20/09/2009

Bezv bev

Un troc'h traoù a vehe da lâret àr ar miz-mañ a-fed natur (pe zoken a-fed traoù arall !); ur bern traoù a vehe da lâret a-ziàr ar bezv, met ne gomzin nemet ag un dra: setu ni arru er prantad ma strew ar bezv o had e pep lec'h. Daou spesad bezv a zo er vro (Betulus pubescens - brinsad blevek dezhe, el lec'hioù gleb e vevont kentoc'h - ha Betulus pendula - brinsad get pipioù gwenn dezhe) met er pennad-mañ e veskin an daou. Ya, o had a laoskont da vonet g'an avel, rak ar gwez-mañ a zo gwez "alouber"; o mod d'ober eo gounit tachenn èl-se, er lannegi, ar pradoù... e kement lec'h a zo e vezont lies ar gwez kentañ éc'h arru (get an derv, met ar re-se a vez sikouret get loened da strewiñ o frouezh !).

Ya, o had a zo traoù bihan gell, get divaskell tanav ha treuzwelus en-dro dezhe. E gwirionez, pa lâran "had", frouezh int stricto sensu, frouezh sec'h evel ar mez, "aken" a vez lâret anezhe. Nijal a raont pell èl-se hag ur blijadur dispis ha kejet get melkoniezh (met ur blijadur ur sort) eo o gwelet a-yoc'h er straedoù pe àr hentoù ar maezoù. En o mesk, ha marse muioc'h tost doc'h ar gwez bezv o-unan, e weler neoazh tammigoù traoù ker bras èlte, met gell-tout, hep divaskell treuzwelus; skant int. Penaos 'ta ? Er wezenn, d'an nevez-hañv, e welomp bisigoù a-spign, hir ha melen: ar bisigoù par. Ar bisigoù parez, berroc'h ha muioc'h en o sav, a zay goude ar frouezh. Ha penaos e vez gwarantet ar frouezh betek ma vint anve (anev, azv)  ? Get skant. Tout ar bisig, pa arru sec'h a-walc'h, a zo posupl dismantr get ar bizied, ha lakaet e vez èl-se ar frouezhigoù hag ar skant da nijal.

Setu ur frouezhenn, beajourez vihan Gwenholom ha Gouel-Mikêl. P'en em sil en ho kaier, en ho plev, en ho tilhad, àr ho urzhiataer, en ho lak da soñjal er gwez-bezv, gwez James Dean hag a voulj ur bochad ha ne vevont ket pell anezhe. Vad a ra din o gwelet.

hadenn bezv.jpg

Ha setu bremañ ur skantenn, kompagnunez ar frouezhenn, ha moaien a vehe lâret zoken "kulatorez an hadenn" peogwir e chom da warantiñ honnezh betek ma vehe prest da nijal.

 

skantenn bezv.JPG

Pa vez sellet dre an tu arall e seblant ar skantenn bout un evn get divaskell, ur sarpant-nij, peotramant pennad-blev ma breur pa ya fonnapl get e velo, ha pa chom gwarantet doc'h an avel ar blev a zo àr e boullkil.

Traoù tennet ag al lec'hienn http://www.plume-de-ville.fr/en_balcon_journal101.html

Un den a c'hell moarvat gober an diforc'h etre an daou spesad bezv ken 'met é sellet doc'h an had pe ar skant, ne ouian ket me gober, met ne vehe ket drouk deskiñ !

 

 

 

 

14/08/2008

Gwez 8

2537fec3887778b889476198596238b7.jpg


Setu enta ar maner, get e dour pintek; a-dreist ur vangoer hon eus spurmantet ar batimantoù-se, diàr dremen. etre div zervenn yaouank.

Petra a weler du-hont, àr-dreñv ar c'hastell ? Korfoù teñval hag uhel ur vandennad gwez rusinek, hañval geneoc'h emaint é kinnig fardiñ àr ar maner. An tropellad pin-se a gemer liv ur gogusenn àrnev, é foeñviñ hag é kargiñ, e-kreiz un oabl dizolo.

Ar gwez-se, ag ar spesad Pinus radiata, a zo bet plantet get Mab-den, n'eus ket ker gwerso-se. En o bro orin n'eus ket pikol anezhe ken, ar geizh: ar C'haliforni eo bro o hendadoù.

E pleg-mor ar Morbihan, dreist-holl, en o c'haver a vostadoù, get o del teñval, teñvaloc'h evit ar pin-bro, hag o boulloù-pin foeñvet doc'h un tu. Pa vezont yaouank o deus barroù ag an dias betek ar lein, ha pa vezont koshoc'h e chom hepken un nebeut barroù bras, uhel-pasapl e taont da vout.

Petra a vo planedenn ar re-mañ ? Daoust ha chom a rint dre-mañ a vidad da vidad ? Daoust hag ur marsoñj o deus a c'hourenez ar C'haliforni ha ribloù ar Meurvor Habask ? Kerzhit da ouiet...

