26/09/2009
Niverenn 70 an Dasson
Setu, un tammig zo eo arruet niverenn nevez an Dasson, diàr-benn, dreist-holl, ar priz lennegel a oa bet graet àrlane er Bonoù. Hag ar Gelionenn n'he doa c'hoazh komzet anezhi. Get ar gevredigezh Kerlenn Sten-Kidna an Alre eo embannet ar gazetenn-mañ, unan divyezhek eo.
Ma n'anavit ket ar gazetenn-se e c'hellit mont e darempred get ar Gerlenn (dre ar blog da skouer, http://kerlenn-sten-kidna.nireblog.com/) evit gober ho soñj, marse preniñ an niverenn-mañ pe un niverenn gozh ha - piv 'oar ? - koumanantiñ.
16:48 Publié dans Brezhoneg | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : an dasson, sten kidna, an alre
16/05/2009
Fest-noz en ti-gar
Dait holl da goroll da di-gar an Alre ! A-benn d'an 29 ag ar miz-mañ e vo ur fest-noz eno, aozet get ar gevredigezh Ai'ta hag a ra oberennoù e-mesk an dud evit tostaat kalonoù an dud doc'h ar brezhoneg ha goulenn e vehe muioc'h a blas d'ar yezh er vuhez publik.
Gwell eo diskoueziñ ar skritell deoc'h e plas skriv traoù hir !

19:43 Publié dans Stajoù,abadennoù... e brzhg | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : an alre, ai'ta, fest-noz, dañs, danser, koroll, brezhoneg, breton, gare
07/04/2009
An Dasson
Setu daet er-maez kazetenn ar Gerlenn Sten-Kidna (en Alre), An Dasson, ur gazetenn divyezhek, get skeudennoù brav àr ar golo, skeudennoù... ar mizioù du, met livoù zo enne ur seurt.
Petra a vo kavet a-barzh neuze ? Ur pennad-kaoz get ar skrivagner Yann Bijer, ur pennad skrivet genin a-ziàr ar pezh am eus gwelet en natur ar goañv-mañ (lod-kaer ag ar pezh zo a-barzh ho peus lennet c'hoazh ma heuliit mat ar pezh a gasan àr ar blog-mañ !), un tamm pennadig get frazennoù am eus dastumet e-ser lenn (àr ar blog eo ivez), un tamm pennad tennet ag ar gazetenn La Croix, lec'h ma komz JC Raspiengeas a-ziàr yezhoù ar Frañs, un tamm rentiñ-kont ag ur staj aozet get Gevred; ha rubrikennoù berroc'h a-ziàr levrioù, sonerezh, barzhonegoù, hag ivez un tamm sell àr ar pezh zo bet graet get ar Gerlenn Sten-Kidna ar mizioù paset.
5 € an tamm, da vout kavet e stalioù-levrioù ar vro (Lenn ha dilenn, Breizh ma bro, Coop Breizh) hag en un nebeut lec'hioù arall c'hoazh, peotramant dre goumanant (kerzhit enta e darempred get ar Gerlenn Sten Kidna 02 97 29 16 58 peotramant andasson@yahoo.fr)
10:31 Publié dans levrioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : an dasson, sten kidna, an alre








