18/09/2008
Verlaine ha Rimbaud
Ne vo ket hiniv e skrivin an Tamm Papir niverenn 13, nag ar frazennoù 100-120, nag ur pennad nevez evit an Dramsell, pas muioc'h ur pennad diàr-benn gwezenn pe kogusenn…ne m’eus ket bet amzer… ha monet a rin betak skriv : la fuite du temps existe, je l’ai rencontrée.
Ne skrivin ket buhez ar strollad death-metal Breizh strangulation, ne ouian ket trawalc’h a draoù a-ziàr o fenn ; ken en em c’houlennan hag eh eus anezhe e gwirionez, pe pas.
Skriv a rin diàr benn daou levr barzhoniezh, unan get Rimbaud hag an all get Verlaine, dastumadeg « Grands écrivains » (ul levr da 15 lur), prenet un deiz bennak er supermarc’had. Kontet o deus e mam buhezig, marse peogwir e oa al levrioù barzhoniezh nemete am eus lennet e ma amzer krennard (pe ma c’hrenn-amzer ?), en diavaez ag ar barzhonegoù er skol.
Ne rin ket ur pennad àr an daou zen-se dre vras, nag àr o oberoù dre vras. Ne rin ket sulemañ (èl ma lâr tud ar vro) ur pennad àr ar frazennoù a gavan brav a-barzh. Re a zo anezhe, bout ma ne gavan ket tout an traoù fiskal. Komz a rin ken ‘met ag ar frazennoù-se am eus dalc’het soñj anezhe en ispisial, evit an abeg-mañ hag an abeg. C’hwi a welo.
Verlaine da gentañ:
Au calme clair de lune triste et beau
Qui fait rêver les oiseaux dans les arbres
Et sangloter d’extase les jets d’eau
Les grands jets d’eau sveltes parmi les marbres
Ar strofenn-mañ a zo tennet a varzhoneg ar bajenn gentañ, en deus ma lakaet da huñvreal hardizh, ken en em lakais da lenn ar barzhonegoù arall.
…………………………………………..
Les belles, se pendant rêveuses à nos bras,
Dirent alors des mots si spécieux, tout bas,
Que notre âme, depuis ce temps, tremble et s’étonne.
Kavout a ran ar frazenn-mañ dreist ar re arall, marse peogwir ne ouier ket tamm erbet petra eo ar gerioù-se, ha ne vo ket james gouiet ; pep unan en em c’houlenn, ha n’eo ket falloc’h.
C’est l’instant, Messieurs, ou jamais
D’être audacieux, et je mets
Mes deux mains partout désormais !
N’am boa ket remerket ar frazenn-mañ a gentañ, nemet e oa un tammig druz ; met deuet eo en-dro e ma fenn un deiz m’am boa divizet en em lakaat d’ober un dra n’am behe ket kredet gober e-raok ; soñjet am eus er frazenn-mañ neuze, èl en ur ger-stur, evit an amzer da zonet. Un nebeudig mizioù àrlerc’h : n'em eus ket mui amzer d’ober netra !!
La lune blanche
Luit dans les bois;
De chaque branche
Part une voix
Sous la ramée…
O bien aimée. (etc.)
Pet gwezh am eus me soñjet er varzhoneg-mañ da vitin, el lise, pa vezen é vale e-dan ar gwez hag al loar. Estroc’h evit ur wezh e veze peogwir e soñjen e daoulagad glas ur goantenn ag al lise (evit gouiet muioc’h diàr he fenn, n’ho po ken ‘met lenn ma eñvorennoù e 2050, ma vezan c’hoazh bev !). Kredit pe ne gredit ket, Verlaine a gomze aze ag ar memes loar fasipl a welen-me an deizioù-se !
Je me souviens, je me souviens
Des heures et des entretiens
Et c’est le meilleur de mes biens.
Dansons la gigue !
Ur strofenn hag a seblant simpl a-walc’h, met hag a zo chomet plantet e ma fenn, un deiz bennak ma oan é soñjal ar memes tra a-ziàr n’em eus ket soñj piv.
Hag evit achuiñ evit henoazh…met pas get Verlaine – ha ne gomzan ket a Rimbaud – un dra iskis, ma zud vat. Setu ar frazennoù a droe e ma fenn an deiz ma oan é tremen ma Mat-da-gas-karr evit ar pedervet gwezh. Mennet mat oan, me a lâr deoc’h !
