10/02/2009
Yarrel
Dec'h da vintin, èl ma oan get ma c'harr-tan, e arrestan en ur c'hroashent-tro. E-taldin, ur gannerezig kein du (Bergeronnette de Yarrel), keniterv jermen ar gannerezig a welomp ni d'ar liesañ; an diforc'h: kein ar gannerezig kein du zo... du, e plas bout gris.Ar re-se a vev e Breizh-Veur hag a vez gwelet gwezh-a-vez dre amañ ivez, d'ar goañv dreist-holl ma 'm eus soñj mat.
Komzet em boa ag ar c'hannerezed gris en un notenn c'hoazh.

Un tad kannerezig kein du e dilhad hañv.
PS: anvet eo ivez ar gannerezig "hej-e-lost" rak hejal a ra e lost ingal (evel ur vazh-dilhad ?)
10:29 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : yarrel, bergeronnette, kannerezig, motacilla
18/12/2008
Notenn dec'h: ar c'hannerezed gris
Ya, dec'h n'em eus ket bet kalz a amzer da vale, na da skriv un notenn; met gellout a ran komz ag ur seurt evned hag a vez gwelet memes e deizioù brumennek ha yen miz an azvent, betek àr parklec'hioù ar gourmarc'hadoù, pe er parkeier noazh, pell a zoc'h nep garzh.
Ar c'hannerezed gris eo. Klevet e vez o c'hriadennoù lies e-raok o gwelet; gwelet e vez o lostoù é hoskellat ingal gete. Gouiet a raont redek a-feson, ha gouiet a raont nijal, douariñ hag en em lakaat da redek, tre-g'an-hent.
Lod anezhe, é tonet a Vreizh-Veur, a zo du o c'hein. An is-spesad "Kannerez gris Yarrel" eo.
Setu ur foto a unan anezhe.

Foto tennet ag ul lec'hienn a vro Beljik http://environnement.wallonie.be/ong/refuges/index.htm
Kenitervezed o deus ar c'hannerezed gris: ar c'hannerezed-dour (hag a vev e-tal ar gwazhoùier hepken) hag ar c'hannerezed melen (hag a vev kentoc'h e-tal an dour ivez). An daou spesad-se o deus melen àr o c'horf, dreist-holl ar re ziwezhañ-mañ.
E galleg: kannerez c'hris zo bergeronnette grise
Kannerez dour: bergeronnette des ruisseaux
Kannerez velen: bergeronnette printanière
11:12 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (2) | Envoyer cette note | Tags : kannerez, bergeronnette, motacilla








