15/01/2009

tamm kwizz 2

Ma !! N'em eus ket bet c'hoazh respont ebet geneoc'h a-ziàr an test bihan àr-dro gerioù un tammig dibaot e geriadur Ernault. Gwir eo n'eo ket gwall aes ar goulennoù, met petra a barra doc'hoc'h a c'hoari ?

Mat e vehe sevel kwizzoù evit pep live, gwir eo; ha re seurt-se a gaver àr lec'hienn DAO, un nebeut anezhe.

Met da c'hortoz ar pezh zo prest genin a zo c'hoazh ar memes seurt kwizz. Neuze e kinnigan deoc'h unan arall seurt get an hani kentañ.

Deoc'h-c'hwi da glask bremañ !

QCM ag ar marv 2.doc

10/01/2009

Vertuzioù 121 - 138

"Liv an dispi pa gavi, krouiñ a ri." Konor Botfawenn, ar Releg-Alre, XVIIIvet kantvlead.
Setu ur reolenn ha n'eo ket falloc'h evit un all a-benn ar fin.
Eh an d'he lakaat e pleustr bremañ. Afe, krouiñ n'eo ket penn-dre-benn, lakaat ar pezh a zo da vout klevet kentoc'h. Eh an d'ho lakaat neuze -- an neb a faot dezhoñ -- da heuliiñ un tamm pelloc'h roudoù ar bobl, dre hanterouriezh Pier er Go. Ar sonerezh, geo, zo bet krouet genin, met kamm e ta genin, en arbenn ag an amzer n'em eus ket da zeskiñ soniñ !

Setu neuze un aridennad arall e rummad ar vertuzioù. Grit ho mad anezhe !
Vertuzioù 121 - 138.mp3

A-fed notennoù natur, ne vo ket hiniv. O, tro am eus bet da welet meur a dra: houidi àr ar c'hler, gouelani àr ar c'hler en ur lec'h arall... ur seurt sourouc'han e-pad un interamant, un tamm liv rous doc'htoñ, mes n'eo ket ar c'houlz hag achapet en deus oc'hpenn, neuze... Ha setu !

08/01/2009

Vertuzioù 98 - 120

Pell zo n'em boa ket embannet amañ ur bajennad krennlavarioù... graet eo hiniv, atav er memes rummad.
An ton àr-dreñv zo me get ma gitar.

vertuzioù 98-120.mp3

16/12/2008

Vertuzioù 76 - 97

Setu neuze re nevez, atav er vertuzioù; ar pezh a zo àr-dreñv a zo bet enrollet e Pleskob, get an trio Pasquet Barou Guichen hag en doa lakaet begon spontus en dañserion an noz-se... evit bout un tañva ag ar son em eus lakaet un tamm ag an dañs (Rond de Saint Vincent) en e unan.

Vertuzioù 76-97.mp3

an ton-se èl ma oa (hep komzoù arabadus ha fur dirak)

tamm ag an dañs.mp3

10/12/2008

Vertuzioù 56 - 75

Ar vertuzioù c'hoazh... ma, àr ar bajenn-mañ eh eus traoù a denn da Zoue pe d'an Iliz, mes èl ma 'm eus lâret deoc'h c'hoazh, o lâret a rin tout, ha c'hwi a zibabo en o mesk goude !

An ton àr-dreñv a zo e-mesk ar re a blij ar muiañ din; e pladenn Frédéric Guichen "La lune noire" e c'hellit kavout hennezh; un ton anvet "Trad irlandais" eo, un ton a vro Iwerzhon eo evel mand eo skrivet; gitar e vreur Jean-Charles a glevomp ivez, hag ar gitarour-boud meur Stéphane de Vito. Ha neuze piv a glever é ober ur solo gitar tredan ? Jacques Pellen.

Vertuieu 56 - 75.mp3

09/12/2008

Vertuzioù 35 - 55

Touenn, krog on da soñjal e vehe aesoc'h ar pennadoù da gavout ma ne vehe ket àr ur blog met àr ur lec'hienn internet. Ma vehe aes tremen ag an eil d'egile e rahen, kredapl.

Da c'hortoz, tañvait krennlavarioù nevez, ar re-mañ zo bet lakaet àr un ton mil-anavezet (afe, pas c'hoazh) get ar strollad Fast Noise Trade. Ya, gouiet a ran, seblant a ra an ton dont àr-eeun a baradoz ar sonerezh, met taolit meiz d'ar c'hrennlavarioù ivez ur seurt !!

Vertuieu 35 - 55.mp3

06/12/2008

Vertuzioù 14 - 34

Setu enta eil lodenn ar Vertuzioù; ar sonerezh ar wezh-mañ zo un digarez da ziskouez deoc'h ur sonenn e-mesk ar re a blij din ar muiañ get Led Zeppelin: Dazed and Confused, na bout n'eo ket bet ijinet gete a gentañ, kempennet ha "tredanaet" hepken. Evel rezon e vo klevet skañv, ha pas betek ar fin, evit bravaat ar c'homzoù...

Vertuieu 14-34.mp3

03/12/2008

Krennlavarioù Ar Labour 71 - 86

Setu ar re nevez, tem ar labour atav. Lakaet em eus da ditl "Ar Labour" er skritur a-vremañ ha pas "Er Labour" èl ma oa skrivet rak gouiet a ran e vo lakaet diaes tud zo ha n'int ket kustumet doc'h ar skritur gozh.

Ar wezh-mañ e vo klevet àr-dreñv sonioù ag an Arabi Saoudit, get Abdul Majeed Abdullah (Arabia Seoudit) ; ar sonenn zo "Abki Ala Majaraly". Brudet eo hennezh du-hont, hervez.

Proverbes Er Labour 71 - 86.mp3

02/12/2008

Krennlavarioù Er Labour 52 - 70

Setu enta ur steudad krennlavarioù arall, àr dem ar labour, get sonioù ekzotek ar strollad Fast Noise Trade àr-dreñv... setu amañ sonerezh a-c'hoal !

Proverbes Er Labour 52 - 70.mp3

Degas a ran soñj deoc'h eo tennet an traoù-se ag ar levr: "Oeuvres de Pierre Le Goff", embannet get Skol Uhel ar Vro. N'eo ket eñ en deus int skrivet avat; o dastum ne lâran ket.

01/12/2008

Krennlavarioù Er Labour 34 - 51

Setu enta un aridennad arall, atav àr dem ar labour; ar wezh-mañ eo àr un ton a Celtas Cortos, un ton, pa selaouer mat, hag a zo d'am soñj ar gwellañ Rond de Saint-Vincent bet sonet betek bremañ...

Proverbes Er Labour 34 - 51.mp3

Evel just, amañ àr dem ar labour pe c'hoazh muioc'h àr demoù arall zo, deoc'h-c'hwi eo da choaz goude pere ho peus c'hoant implij. O lâret a ran tout, na bout eh eus en o mesk lod get soñjoù kozh pe kamm un disterañ àrdrañv. Lod(-kaer) o deus un dalvoudegezh evit ar vuhez a-vremañ, lod arall zo kentoc'h evit implijoù arall (farsal, derc'hel soñj a dra pe dra, ha me oar me)... met deoc'h c'hwi da choaz goude !

Un dra zo gwir: kavout a reer lies e proverboù ur bobl bennak re hag a lâr ar c'hontrel unan d'an all, ha kement-se zo yac'h, d'am soñj. Gellout a rit implij an eil pe egile doc'h an dober. Pe memes implij ar memes hani, ur wezh evit lâret un dra, ar wezh arall evit lâret un dra disheñvel a-grenn !

Toutes les notes