05/09/2007
Gitar-boud
Ar gitar-boud ? Hama, a-gentañ ne ouien ket re vat petra oa. Dalc'het 'm eus soñj e oan bet bamet (n'ouian ket da be oad) da c'hitar unan ag ar Sonerion Du en ur fest-noz. Ur gitar-tredan, get ur liv glas lugernus; hañval genin en em astenne "troad" ar gitar ur bochad muioc'h evit ur gitar "normal". Hep gober ar liamm get ar son a rae ar gitar-se; d'an oad-se e vesken pasapl ar sonioù etreze, peurchañs, beuzet e oan er sonerezh, ar pezh ne oa ket displijus.
Dizoloet 'm eus ar gitar boud da vat get Stéphane De Vito, soner e Ar re yaouank, àr ar bladenn da gentañ penn, ha goude àr leurennoù ar festoù-noz. Nag ur startijenn get ar benveg-se ! Ur misi a gaven gwelet tout an dud lakaet da vreskenn àr houlennoù boud ar gitar hir-se. Ar pezh a blije din dreist-holl a veze gwelet ar gitarour-boud-se, blev hir ha rodellek dezhoñ, é tiskouez, àr e fas, tout ar santadurioù en doa é soniñ. Bremañ c'hoazh e plij din gwelet àr dremmoù sonerion (a-bep-seurt a-du-rall) from ar sonerezh, pe ar blijadur, éc'h ober e reuz. Souezhuset un dra, ne veze ket ar blijadur a veze santet àr penn Stéphane De Vito; pe kentoc'h e yae pelloc'h evit ar blijadur: linennoù e fas a veze distummet, strishaet, kammet, stennet, èl re un den hag a c'houzañv. Kement-se a weler lies-pasapl sonerion gitar zo, a pa raont ur solo. Treuzet e vezont get nerzh ar sonerezh, tre !
Ar gitar-se, d'ar liesañ, a vez peder c'hordenn dev dezhoñ; gwezh-a-vez 5, pe memp 6. Estroc'h evit ur mod a zo da soniñ get ur benveg seurt-se, ha pep soner en deus e stil. Moian zo bouljal fonnapl begoù ar bizied àr tout ar c'hordennoù, pe skoiñ get ar biz-meud evit gober taoloù boud, pe sachiñ ur gordenn get ur biz hag he leuskel da gouezh a-benn-kaer, ar pezh a ra ur son nerzhus ha splann; moian zo lakaat ar biz da ruziñ àr ar memes kordenn, ar pezh a ro lies begon d'an dañserion, pe, atav àr ar memes kordenn, gober ur vibrato èl àr ur violoñs; implij an notennoù boud pe, d'an tu arall, notennoù uhellañ ar benveg.
Ar pezh a gavan ur pezh a zo pa vez mesket ar gitar-boud hag ar gitar folk ken e seblantont bout ur son hepken, biskoazh nerzhusoc'h neuze ! N'eo ket ken aes d'ober moarvat, rak n'eus ket kalz a strolladoù hag a zo daet da benn. Ar Re Yaouank hag Int, da skouer, a oa e-mod-se.
Estroc'h evit Stéphane de Vito, a-c'houde ma 'm eus kemeret plijadur get ar benveg-se, em eus dizoloet sonerion arall; hani anezhe ne son èltoñ (selaouit ar bladenn "Fest-noz still alive", c'hwi a glevo), mes lod-kaer o deus ur stil plijus. Daou ag ar re a blije din ar muiañ a oa Julien Le Mentec, e Tan Ba'n ti (dreist-holl e penn-kentañ ar strollad), ha kani ar strollad Int (Yann Bertho); Erwann Volant (a zo bet pell e Carré Manchot), ha bremañ get Hamon Martin Quintet) ivez èl rezon, Etienne Callac am eus dizoloet get souezh ha get e-leizh a blijadur dre ar Guichen Quartet; Stéphane Rama, dre Karma, nag ur "groove" ! Bez zo ivez Alain Genty er bladenn Gwerz Live pe c'hoazh get Barzaz, allas n'em eus ket bet tro da glevet ar strolladoù-se àr ar leurenn. Ha neuze Jean-Pierre Le Cam, ag ar Sonerion Du, gober a vat er gwelet é tiskoueziñ e blijadur atav, goude kement-se a festoù-noz, hag en despet d'ar pezh a c'hell lâret an teodoù fall. Unan ne faot ket ankouaat, Christophe Hellec, a zo e Plantec: hennezh a oar respont da griadennoù an dañserion é soniñ get muioc'h a vegon c'hoazh, é vouljal àr ar leurenn…
A-fed strolladoù er-maez ag ar festoù-noz, e c'hellan komz a gani ar strollad Nirvana, kani ar strollad Orchestre National de Barbès, kani Metallica, ker ponner e son ! Ha tout ar re n'anavan ket.
Un huñvre a zo é redek ennin a-c'houde pell: bout gitarour boud, lakaat an dud da vouljal ha da greniñ get ma groove… ur si en deus ar gitar-boud neoazh: hep an tredan n'eus ket netra, kement-se a vez gwelet pa vez troc'het an tredan dre zegouezh gwezh-a-vez. Nemet ha soniñ a rahec'h ar gourrebed (contrebasse) mes ar son a zo disheñvel. Setu perak e karehen krouiñ ur c'hoñsept: ar soner hag a ra belo e-raok ar sonadeg, evit kargiñ ampli e c'hitar-boud; pe an ampli liammet doc'h ur vilin-avel-tredan…
Gitar-boud pe pas gitar-boud, aze emañ an dalc'h…
10:15 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : guitare, basse, Ar Re Yaouank, sonerezh







