07/09/2009
Buhez en irvin ruz
Irvin ruz ar jardin o deus kresket, serret hon eus lod anezhe evit o debriñ, met ar re arall o deus dalc'het da greskiñ ha setu int bremañ é reiñ bod d'ar vuhez. E-pad un herrad hon eus gwelet, bemdez hag a-hed an devezh, balafenned gwenn, pierid (pierid ar c'haol, Pieris brassicae), é tarnijal tro-ha-tro dezhe ha d'o bokedoù. Bremañ n'o gweler ket ken, met dozvet o deus ha gwelet a reer preñved a oadoù dishañval é tebriñ an del hag ar bokedoù a chom. Ne vern ket bras deomp hag o leuskel a raomp. Oadoù dishañval ha neuze familhoù dishañval. Roudoù a laoskont: tammigoù kaoc'h met kroc'henennoù kozh ar preñved ivez; rak ar preñved a chañj kroc'hen a-vuzul ma kreskont. Ar an deiz en o gweler é tebriñ lies, lod anezhe a seblant é kousket... Met gwelet e vezont splann; lennet em eus (hiniv !) o doa ur goust hag a zisplije d'an evned, se zo kaoz n'o debront ket.

Setu unan.
Met àr ar plantennoù e weler ivez, e-kreiz un delienn bennak, re arall ha ne vezont ket gwelet ken aes rak m'o deus liv an del. Oc'hpenn-se ne vouljont ket, ha n'int ket tolpet a-strolladoù bihan evel ar re arall. Preñved pierid ar ranell int (ma ne farian ket atav), "la piéride de la rave", Pieris rapae. Kuzhet int gwell ha liammet eo get ar fed n'o deus ket ur goust hag a ra doñjer d'an evned evel re pierid ar c'haol. Unan arall tost a-walc'h zo Pieris napi (Pierid an irvin) ha spi am eus n'em eus ket fariet etre an daou.
Setu ur preñv:

A-hent arall eh eus un opilion é c'hortoz ul loen bihan da dapout. N'em eus ket c'hoazh gwelet opilion ebet é tebriñ e mam buhez ha neoazh e tebront ur wezh an amzer, pas ?

Un opilion
Hag ur genidenn-sailh vihan ivez (une saltique)...
Ha preñved luseved (punaises), melen ha du, re "luseved ar c'haol, punaises du chou, Eurydema oleraceum". Preñved, ya, n'o deus ket c'hoazh divaskell evel ar re vras. Hervez kont e c'hellont gober neuz d'ar c'haol pa vezont ur bochad rak ma sunont ar jol.
(e plas ar ruz e c'hell bout melen pe gwenn)
12:03 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : irvin, radis, balafenn, piéride
05/05/2009
A-hed ar park bras
Setu me, tro-ha-tro kreisteiz, é vale. An naon a gomañs dont met a-benn ar fin e choman àr an hent. Ha n'em eus ket keuz. Kemer a ran amzer da sellet doc'h an traoù, d'en em soñjal, da resev ar pezh a santan...
A gentañ on souezhet: n'em eus ket c'hoazh klevet koukoug ebet ! Ha neoazh eh on e-kreiz ar maezoù... Mezh am eus, n'em eus c'hoazh klevet betek bremañ... Marse n'int ket ken stank èl ar blezioù paset ? Kent pell ur sort e tan da benn a glevet unan (pell); mall a oa !
Souezhusañ tra hiniv: ur bod spern-gwenn ha karg a gelion é fioñwal tro-ha-tro. En o mesk, ur spesad (Empis tesselata marse) hag a zo kustum da dapout kelion arall, amprevaned arall, diàr nij, evit o debriñ. O derc'hel a raont en o fatoù blevek, hag o fikiñ get ur sort pigos hir. Hiniv emañ arru termen ar paradur. Gwelet a ran, àr ar bod spern gwenn, mammoù hag a o deus ur preizh etre o favioù, ha lod anezhe o deus un tad-kelionenn àr o c'hein !
Gwelet a ran é arru, àr-nij, traoù iskis graet get un tad àr ur vamm hag ar vamm-se get ur preizh edan dezhi... Ha setu int é ober un arsav àr ar wezenn.
Gwelet a ran lod arall é nijal, en o unan ar wezh-mañ.
A-benn ma arruan er gêr e sellan en ur levr: da dermen ar parañ eo an tad a vez é tapout ur preizh, a nij get ar preizh etre e bavioù, ar vamm a arru hag a stok doc'h an tad, o daou e kouezhont àr an douar, ar vamm a dap ar preizh evit en debriñ, hag an tad neuze a grap àr ar vamm... èl-se e vez graet gete !
Ken e soñjan: dañjerus eo tostaat doc'h ar wezenn-se, evit ar c'helion arall !

