29/09/2007

Ni hag an avel

Setu ur barzhoneg, spi 'm eus n'em boa er lakaet er blog-mañ c'hoazh, ne gredan ket; un dra diwanet ennin a-c'houde arlene, diàr troioù-bale e-kostez ar mor.


Ni hag an avel


Evel ur vandennad sourouc'haned gwenn
An evned-se, c'hwi oar, a vez gwelet er mizioù yen
é redek àr vord bev an houlenn
E trapikellomp àr vevenn an avel
Met n'eus ket penn ebet d'hon dañsoù-ni
Peogwir n'eus ket kroc'hen ebet d'an avel

Blaz hor pilpouserezh a daolomp en avel
Hor soñjoù soutil, dous, lous, hor mallozhioù
Flouradennoù n'omp ket kreñv a-walc'h evit o reiñ en gwir
Ha formulennoù-hud hor c'hredennoù kozh ha nevez
En aner, rak n'eus ket korf ebet d'an avel

Petra eo anien don an avel ?
Petra zo e askre treuzwelus an avel ?
Troioù-fizik an divaskell
Kren-krenig an askol er bratell
An tommder hag ar yenion é c'hoari a bep eil
Un analadenn vras ennomp (hag hon anien don, petra eo ?) ha netra ken
Nag ene na korf na kroc'hen