15/04/2009

Haïkuioù niverenn 26

Hag ar wezh-mañ, e brezhoneg (met n'int ket troidigezhioù ar re e galleg, hag ar re e galleg n'int ket troidigezhioù ar re-mañ naket)

En o sav-sonn
Selloù a-benn da lein ar vangoer
Kentel ar c'helion ?
Brec’h, "kelion Bourdel", enderv, 11 06 2006

War ma biz
Tastornelloù gwenn ha du
Ar c'hwil sioul
Brec’h, 11 06 2006, ur seurt Agapanthia villoviridescens

Fasoù glav
Fenestri ar reter
Dirak gwez ar jardrin
Brec’h, ar glav ne za ket lies ag an tu-se, 12 06 2006

Kistin-spagn goude ar glav
War an douar
Ha biout c'hoazh
An Alre, 5 eur 30, 12 06 2006

Mangoer wenn
N'hor boa ket gwelet e oa
Jiboeserezh a bep tu
Brec’h, é sellet doc'h ar c'helion bihan é jiboesat àr ar vangoer, 13 06 2006

Brundelladennoù da vintin
Ar-dreñv an abevantoù
Met ar c'housked a zo aze
Brec’h, 7eur, skuizh on c'hoazh, 13 06 2006

Chom da sellet
Traoù zo c'hoazh da zeskiñ
Doc'h ar vangoer
29 blez ha n'em boa ket c'hoazh komprenet buhez ar c'helion bihan-se !, Brec’h, 13 06 2006

C'hwilediged
Ha kantreerion noazh
N'omp ket en hon unan
Traezhenn, enderv (da greisteiz ne oa kazi den ebet) 14 06 2006

Dre ruioù ar porzh
Amzer latar ha joa
Heol ha joa àr an traezh
An Intel, fin ar mintin hag enderv, 14 06 2006

Ruz ha du
Un tamm paper krepon
Dinijet kuit diàr hon tro
Traezhenn, kreisteiz, 14 06 2006

Loj pellgomz
Ni, hor c'homzoù
Ha kelion munut doc'h ar vangoer
Bourc'h an Intel, 4 eur d'enderv, 14 06 2006

Tarzhioù-mor
O zrouz ennomp d'enderv
O c'hoari get hon treid
Astennet àr an traezh pe é tebriñ katev, hon treid er mor, traezhenn, enderv, 14 06 2006

Haïkus n°13

Setu ur bajennad haïkuioù oc'hpenn...

Moment indicible
Il est passé
Devenu page blanche
... propice à l'écriture 29 05 2006

Une mouche
Se suspend
A mon théâtre d'herbes
29 05 2006

Nos deux nez
Au passage
Dans le vent ténu des roses
Rennes¸ jardin du Thabor, 3 06 2006

Traits des digitales
Le long des talus
Aiguilles roses du temps
Voie express vers Lorient, 12h30, 4 06 2006

De méchants bouts de bois
Sous notre couche
Tournent les étoiles au-dessus de nos têtes
Nuit à la belle étoile 4 06 2006

A chaque pas
Troupes de mouches
Dans le vent chaud
Brec'h, 16h00, 7 06 2006

Devant le mur
Les têtes étoilées
Des benoîtes
Brec'h, 17h00, 9 06 2006

Ventre roux
Au-dessus de la route
Et le miracle bref du bleu
Martin-pêcheur, côte du Rozo, 10 06 2006

Après la pluie
Tombées trop tôt
Les petites bogues
Fruits de marronnier, Auray, 12 06 2006

Du bois et du chemin
Insectes rassemblés
Sur la berce
Brec'h, près de la chapelle St Jacques, 13 06 2006

L'âme passionnée de notre amour
S'envole noire et rouge au-dessus du sable
A moins que ce ne soit juste une zygène
Zygène sur la plage, Erdeven, vers 13 h, 14 06 2006