Ya, ya, èl-mañ em eus int gwelet, an tad zo a-spign àr-bouez daou bav, ar vamm edan hag ar preizh (seblant a ra bout ur gelionenn voutin) edan ar vamm ! Merzet ho peus beg lemm an tad aze ?
Un nebeudig traoù arall: ur valafenn gwer doc'h an diavaez, ha gell doc'h an diabarzh. "Thécla de la ronce" pe "Argus vert" a vez graet anezhi; Callophrys rubi an anv skiantel.

http://www.lepinet.fr/especes/photos/
Kemer a ran amzer da glask ur grilh en ur park noazh, doc'h e gan, hag er gwelet a ran dirak e doull, troet e revr doc'h an diavaez get an divaskell du é kreniñ; seblant a ra un tamm gwrizienn raden bet losket.
A-du-rall, ur wespedenn iskis met nend in ket da benn a ouiet he anv. Ur groaz vaen. Plant a familh ar c'harot a glaskan diforc'h.
Unan zo an "antrisk", an arall zo "cerfeuil toxique"...
15:25 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : empis, grilh, balafenn
28/10/2008
div valafenn àr ar grienn
Maezoù. Trawalc'h a wez evit ma vehe kredet, a bell, penaos er vro n'eus nemet koadoùier; ar pezh a faot. A dostoc'h, trawalc'h a barkoùier evit ma vehe posubl bamiñ dirak ar gwez. Ar pezh a faot ! Marse n'on ket neptu amañ rak en ur vro seurt-se em eus bevet e-pad pell. An digoradur-mañ a oa just evit lâret eo an dra-se en deus ma merket da gentañ-penn hiniv: braventez an enderv-mañ, kogus foeñvet, kumulonimbusoù bihan, mes amzer dizolo d'al liesañ. Sklaerdaer an heol àr del liesliv ar gwez, gwagennerezh ar maezoù diblaen. Pa arruan e welan, pell, ur vaou barret àr ar fun tredan. Tuchant pa achuin ma zroiad e vo c'hoazh dre aze, mes ne dizho ket din ket he gwelet a dostoc'h.
Ar pep bravañ hiniv marse: àr ar grienn, ur gwiskad del kistin edan an heol. Lod kaer a loenedigoù, kelion ha gwespedigoù dreist-holl, é heoliata. Ha bremañ, un c'hoari get div valafenn. C'hoari etreze, pozet, unan a nij kuit, an arall a nij àr he lec'h. Ha c'hoari genin. Chom a ran get pasianted, betek ma c'hellin sellet spis doc'hte ha bout sur; ya, er spesad "Tircis" int, "Pararge aegeria" o anv skiantel. N'int ket dibaot, ha soñj bet bout gwelet seurt balafenned c'hoazh. Mes plijus eo klask ha kavout identelezh ur valafenn. Spi am eus e ouiin o anv hep levr ebet ar wezh kentañ. A-hent-arall, un droiad àr glask tokoù-touseg. Mes ar wezh-mañ, n'eus ket kalz. Ur gazeg-koad, get an heol àr-dreñv ne ouian ket hag ur vamm pe un tad eo, mes terennoù an heol a c'hoari get pluñv ruz he foull-kil ha n'eo ket vil tamm ebet.
Un tamm pelloc'h, goude bout gwelet ur yoc'h pintinged en un dervenn, setu kelion a bep seurt àr ur bod iliav e bleuñv (rak d'an dilost-hañv e vez an iliav e bleuñv). Lod anezhe, get liv rous doc'h o divgazal, a glaskan o anv, mes ne zan ket da benn. Ur barrad grizilh. Sellet a ran get kuriusted doc'h ar mod ma tistav ar re-mañ ar grizilh. Ul lodenn vat anezhe a ya àr ar peul tredan a-us, hag a c'hortoz èl-se. Tremen a raont etre an tammoù grizilh, hervez ! Evel honnezh hag a zalc'h da zastum nektar e-kerzh ar barrad... Gwelet a ran un dra am boa merzet e-raok c'hoazh: stumm ur gonenn zo d'an tammoù grizilh, n'on ket evit displegiñ ar perak. Klaskomp ? An tammoù bras a gouezh e-pad ar barradoù àrnev spontus (ne vez ket forzh lies anezhe dre-mañ) a zo boulloù, mes pas ar re-mañ. Re vihan int ha marse pa gouezhont e plata an tu d'an dias, a-gaoz da avel ar gouezhadenn ? Mes an dra-se a dalvehe ne cheñch ket tu ar c'hrizilhenn hed-ha-hed an diskenn... diaes da grediñ ur seurt.
War an hent trema an oto en-dro, setu er fozell, un troad Galeopsis (Galeopsis tetrahit, kazi sur), a c'heller lâret "Kaktus europa" anezhe, rak pikoù zo doc'htoñ ha chom a raont en ho kroc'hen ma ne ziwallit ket; boketoù ruz-roz dezhe a-du-rall, e familh ar bent int. Ur blantenn arall ag an hevelep familh pelloc'h: Stachys arvensis, get o gran pevar ha pevar, get o boketoù tolpet tro-ha-tro d'ar gorzenn. Gwelet e vezont e pep lec'h er vro, mes pas kel lies-se pa soñjan ervat, ha kontant on.
Krediñ a ran gwelet ur speg du é tec'hout du-hont, redek a ran, mes re ziwezhat. Ne ouiin ket ma oa an dra-se pe pas.
E-raok monet kuit e verzan, tostik edan an oto, un tok-touseg, èlkent ! Ur rusulenn eo, get he zroad kalet evel un tamm kleiz. Get he laonennoù a santan evel lart edan ma bizied, ha n'en em zispennont ket, e ouian eo ur rusulenn "cyanoxantha", la russule charbonnière. Peogwir eo daet genin en oto e klaskin he debriñ henoazh pe àrc'hoazh.
Setu evit an droiad-mañ, noz vat deoc'h,
Un tircis.
Galeopsis tetrahit--------------->



Stachys arvensis
19:10 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (2) | Envoyer cette note | Tags : grizilh, balafenn, papillon, grêle, stachys arvensis








