14/08/2009

sinifiañs ar farioù

Lies e vez tu d'un den diskoachiñ farioù brezhoneg er pezh a vez skritellet. Mat eo skritellañ traoù en div yezh, a-dra-sur, met gwezh-a-vez e vez kement a uioù-koukoug pe e vez skrivet en ur yezh ken diahel (kamm) ma soñjer: "Ar re-mañ o deus lakaet traoù e brezhoneg evit gober un arouez, evit lâret "Divyezhek eo an traoù"; marse evit gober plijadur dezhe o-unan (Lakaat a ran me traoù e brezhoneg), pe da dud arall (gwelet 'peus, soñjet 'm eus ennoc'h !), da n'ouian ket piv..." Met skriv an traoù en ur brezhoneg yac'h ne vez ket atav ar soñj kentañ, ha neoazh emañ ret soñjal er re a lenn an traoù, e yec'hed ar yezh he unan !!

En Oriant aze (un dra vat a oa en Oriant: ar c'hemennoù àr Radio FIL a veze divyezhek lies) e c'hellan diskouez uioù-koukoug brav deoc'h:

Tachad touisterezh (n'eo ket an twist a zesker aze neoazh, met gober touristerezh dre ar vro)

bilhderezh (un "e" zo kouezhet er puñs)

eogrenn Breizh ( ar ger "egorenn Breizh" evit "Espace Bretagne" zo chimik a-dra-sur, ha m'ho klev é vourboutal aze; met, na bout e vehe chimik e c'heller er skriv mat ur sort !)

ur pevarvet ui-koukoug a oa, met ankouaet eo din ! Ha neoazh e kredan e oa an hani bravañ. Met marse ho peus gwelet re arall; kasit int din !

 

Ar farioù-se a oa amañ arlane c'hoazh (evit "Touisterezh" atav, oc'hpenn sur on); sur eo, chañj tout ar panelloù-se a zo torr-penn, met d'am soñj pa vehe graet farioù èl-se e galleg e vehe afer a chañj ar panelloù, hag e vehe graet; n'eus ket trawalc'h a dud é klemm enta ? Pe ar brezhoneg a vehe yezh an uioù-koukoug ? Soñj am eus ag ar c'hantikoù èl Intron Santez Anna, kopiet hag adkopiet ag un interamant d'an arall, get uioù-koukoug oc'hpenn meur a wezh, ken e ta da vout hirisus da lenn ! Ne vehe ket ar brezhoneg ur yezh sirius a-walc'h evit klask he skriv èl ma jaoj ? Ne c'houlennan ket aze skriv dalc'hmat er memes mod, met d'ar bihannañ pas skriv traoù dilennapl ha droch !

Ur yezh n'eo ket ur banniel met un dra vev, da vagiñ get doujañs ha begon !

 

 

 

05/08/2009

klevet em eus er festival

E festival an Oriant on bet é vale dec'h hag an deiz kent evit dec'h, ha setu un nebeudig strolladoù am eus bet tro da selaou hag eh an bremañ da lâret traoùigoù brav a-ziàr o fenn, da reiñ c'hoant deoc'h da selaou doc'hte.

Dilun e oa ar Ramoneurs de Menhirs, atav ker bervidant; en o raok e oa bet ur strollad indianed Navajo é tiskouez d'an dud ar pezh a zañsont eno hervez ar vodel gozh, ar c'hredennoù pe an oberioù a zo stag doc'h pep dañs. Lakaet o deus an dud da zañsal ivez. Goude ar Ramoneurs neuze eh eus bet ar strollad Blackfire, ur strollad savet get indianed Navajo ivez. Gitar, gitar-boud, taboulinoù. Ar re-se a gase a-barzh ! Sonerezh rock gete, skrivet e oa "punk" àr ar paper, ar pezh a oa gwir a-fed ar pezh a veze lâret gete, pal o sonerezh (sachiñ evezh àr o c'hoantoù don, o diaezamantoù, o doñjer....) met a-fed sonerezh e oa teknik-pasapl, da skouer an taboulinoù, ha ne oa ket d'am soñj punk 100 %. (Evit bout punk 100 % e vehe ret tapout un den hag en deus traoù da lâret, a zo heuget get tra pe dra er gevredigezh, ha lakaat etre e zaouarn ur gitar-tredan, na bout n'en deus ket james touchet gitar ebet en e vuhez...). Fiskal, ha fiskal ar c'hejaj en achuamant get lod ag ar Ramoneurs.

Dec'h e oan bet da gentañ penn é selaou doc'h un trio: Sylvain Barou (flaouit-treuz), Ronan Pellen (bouzouki a vro-Iwerzhon anvet "cistre"), ha Jacques Pellen (gitar). Dont a raen dreist-holl evit Jacques Pellen, n'em boa ket eñ klevet a-c'houde an tazoù, ha kontant on bet aze. Hennezh zo ken duac'h àr e venveg, ha katapl da chañj stil, da grouiñ ur son a-dres evit dougen ar benveger arall a zo é soniñ àr-un-dro getoñ... Ha da vagiñ sinema diabarzh an dud a zo é selaou !  An daou arall zo brudet ivez ha tuaet-mat, sonerion ampart ha tener àr-un-dro, ken e oa ur misi o c'hlevet o-zri !