Déplacements d'oiseaux
Entre ville et nuages
Air gris, nous sommes vivants !
Vannes, 15 06 2006

01/04/2009

Haïkuioù niverenn 25

Ur c'herzhed munut
A lak ar gouiltron
Da veviñ
Kannerezig àr an hent etre Landaol ha Landevant, 6 06 2006

Melen lufrus
Un amprevan
A lak skedoù gwer a-barzh
Boked pav-bran hag Oedemera nobilis, Brec’h, 7 06 2006

pav bran.jpg

Pav-bran
Pennoù-frouezh disliv
Ur boked lugernus
Memes plantenn, ne chom nemet ur boked digor, Brec’h, 7 06 2006

Astennet àr an douar tomm
Pell amzer a-walc'h evit santiñ mat
Korfoù ar louzaouennoù
Brec’h, 7 06 2006

Azezet àr ar barr derv
Banne avel klouar
Gouelani e splannder kreiz ar stang
An Ter, un tamm e-raok pemp eur, 8 06 2006

Trouz munut
Redadenn ur c'hi
War traezh ar vinotenn
An Ter, un tamm e-raok pemp eur, 8 06 2006

Ur boked roz unan gwenn
Er blantenn voan
A saludan e-tal ar boubelenn
An Ter, un tamm e-raok pemp eur, 8 06 2006

Pavioù melen
Ar goelan kein du
Hejet dirak ma selloù
An Ter, un tamm e-raok pemp eur, 8 06 2006

Tommder an avel
Diougan petra ?
Diougan avel domm
Brec’h, mintin, 9 06 2006

En disheol, avelig flour
Ha ma c'hazhez
Torret he fenn, hanter varv
Brec’h, e-dan ar prunus, mintin, gloazet garv eo bet, 9 06 2006

Gwezenn dreut
Nerzh tomm an avel
Kignez hanter-ruz a-barzh
Brec’h, 9 06 2006

E gof rous
Ha goude, burzhud e gein
A-dreist an hent
Deredig Sant-Gwenole, ar Rozoù, Brec'h, 10 06 2006

16/03/2009

Haïkuioù niverenn 23

Div vag é tostaat
Hag é pellaat a bep eil
Boueioù liv, un enezenn
Pleheneg, an Treizh Nevez, 7eur30 noz, 28 05 2006

Ar geot
A lak brizh-heol
War he fas dous
Plañvour, 29 05 2006

Sevel ar penn
A-dreist ar prad
Gwez en heol orañjez
Plañvour, 29 05 2006

Kogusennigoù ar mintin
Aet àr blataat
Emañ c'hoazh an heol aze
Plañvour, 12e45, 30 05 2006

Goelan tost
E bavioù melen
War ar paver
Plañvour, 12e 30, 30 05 2006

Kelionenn
A-spign
Em c'hoariva geotennoù
Plañvour, 9e30 da noz, 31 05 2006

Du pe lufrus o divaskell
Nij ar glaouerion
Hag an heol
Plañvour, 9e30 da noz, 31 05 2006

Nijadennoù kudoned ne weler ket
N'eus ken yezh
Evit hor geot eürus
Plañvour, 9e30 da noz, 31 05 2006

Netra da lâret
Setu ar pezh a lâr ar geot
Deomp en o c'hreiz
Plañvour, 9e30 da noz, 31 05 2006

Buhez ha marv er bod roz
C'hwiled alaouret
Ur werenenn foeltret
Brec’h, 7eur da noz,ar gevnidenn-krank eo a zo kaoz, 1 06 2006

Mezheven e korn an ti
Dizoleiñ evit ar wezh kentañ
Bleuñv er bod iliav
Brec’h, 1 06 2006

Pimpoch melen
N'eo ket àr ar roc'h hepken
Er vro a-bezh !
Brec'h, 2 06 2006, pimpoch = dule

11/03/2009

Haïkuioù niverenn 22

Kogusennoù
En aer glas
War glask o barzhoneg
Brec'h, serr-noz, àr-dro 11 eur, 22 05 2006