C’est le spectre, le spectre impérieux ! Sa main
Montre un but et son œil éclaire et son pied tonne,
Hélas ! et nul moyen de remettre à demain !
(tapet ar follenn roz an deiz-se, ma faot deoc’h gouiet). Drol eo ur seurt e c’hellit derc’hel soñj a draoùigoù seurt-se e seurt degouezhioù.
Dalc'homp c'hoazh get Verlaine…
Fuis du plus loin la Pointe assassine
L’Esprit cruel et le rire impur
Qui font pleurer les yeux de l’Azur
Et tout cet ail de basse cuisine !
An traoù-se a za d’am spered dre bep div wezh pa glaskan gober ur farsadenn bennak dre skrid. Met perak e c’heller lenn genin traoù flemmus gwezh-a-vez ur seurt ? Peogwir e ta soñj din lies goude bout kliket àr „Envoyer“ !! Un dra da remerkiñ, ha n’eo ket a-bouez tamm erbet : ne gavan netra spontusoc’h evit santout un tamm kignen bout flastret e-dan man dent pa ne vezan ket engortoz ! Gwazh-a-se evidin-me ma klaskan gober un tamm tro dre al Larzac da skouer !
Murs blancs, toit rouge, c’est l’Auberge fraîche au bord
Du grand chemin poudreux où le pied brûle et saigne…
Ag ar frazenn-se e talc’han-me soñj bep gwezh ma kerzhan àr un hent seurt-se. Kerzhit da ouiet perak. Marse peogwir am eus studiet ar barzhoneg-se evit ar bacho.
Avec les yeux d’une tête de mort
Que la lune encore décharne
Tout mon passé, disons tout mon remords
Ricane à travers la lucarne.
Hama, n’eo ket fall ! Hag an traoù-se a c’hell servij bep gwezh ma taoler ur sell c’hwerv àr e amzer dremenet. Da betra, lârit c’hwi ?
Met n’eo ket ag ar frazenn-se e talc’han soñj ar muiañ, met kentoc’h a honnezh:
Avec la voix d’un vieillard très cassé
Comme l’on n’en voit qu’au théâtre
Tout mon remords disons tout mon passé
Fredonne un tralala folâtre.
Du an traoù aze ! un tralala folâtre, ha marse un tralala léno evit lod ac’hanomp !
Ha setu tout evit Verlaine ! Ne oa ket hir…met soñj m’eus bremañ eh eus tammigoù traoù skrivet get Verlaine hag am eus soñj anezhe ivez, met ar re-se n’int ket el levr-mañ, neuze…amañ e faote din komz a levezon daou levr bihan àrnin-me.
Tro Rimbaud bremañ...
Tranquille. Il a deux trous rouges au côté droit.
Ar frazenn diwezhañ-se am eus soñj dre bep div wezh, pa vez re sioul an traoù. Ha pa vez lâret a vouezh uhel e ra drol, e degouezhioù zo.
….je contemplai les sujets très naïfs
De la tapisserie.—Et ce fut adorable
Quand la fille aux tétons énormes, aux yeux vifs,
— Celle-là, ce n’est pas un baiser qui l’épeure ! —
Rieuse, m’apporta des tartines de beurre.
Amañ, n’eo ket frazennoù am eus soñj anezhe dre-bep-diw-wezh. Kentoc’h emañ ag wezh kentañ m’am boa o c’hlevet am eus soñj. Paour-kaezh kelennourez yaouank ! E oa ar baotred kreñv ag ar c’hlas é sellet unan d’an all get mousc’hoarzhoù fin pa oa hi é lenn an traoù-se…Ha oa ret dezhi derc’hel da labourat ha dielfenniñ an destenn geneomp…
A noir, E blanc, I rouge, U vert, O bleu : voyelles (etc…)
Evel Rimbaud em boa em spered bep a liv d'ar lizherennoù (A du, E glas, I du, U ruz hag O gwenn) ; lañsiñ a ran ur sontadeg ofisiel hiniv evit gouiet petra a welit c’hwi, ma welit un dra bennak.
Si je désire une eau d’Europe, c’est la flache
Noire et humide où vers le crépuscule embaumé
Un enfant accroupi plein de tristesse, lâche
Un bateau fragile comme un papillon de mai.
