29/12/2008
Baou
Ar gourhent. Hiniv c'hoazh n'on ket bet kalz er-maez. Sellet a ran doc'h stummoù ar gwez ha derc'hel a ran get an aridennad am boa kroget dec'h: neuze gwez bezv, haleg, derv eo a welan dreist-holl. Hag ivez pin an arvor (ur yoc'h) ha pin ar c'hoadoù (un nebeut). Gwez pupli bet plantet get an dud, pupli du, stumm "Itali", sonn èl ur piler, peotramant ar re arall, a vez plantet evit ar c'hoad, hag a vez lies uhelvarr enne. Spesadoù arall, bet plantet, ha ne ouian ket anv ebet dezhe... en un taol, en ur wezenn, setu un evn-preizh un tamm bras, liv kistin d'e gorf ! Tost a-walc'h on evit gwelet mat e fas hag ar pigos a gavan melen. Ur vaou eo, a zo amañ àr api, da c'hortoz gwelet ur preizh bennak é tremen, meitave e vehe é tiskuizhiñ ? pe é tiazeziñ e goan ?
Ur vaou eo. Arabat eo gober goap, met n'eus ket kalz a evned-preizh am eus bet tro da welet er vro amañ: ar vaou, ar falc'hun logotaer, ar "busard des roseaux" (amañ n'on ket evit lâret e anv e brezhoneg, ma levrioù n'int ket genin)... ar falc'hun pirc'hirin (faucon pèlerin); chañs bras am eus bet gwelet ar loen meurdezus-se en Oriant ar goañv 2006-2007... ar "balbuzard" ivez, mes ar blez-mañ hepken; ha setu tout evned-preizh an deiz am eus gwelet betek bremañ er vro ! Lod arall ivez, mes n'on ket peursur ag o spesad.
Ma ! E-mod-se mañ.

Ur falc'hun pirc'hirin
21:46 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : falc'hun, baou, vaou, evn, preizh, gwez
05/12/2008
Ur vaou da serr-noz
Oc'hpenn 5 eur 30 e oa hag e oan é klask teurel ur sell d'an natur, met an noz a arru e kours d'an termen-mañ !
Petra gober nemet añse diforc'h ar gwez doc'h stumm o barroù dirak an oabl orañjez dislivet ? Haleg, derv, kistin... chê ar re a welan dreist-holl.
Tostaat a ran doc'h unan; un tamm a-dreistin e tremen un evn brasik a-walc'h, èl ur vran vras: moarvat eo ur vaou voutin (Buse variable, Buteo buteo). Ar wezenn, pa dostaan doc'hti, a lâr hec'h anv din: un dervenn eo.
A-du-'rall, ken 'met ur laouenan hag un torig ruz é kaniñ. Hag an hanter-loar, ha Venus ha Jupiter...

ur vaou voutin
18:36 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : baou, buse, buteo, noz