Kammedoù diampart
Er geot uhel
Ur c'houblad en noz yen
11eur30 noz, Plañvour, 23 05 2006


Alleluiaig ur labous
Mamm-Gozh
E kognell he c'hambr
Gwened, 2 eur d'enderv, 24 05 2006

E toullig ar fenestr
Etre brousgwez hag oabl gris
Turzhunell é sevel a-dreist kêr
Gwened, enderv, ober a ra se teir gwezh, 24 05 2006

Gwez ha geot gleb
Liv glas é strimpiñ
Betek diabarzh an oto
etre Landevant ha Losteng, 25 05 2006

Pennoù alaouret
Emañ c'hoazh ar raden
War gresk
Etre Landevant ha Losteng, 25 05 2006

Un nebeut kammedoù
E-tal an derv bihan
Chom a ra tapennoù dour er geot
Etre Landevant ha Losteng, 25 05 2006

Kelion get tarchoù du
Kavet o anv, ha mignonezed nevez
Ha neuze ?
Brec’h, 26 05 2006

Kudon é tarnijal
En oabl gris
He c'hriadenn goude, er wezenn
Brec’h, enderv-noz, 26 05 2006

Kelionenn treid du
War gef ar girizenn
Ha n'eo ket tout
Ur preñv "psyché" en e damm liken glas a zo ivez, Brec’h, 26 05 2006

Frankizenn er lanneg
Dirak huñvre gris ar pin
Uzenn c'hlav é tremen
Brec’h, enderv-noz, 27 05 2006

28/02/2009

Haïkuioù niverenn 21


Kogus gris
A-dreist ar stêr
Ur banneig heol evit he fenn
bank e-tal pont bras Sant-Sten, 16 05 2006

Pobl ar moustiked
Dre zan ar brousgwez
Trec'het omp
E Landaol, d'enderv, 17 05 2006

Ur goelan bennak
Divaskell bras en o mesk
Ur gerc'heiz e kreiskêr
Gwened, mintin, 18 05 2006

Un avel da zañsal
Kogus foll
O blev gwenn en heol dous
Santadur é tonet er-maez, Brec’h, 18 05 2006

Du lufrus
Glav bras er park
Bran walc'het
Brec'h, ag an oto, enderv, 19 05 2006

Dre an nor e daou damm
Glav ha gouiltron
Gwezenn giriz hejet-dihejet
Brec'h, tolp er vourc’h, glav bras er maez, 19 05 2006

Beuzet ma fenn
E kreskañs ar geot
Avel ha trouz ar grilhed
5 eur goude merenn, jardrin, Brec’h, 20 05 2006

Kant ha kant rummad kelion bras
Pep unan d'e dro, eveldomp-ni
Benniget get n'ouier ket piv
Calliphora, 5 eur goude merenn, jardrin, Brec’h, 20 05 2006

Un haïku a varv
An arall a za àr-wel
Heol àr-dreñv ma c'hein
Brec’h, hent da Landaol, àr-droad, 21 05 2006

Ur bitrak raoskl
Klevet en-dro àr ma hent
Kan bihan en avel
Klevet am boa ar bitrak-se é vonet, hag é tonet en-dro em boa klevet ivez hep sellet, Brec’h, 21 05 2006

Tri glaouer bras
Tost d'ar prad
Atav en avel divent
Martinets, Brec’h, hent da Landaol, 21 05 2006

Dre doull ar c’hodell
Liv orañjez àr da fas
Teltenn ar vantell
Plañvour, 5eur30 d'enderv, 22 05 2006

17/02/2009

Haïkuioù niverenn 21

Dous eo an heol èlti
Pe me eo a lak
He c'hroc'hen dous d'an heol ?
Brec’h, enderv, 13 05 2006

