30/12/2008
Bed ar likenoù
Atav ker sklas an amzer, hiniv oc'hpenn e oa gris, ha spurmantet hon eus hepken kann an heol àr-dreñv ur gwiskad morlivet... Ma zroiad n'eo ket bet gwall hir c'hoazh hiniv neuze, met bamus ur seurt: pa seblant marv ha skornet tout an traoù, petra gober (estroc'h evit klask spesadoù evned é tonet ag an hanternoz) ? Sellet doc'h broñs ar gwez, ya, èl ma 'm eus klasket gober tammigoù a-c'houde ma 'm eus bet ur levr a-ziàr kement-se. Met ivez sellet a dostoc'h doc'h ar liken ! Ar liken zo boudoù bev iskis, anezhe ur c'hejaj etre ur spesad bezhin hag ur spesad tok-touseg.
Hag an eured-se a seblant bout efedus evit beviñ el lec'hioù diskonfortañ, evel àr ar vein, àr ar c'hoad, gwezh-a-vez e lec'hioù dic'hortoz evel àr blastik kilseller ma oto... Unan (ar bezhin) a ra ar fotosintezenn, an arall (an tok-touseg) a zastum dour ha dreist-holl halenoù ha danvezioù organek.
Me zo em dapet da sellet doc'h ur renkad gwez skav-gwrac'h, ag ar spesad "Acer saccharinum"; lakaet e vezont lies a-walc'h er c'hêrioù, evel en Alre da skouer etre kroashent-tro ar lise Franklin ha kani ar stal fitness aze... bon, evit ar re a anav an Alre !!

Un delienn skav-gwrac'h argant (Acer saccharinum, érable argenté), ur wezenn daet ag ar Stadoù Unanet ha plantet dre amañ.
Ar o zroñjoù em eus gwelet pasapl a spesadoù brav, evel Ramalina, Cladonia, Lecanora... amañ e lakaan un nebeudig anvioù met n'anavan ket kazi netra ha mat e vehe din adwelet traoù zo !
skouerioù likenoù:

Xanthoria parietina, unan melen stank dre amañ.

Ur liken "deliennek" arall.
Lod a zo plakennoù peg doc'h ar c'hoad, lod arall evel deliennoù a-dreis ar c'hoad, lod c'hoazh evel gwezennigoù.
Souezhet on bet é welet en-dro "Teloschistes chrysophtalmus", ur liken dibaot hag a vez kavet kentoc'h àr ar gwez frouezh dre amañ, hag em boa komzet anezhoñ an deiz arall (ma anavan hennezh eo peogwir eo aes derc'hel soñj ag e benn !).
cf foto notenn ar 22 12 2008 (lagad aour)
Dre vras, èl ma ouiit marse, seul vuiañ a spesadoù liken a c'heller gwelet àr gwez ur gêrvras, seul broprañ aergelc'h ar gêr-se; rak pa vez saotret an aer e ya ar spesadoù tenerañ diàr-wel.
Amañ e oan en Oriant, ha me 'gav genin ne oa ket ker fall, pasapl a spesadoù a oa; mes sur a-walc'h get un aer proproc'h e vehe kavet c'hoazh paot muioc'h !
Atav e oa un dra vrav gwelet ar seurt bed bihan-se, goloet get spesadoù disheñvel, get livoù ha stummoù disheñvel... e lec'hioù zo e oa daouhanteret ur liken en arbenn ma oa ur gwir rift en e greiz ! Kreskañ ar c'hlor eo en deus krouet ar rift-mañ.
Gwelet em eus ivez penaos e oa brasoc'h ha niverusoc'h ar spesadoù liken doc'h tu ar c'hornôg (tu ar glav) ar pezh a vez lâret mes ne vez ket ker splann d'ar liesañ.
Pelloc'h, gwelet em eus ur bod hag a oa goloet a liken melen, ar pezh ne oa ket fall get un devezh gris èl-mañ.
Ma ! Kement-se a ro c'hoant da sellet a-dostoc'h doc'h bed ar likenoù ! Evel-just e vo diaes-bras er gober ervat... an amzer eo a vank, splann eo !
Hag er fin e komzin deoc'h ag ur wezenn a familh ar lann hag ar banal. N'on ket daet da benn a ouiet petra oa mes klask a rin. Hag e lârin deoc'h.
18:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : liken, lichen, skorn, yen, gwez, skav-gwrac'h, acer saccharinum








