatoc'h, er levraoueg... mes peurchañs ne oan ket prest c'hoazh. Klasket 'm eus selaou doc'hte en-dro, goude bout bet profet din un enrolladenn a bladenn Robert Plant, "Mighty Rearranger", hag ivez bout bet tro da glevet "Kashmir" get Robert Plant ha Jimmy Page. Ur wezh kavet ur bladenn anezhe en ur marc'had traoù kozh em eus hi prenet, ha setu kroget an traoù. Hiniv-an-deiz e ran un tamm èl ma raen un amzer zo bet get Ar Re Yaouank. Selaou estroc'h evit ur wezh ! Betek pegoulz ? Betek bout dic'houstet ? Ma ra èl Ar Re Yaouank e vo kentoc'h betek ma vo embarzhet an tonioù-se em spered ! Gwell-a-se !
Ar pezh zo, un dra zo iskis evidin: ar strollad Led Zeppelin-se a blij din, mes estroc'h evit din-me hepken e plij. Setu pa vez klasket àr Internet e vez kavet kazimant ur video evit kement sonenn anezhe ! Mes a-benn ar fin (kerzhit da gompren) e kavan gwell selaou doc'h ar bladenn, hep video; muioc'h a-barzh on e-mod-se peurchañs !

Evit gober un tañva, setu, klaskit aze: http://www.youtube.com/watch?v=_swFHp-0_sY