Dervenn vihan
Pinenn varv harp doc'hti
Ur gevnidenn a-spign
SzElen, 14 05 2006

Broenn hag a bik
Er pin, pelloc'hik
Ur brean melen
SzElen, 14 05 2006

Lec'hid
Euriadoù a-dreñv ur c'harzhig
Uhel an dour bremañ
SzElen, 14 05 2006

Daou dour iliz
Gwez, trouzioù evned
Trouzioù tud, ha te
Sant-Sten, 15 05 2006

Rozenn ruz hejet get an avel
Un disterañ a-dreist ar voger gris
Betek bout kuzhet meur-a-wezh
An Alre, 15 05 2006

En despet d'an amzer gris
C'hoant kuzhat
E gwaskadenn vrav ar gwez
Sant-Sten, 15 05 2006

En-dro d'ar c'havell del sec'h
Derv moan
Moualc'h ha koukoug enne
tost da Santez Avei, 16 2006

Fest an amprevaned
En del derv
Hent ar melion àr hon tapis
tost da Santez Avei, 16 2006

05/02/2009

Haïkus n°9

Setu enta un nebeudig haïkuioù e galleg arre, atav ag ar blezad 2006. E-kreiz an nevez-amzer omp atav gete.

Là, en tous,
Clameur de goélands
Par la fenêtre ouverte
Cours de yoga, 19h30, Lorient, 11 04 2006

Entrelacs noir
Du chêne
Au-dessus du toit
Brec'h, 19h15, 14 04 2006

Petit moulin qui tourne
Train sur le pont
Pris dans un jeu de pétales
Jeu avec une pervenche que je fais tourner, puis prédiction de l'arrivée d'un train, promenade, 15 04 2006

Road-movie
Charançon minime
Sur le livre
Dans la voiture, entre La Vraie-Croix et Brec'h, 16 04 2006

La rêverie de tes courbes
Insuffle sa géométrie
Au bocage
Le paysage me fait penser aux courbes d'une femme, 17 04 2006

Cette masse verte
Explosive…
Le cyprès habituel
Larmor, soir, 18 04 2006

Noir et rouge
Réchauffent la base
Du tilleul
Ploemeur, gendarmes, 16 heures, 19 04 2006

Au-delà du bleu de l'absence
Fleurit
Le grondement rose du nuage
Arradon, après-midi, 21 04 2006

Superposition de clartés
Pétales blancs
De trois arbres
Cour de la radio, Auray, matin, 22 04 2006

Le vol concret
D'une corneille lente
Parmi le rêve vert-gris du matin
Brec'h, 24 04 2006

Parmi le gris et le vert
Se profile
Un matin doux et bordelais
Réminiscence, 24 04 2006

04/02/2009

Haïkuioù niverenn 20

Emañ ar Zen
E kreniñ war vevenn
Ur vaouez vihan
Grizac, 30 04 2006

Erc'h àr an hent
Prad tost d'ar faw hep del
Krokus gwenn munut
Mont Bougès, 30 04 2006

Seizh eur
Golvanig ar gouloù-deiz
A sko doc'h ar fenestr
Grizac, seizh eur, 1 05 2006

Divaskell bras
Spontailh a-dreist ar prad
Ar skoul glas difonn
Grizac, 1 05 2006

Eostig kuzhet
Tostaomp, peseurt gwezenn
En tu arall d'an hent ?
St Jean du Gard, 1 eur goude merenn, 2 05 2006


Givri dre an hent
Kistinenn en heol
Merion é tougiñ hor bara
Kreisteiz, hent tost da Moulières, 3 05 2006

Re zifonn e ya an tren
N'on ket evit skriv
Tout ar pezh a welan
Corbières, tren d'an Alre, 4 05 2006

Gwiniegi, gwez tort
Toennoù ruz ur c'hastell
Peul merglet dirak evit c'hoarzhin
Lézignan-Corbières, 4 05 2006

Geotennoù kalet
Pinenn yaouank
Daet da vout hor Gwezenn-Heol
Losteng, peder eur, 5 05 2006