Pellen.jpg

Jacques Pellen

 

 

Goude e oan bet é selaou doc'h Meriadeg Gouriou, soner akordeoñs ag ar vro, hag a son traoù dezhañ e unan, ha gwelet e vez emañ a-barzh e sonennoù "penn-kil-ha-troad", ar pezh a blij din ur bochad hag estroc'h din-me e plij. E stil a c'houlenn un tamm sport getoñ hag e zivrec'h a ziskouez bout kigennek a-walc'h. Spered an trañs, get tonioù hir ha boukloù, kaniñ a ra ivez (e yezh ebet). Ma lakaat a ra da soñjal en ur soner ag ar Limouzin hag a blij din horrol ivez, me 'gomzo deoc'h anezhañ p'em bo un digarez bennak.

 

Meriadec Gouriou.jpg

Mériadec Gouriou

(evel ma lâr ar c'hlasker gall Corentin Tamar, "La déformation spontanée du visage du musicien est généralement signe de musique qui entretient un lien intime avec les boyaux, le système sanguin, et la joie d'être là, du spectateur)

 

En achuamant on bet é welet ar strollad Talar, a lakae an dud da zañsal; ha santet e veze ar blijadur e-mesk ar gorollerion !

Bourrapl e oa bale er-maez, ne rae ket mui glav !!

Ar re gozh a lâre "Kalañ-Gouiañv, mammenn an dour / Ma ne vez ket e vezomp paour"

Ar re yaouank a lâr "Goureneañv, mammenn an dour / Ma ne vez ket e vezomp paour" !! kement a zour a zo bet e deizioù diwezhañ miz Gouere; hag un tamm c'hoazh e miz Eost. Penaos e vo an deizioù da zonet ?

 

 

 

 

 

 

01/03/2009

Gouelan pavioù melen


A-c'houde bout skrivet an notenn em eus bet tro da gomz get daou zen, unan dre bostel hag an all en gwir ag ar gouelan am boa gwelet. Luzietoc'h an traoù evit ma kreden. Gouiet em eus e oa daou dra posupl: bout zo ar gwir "gouelan gris ag ar c'hreisteiz" (goéland leucophée), heñvel un tamm doc'h ar goelan gris (goéland argenté) met get pavioù melen ha diforc'hioù arall èl liv teñvaloc'h ar c'hein, tro ar lagad rusoc'h, un dra àr ar pigos... Ha bout zo ivez gouelani gris -ni (goéland argenté enta) met get pavioù melen e plas pavioù roz èl kustum ! Hag evit ma vo libouretoc'h an traoù c'hoazh, ar re-se zo anvet gwezhavez "leucophée" get an dud e galleg, na bout n'int ket gwir "leucophée" !

Ma, diaes e vo din lâret petra am boa gwelet an deiz-se e Plañvour. Ne vo ket james gouiet. Petra a faot deoc'h !... Dalc'homp da vout kurius ha da ziwall, ar wezh kentañ e vo gwell !

23/01/2009

gouelan arc'hlas III

Setu arre doareioù ag ar gouelan arc'hlas am eus gwelet en Oriant. Unan bennak zo daet da benn a dapout e borteled ha setu !

ea2d769297325e84d3ebd1e4be85b751.jpg

pe... GAAB an Oriant.jpg
Eya, eñ eo !! (an hani a zo a-gleiz èl rezon !)

Da geñveriiñ get ar skeudenn am boa tapet àr ar genrouedad evit diskouez deoc'h ar pezh am boa gwelet. N'eo ket re bell !

e82cde06e3feb642cee86e5565648511.jpg
pe... GAAB.jpg

22/01/2009

ar gouelan II

Kas a ran doareioù deoc'h a ma gouelan e porzh-pesketa an Oriant; n'on ket daet en-dro eno c'hoazh, met unan arall a zo bet, en deus eñ gwelet; seblant a ra bout ur "gouelan arc'hlas" gwir ! Edan berr em bo ur foto bennak getoñ hag e kasin deoc'h, nepas ur foto tennet ag ar genrouedad met unan ag ar gouelan-se fasipl neuze !
Hennezh 'deus gwelet ur gouelan arall ag ar memes spesad eno, mes unan daet da vout bras (ha neuze gwenn-kann ?) ha n'eo ket ag ar memes gouenn tre.

Disadorn e yin en-dro du-hont ha marse e welin ar re-se arre.

Get an taolioù avelaj tremenet ha da zonet an deizioù-mañ e vo, èl kustum, evned dibaot àr an aodoù. Ar re-se a vez gwallgaset get an avel foll ha kaset a-enep d'o bolantez pell a-zoc'h o zachadoù orin (Groenland da skouer evit "ma" gouelan); lod hag a dremen o amzer en donvor a vez gwelet neuze er porzhioù evit ur wezh, é klask repu neuze hag é tiskuizhiñ.