02/04/2009

Romulea columnae

Setu kavet din, get sikour ma breur, anv an tammig plantenn am boa kavet en traezh e-kostez ar mor dimeurzh: Romulea columnae eo; ur blantenn a familh an elestr, tost doc'h ar c'hrokus. Amañ àr ar skeudenn e weler mat ar boketoù bihan, stumm kleier dezhe, get 6 petalenn. Hag ivez an del àr an hir, lufrus, ha kromm.

Romulea columnae.jpg

Hervez ar pezh am eus klasket eo e gwirionez an is-spesad Romulea columnae occidentalis a gaver e Breizh. Ar spesad-skouer a vez kavet e kostez ar mor kreizdouar.
Geneomp-ni, hervez Atlas plant ar Morbihan, n'eo ket dibaot ar blantenn àr hon aodoù. Kavet e vez, met dibaot-tre ar wezh-mañ, en douaroù ivez.
Ur vrav a blantenn met èl ma 'm eus lennet ha gwelet ivez, ne zigor ket forzh he bokedoù nemet edan an heol bras; arru a raont a-bred a-walc'h d'an nevez-hañv, ha goude Pask n'o gweler ket ken é ober bokedoù.

31/03/2009

Bourboutenn varv hag eur an hañv II


Ma, setu me e-kostez an aod a-benn ar fin; un tamm droch en em santan bout aet pell get an oto, pa vehe bet moaien bale tostoc'h... an evned a zo kaoz marse ? Ar santimant displijus am eus e vez afer pasapl ag an oto evit bout àr ar "spotoù" ha gwelet traoù !
Aze a-fed evned n'em eus ket gwelet kalz ur sort. Un herlegon bihan e dilhad hañv get ar chup hir, 6 gouelan bras (goéland marin), daou anezhe a seblant ur c'houblad, un devedig kabell du é kaniñ, ar puiged chip-chap ivez, a bep tu........ euh...... beñ pas muioc'h !

Un tamm plantenn a welan, d'am soñj eo aes da ouiet petra eo, n'eus ket kalz a vehe hañval, met... ne zan ket da benn a lakaat un anv àr ar boketoù violet-se get 6 petalenn a za a-rez an douar sablek, get del àr an hir hag a dro un tamm evel spiralennoù. Me 'ouio...

Hag ur vourboutenn varv, du get ur penn-ardreñv ruz-flamm. Ur bam pa vez sellet a dost. Goude bout klasket -- na bout e vez diaes bout sur kant dre gant get an amprevaned -- e kavan eo moarvat ur vamm Bombus lapidarius, bourboutenn ar vein. Sañsemant an tad en deus un tamm melen àr e vruched. Penaos eo marv ? Kerzhit da ouiet !
Diaes eo diforc'h ar bourbouted etreze hep gellet o derc'hel en dorn hag hiniv em eus profitet.

Er fin e oa dija 5 eur 30 ha santet em eus em boa abuzet edan an heol, krediñ a raen e oa koursoc'h, gast a eur nevez !!!

Bombus lapidarius.jpg

Ur vamm "bourboutenn ar vein", evel an hani am eus gwelet hiniv.

Koukoug erbet a-du-rall !!