Livioù flamm
Loustoni gris en o mesk
En despet d'ar garantez
Hent d'an Oriant, 8 eur 30 da noz, 5 05 2006

Sae liesliv an nevez-amzer
Em c'halon
Ur sonerezh hepken
Hent da Glegereg, 6 05 2006

An dour sked-disked
Barr faw-put
Displeget a-dreistañ
Pont-Sal, tro-vale, 7 05 2006

Ar glav é trouzal
Luskennerezh
Evit he dremm sioul
Pont-Sal, 7 05 2006

Ma c'hof, un trouz iskis
Met da zaoulagad n'int ket amañ
Evit mousc'hoarzhin genin
Mintin, An Arvor, 8 05 2006

Ar c'harregi
An heol izelaet
Anvioù àr an traezh
Anvioù skrivet genin àr an draezhenn, 8 05 2006

Glav
Dir kalet é skoiñ
Bremañ oabl tener ha skedoù
An Arvor, 9 eur goude merenn, 8 05 2006

03/02/2009

Haïkuioù niverenn 19

An heol orañjez
Dremm ront
Evel un amzer da zont
Hent d'an Oriant, enderv-noz, 24 04 2006

Faw sklaer dre ar c'hoad
Tarzh an del
A bep tu
E-tal an Ter, enderv-noz, 25 04 2006

Dasson
En un trepas teñval
Flaouit divent
Soniñ en trepas, 25 04 2006

Koad, noz ha glav
Un tamm dañs
Er vinotenn
Er c'hoad, 26 04 2006

Fouliar
Ur vaouez e-harz ar wezenn
Glav tro-ha-tro
11 eur da noz, 26 04 2006

Ag ar glav
Ne weler àr ar stank
Nemet ar miloer dispis
11 eur noz, stank an Ter, 26 04 2006

Div lañjer er prad
An heol
Hag an dud en dias
Piknik e Plañvour, 26 04 2006

Ront digabestr ar mintinioù eürus
Korollenn ar maligorned
Doc'h ar vangoer
An Arvor, mintin, 27 04 2006

Rizenn ar gwez
Plaen, al lenn
Logod-pindoull en teñvalded
An Ter, 10 eur noz, 27 04 2006

Un tammig plas
Gwezenn gouezhet
Pour-bran amañ hag aze
Koad, an Ter, enderv-noz, 27 04 2006

An heol a-veskell
A lak da luc'hiñ
He lagad Jupiter
E sol ar c'hoad, e Plañvour, 28 04 2006

D'al lein
Askelloù bras
E gwele ar binenn
E sol ar c'hoad, e Plañvour, 28 04 2006

Trouz avel fresk
Tarzhet en aer difiñv
Da heul ur vandennad dubeed
E sol ar c'hoad, e Plañvour, 28 04 2006

Ur gwiskad holoste gwenn
E lein ar c'hoad
Ni é strebaotal en o mesk
Plañvour, 28 04 2006

Sked moan chomet pell
War gef ar binenn
Hag ar barr hep kroc'hen, aze
E sol ar c'hoad, e Plañvour, 28 04 2006

Difonn difonn
Tremen
Dirak div avalenn
Gwelet a-ziàr an tren difonn, etrezek Nîmes, 29 04 2006

Tammoù barzhoniezh
Strimpet a bep tu
E-kerzh horellerezh diabarzh an tren
Tren da Nîmes, 29 04 2006

Dre zor ar c'housked
E ta ennin
Da holl vousc'hoarzhoù
Skeudennoù spis a za din goude bout graet ur chouk en tren; Luçon, 11eur45, 29 04 2006

Ar menezioù
O fradoùier ha koadoùier faw
Mil ha mil plas evit hor pled !
Mont Bougès ("une idée de l'infini"), 30 04 2006

Boullig erc'h
C'hoari heol em dorn
Flouradenn drist àr ma bougenn
Mont Bougès, 30 04 2006

Toutes les notes