Me eo ar c’hrouadur-se, èl rezon, pa lennan an dra-se, bout n’am eus ket graet kalz a vagoù-paper, hani marse. Ha setu ur ger am eus desket e-mod-se : la flache, a vez lâret e reter ar Frañs evit « ar poullad-dour ». Ha dre bep div wezh e tegas ur poullad-dour bennak soñj din ag ar gerioù-se.
Ne ouian ket kalz a varzhonegoù dre vemoer, nemet ha sonennoù e vehent, met aze, ar barzhoneg hir-mañ am eus « peusdesket » ! Kerzhit da ouiet perak aze ivez, d’am soñj e oa ur seurt koustele.
Au bois il y a un oiseau, son chant vous arrête et vous fait rougir
………………………………………………….
Il y a une troupe de petits comédiens en costumes, aperçus sur la route à travers la lisière du bois.
Ar frazenn gentañ a zo ken just…
Ar frazenn arall he deus skoet ma spered, perak ?
Un dra a zo degouezhet din an nevez-amzer-mañ, am eus kavet iskis bras: ar frazenn a zo deuet da wir e Pleuwigner, pa oan é sellet an hent evit kempenn ur valeadenn. Arruet oan en ur c’hroashent, ha gwelet m’eus roñsed é tremen, àrne bugale get gwiskamantoù a bep liv, èl un hune ! Kredet m’eus bout huneet betek ma o gwelis àr an hent-bras en-dro. Neuze on chomet àr-dreñv dezhe e-pad un herrad da sellet, ha souezhet oant un tammig.
Pourquoi une apparence de soupirail blêmirait-elle au coin de la voûte ?
Frazenn iskis a gaver e achumant ur barzhoneg. Soñj am eus anezhi lies, e degouezhioù liesseurt. Dreist-holl pa seblant du rac’h an traoù. Hag ivez pa vez just ar c’hontrel, ha ne ouier ket ag e-menn e ta ar gouloù. Hag ivez pa ran un hune bennak.
La première entreprise fut, dans le sentier déjà empli de frais et blêmes éclats, une fleur qui me dit son nom.
Ar frazenn-mañ zo tennet ag ur barzhoneg a blij din ur bochad. Ennañ e kavan ar pezh a santen el lise pa yaen da vale el liorzh, e-dan ar gwez, e-raok ma vehe kroget ar skol, e ma unan èl rezon. C’hwi a lâro ar pezh a faoto deoc’h, met a-drugarez d’al lise am eus gellet gwelet tarzh-an-deiz ker lies, get kement a blijadur (nag ar skolaj ? Beñ pas, ne oa ket tamm erbet ar memp traoù). Eno ivez e tizoloen gouennoù boketoù n'anaven ket c'hoazh. Bremañ e vehe ret din monet da vale liesoc’h da vitin, sur !
Setu evit an nebeudig gerioù diàr an daou levrig marc'hadmat-se. A-c'houde em eus lennet levrioù barzhoniezh arall (pas kement-se neoazh !). Soñj am eus da skouer a hennezh a oa bet profet din, unan skrivet get Armand Robin, traoù ken tost doc'h ar vuhez a-barzh. James a-c'houde an amzer-se n'em eus goarnet bommoù barzhoniezh em spered èl ma raen d'ar poent-se. Ur prantad arall a ma buhez ? Marse a-walc'h, marse on beuzet muioc'h er bed gwir a-c'houde ?
Nag e brezhoneg ? A ma fed-me, klask a ran ma vo ur yezh hag a gaso ar memes from àr he c'hein èl ma ra, din-me, ar galleg a anaven pa oan bihan (yezh-vamm mand eo, stag doc'h ma bouzelloù). Ma istor get an div yezh zo disheñvel, n'em eus ket klevet brezhoneg a vihan (keneve en iliz), mes an hani am eus klevet pe lennet a-c'houde a glaskan diazeziñ, lakaat da vout ennin ivez, da vout yezh-vamm din en ur mod arall. Ha teurel ar from en-dro evit an holl. Nepas kopiiñ stil Rimbaud na Verlaine, mes klask gober barzhoniezh get ma c'hig ivez, lakaat ar brezhoneg da dridal er feson-se.
Evit tapout an destenn e feson Word, amañ emañ:
Verlaine Rimbaud.doc
09:30 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Verlaine, Rimbaud, barzhoniezh, poésie