Evit ur skeudenn vrasoc'h: Kerambourg 5.jpg

19/06/2008

Gwezenn 7

58b1167734fb52fe7df708108f1184d2.jpg


Ur steudad platan eo, netra suroc'h. Bet plantet an holl àr-un-dro un deiz bennak. C'hoarezed marse, bet hadet ar memes deiz er bopineg. Pe c'hoazh zoken, kloned èl mand eo ar pupli Itali, holl vreudeur klonet anezhe !
Skeudenn dristik un niver bras a draoù hañval, tristoc'h c'hoazh en arbenn mand int boudoù bev. Ha neoazh, pa seller mat, ha pa vehe an hevelep jenoù gete holl, ha tost-mat o lec'hioù-beviñ dezhe, marse n'eo ket ken hañval-se o buhezioù ? Etre ur blatanenn hag un all amañ, eh eus moarvat diforc'hioù hervez ar plas o deus gounezet a-hed ar blezioù get o barroù. Moarvat zo lod en o mesk hag a dap muioc'h a heol evit ar re all, hag a guzh marse an heol doc'h re arall, tammigoù. Darvoudoù ar vuhez o deus, marse, merket diforc'hioù etreze ? Lakaomp e vehe bet skoet unan d'ur gamion, ha drailhet he c'hlor. Pe unan arall a vehe bet diholpet fall, ken na oa bet gwanaet... Mes ar brasañ diforc'hioù a vo kavet, peurchañs, edan an douar, e-kuzh d'an holl. Pe re a zo strommet get tuellennoù é tremen edan dezhe ? Pe re a vez legeannet o gwriziad get re ar brousgwez a weler e-talde ? Pe re a zo plaset mat e-keñver an dour a zever en douar goude ur gaouad fall-amzer ? Un den a c'hell bout ur sant ag an dra-se é sellet a dostoc'h doc'h o yec'hed, braventez o fennad del. Ar pezh ne raimp ket amañ. C'hoant am boa just ho lakaat da soñjal e c'heller kavout an dishañvalded lec'h ma ne seblanta ket bout. Evit pleustriñ àr an dra-se, ur boelladenn evideoc'h. Kerzhit betek ar renkad gwez tostañ doc'h ho ti; pupli, pin, platan, skav-gwrac'h, ne vern. Roit un anv da bep unan anezhe, ha klaskit e-pad un herrad, ur miziad lakaomp, derc'hel soñj ag o anvioù, ha sellet doc'hte dre unanennoù, get he fenn dezhi, he buhez dezhi. Peseurt efed a c'hell disoc'h ag ur sort amprou ? Ne ouian ket fasipl, mes peurchañs ne selloc'h ket mui er memp mod penn-dre-benn doc'h ar gwez goude. Na marse zoken doc'h an dud, piv a oar ?

Evit sellet doc'h ur skeudenn brasoc'h ha bravoc'h:
Steudad platan en Oriant.jpg

04/12/2007

Gwezenn 5

6755d77fc0718017d47de697ae1164a3.jpg

E penn kentañ miz Eost n'eus ag ar wezenn-kiriz nemet ur c'horf askornek ha dizel. Un toull evit leuskel an hañv touforek, ha lan a zel betek re, da analiñ ?
Pe un toull evel toull ur boled, a lakay an hañv da ziwadiñ betek ken ne gollo e vuhez ?

Evit gwelet spisoc'h ar porteled:
Gwezenn kiriz.jpg

16/11/2007

Gwezenn 3

e56fda212993331a7a9ee3aebfae9e5c.jpg

Kellidet he deus e-harz un droñjenn vetal. Doc'h un tu, ur riblennad gouiltron, doc'h an tu arall, ar simant ledet aze get perc'henn an ti tostañ. Un tammig hadenn bezv a oa arruet amañ n'eus ket forzh pell zo, ha setu bremañ ur pemp delenn bennak dezhi. Hag ur vezvenn vras a vo amañ un deiz ? Petra emañ ar blantenn-mañ é c'hortoz ?N'eus nemet un taol dispac'h hag a c'hellehe reiñ an tu dezhi da greskiñ. Tout an dud é vonet kuit ag ar c'harter en arbenn ag un dra spontus bennak; ur brezel ? un dra é tarzhal dre-se ? ur saotradur bennak ? Neuze ne vehe ket un dra dibosupl dezhi sevel ar simant, sevel ar gouiltron, ha gober he hent betek arru en he ment. Pe neuze gortoz ken ne zay un den foll bennak e penn an traoù er gumun, mennet da cheñch ar c'harter penn-dre-benn...

Peseurt spi neuze evit donet da vout bras, neuze, ma ne c'hell kontiñ nemet àr ar freuz hag ar reuz evit donet da benn ? Pa soñjer mat eo an dra-se lod ur bern plantennoù bihan hag a gellid er lec'hioù spontusañ. Unanennoù a c'hounid, ur bochad a goll. Lezenn ar plant.

Ma faot deoc'h gwelet ur skeudenn brasikoc'h: Bezvenn vihan.jpg

15/11/2007

Gwezenn 2

dd80f9e16db571305d80a85ac0982da3.jpg

Un tarzhad drez doc'h he zroad. Evel un avelenn-dro a-dreist ar mor, é suniñ, hag é lakaat skumon gwenn da sevel a-us da c'horre an dour. A-dreist, an del du, èl oabl teñval an amzer touforek. Du-hont, er penn arall ag ar park, un dervenn uhel, kamm-digamm he zroñj èl ur luc'hedenn.
Mes petra eo istoer an drez-mañ edan an dervenn ? Aspadennoù ag ur c'harzh bet fondet ? Pe ar peizant ne faote ket dezhoñ e vehe diarc'hen an dervenn-mañ (rak marse e kont an dervenn-mañ, evitoñ, muioc'h evit ar gwez arall; krapet en deus a-barzh pa oa bihan marse) ?

Evit gwelet ur foto un tamm splannoc'h:

Kerambourg 3.jpg