20/09/2009
Bezv bev
Un troc'h traoù a vehe da lâret àr ar miz-mañ a-fed natur (pe zoken a-fed traoù arall !); ur bern traoù a vehe da lâret a-ziàr ar bezv, met ne gomzin nemet ag un dra: setu ni arru er prantad ma strew ar bezv o had e pep lec'h. Daou spesad bezv a zo er vro (Betulus pubescens - brinsad blevek dezhe, el lec'hioù gleb e vevont kentoc'h - ha Betulus pendula - brinsad get pipioù gwenn dezhe) met er pennad-mañ e veskin an daou. Ya, o had a laoskont da vonet g'an avel, rak ar gwez-mañ a zo gwez "alouber"; o mod d'ober eo gounit tachenn èl-se, er lannegi, ar pradoù... e kement lec'h a zo e vezont lies ar gwez kentañ éc'h arru (get an derv, met ar re-se a vez sikouret get loened da strewiñ o frouezh !).
Ya, o had a zo traoù bihan gell, get divaskell tanav ha treuzwelus en-dro dezhe. E gwirionez, pa lâran "had", frouezh int stricto sensu, frouezh sec'h evel ar mez, "aken" a vez lâret anezhe. Nijal a raont pell èl-se hag ur blijadur dispis ha kejet get melkoniezh (met ur blijadur ur sort) eo o gwelet a-yoc'h er straedoù pe àr hentoù ar maezoù. En o mesk, ha marse muioc'h tost doc'h ar gwez bezv o-unan, e weler neoazh tammigoù traoù ker bras èlte, met gell-tout, hep divaskell treuzwelus; skant int. Penaos 'ta ? Er wezenn, d'an nevez-hañv, e welomp bisigoù a-spign, hir ha melen: ar bisigoù par. Ar bisigoù parez, berroc'h ha muioc'h en o sav, a zay goude ar frouezh. Ha penaos e vez gwarantet ar frouezh betek ma vint anve (anev, azv) ? Get skant. Tout ar bisig, pa arru sec'h a-walc'h, a zo posupl dismantr get ar bizied, ha lakaet e vez èl-se ar frouezhigoù hag ar skant da nijal.
Setu ur frouezhenn, beajourez vihan Gwenholom ha Gouel-Mikêl. P'en em sil en ho kaier, en ho plev, en ho tilhad, àr ho urzhiataer, en ho lak da soñjal er gwez-bezv, gwez James Dean hag a voulj ur bochad ha ne vevont ket pell anezhe. Vad a ra din o gwelet.

Ha setu bremañ ur skantenn, kompagnunez ar frouezhenn, ha moaien a vehe lâret zoken "kulatorez an hadenn" peogwir e chom da warantiñ honnezh betek ma vehe prest da nijal.
Pa vez sellet dre an tu arall e seblant ar skantenn bout un evn get divaskell, ur sarpant-nij, peotramant pennad-blev ma breur pa ya fonnapl get e velo, ha pa chom gwarantet doc'h an avel ar blev a zo àr e boullkil.
Traoù tennet ag al lec'hienn http://www.plume-de-ville.fr/en_balcon_journal101.html
Un den a c'hell moarvat gober an diforc'h etre an daou spesad bezv ken 'met é sellet doc'h an had pe ar skant, ne ouian ket me gober, met ne vehe ket drouk deskiñ !
00:22 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : bezv, bouleau, betulus, gwez, arbres, isaac newton, laure manaudou, fc barcelone, andré berton
25/12/2008
Korfoù gwez
Hiniv n'on ket bet kalz er-maez, c'hwi a gompren, met ul lodenn ag an enderv e oan e ma oto; ur wezh kentañ troioù 3 eur; hon c'hoari a oa klask gouiet anvioù ar gwez, doc'h o stumm; da noz, memes tra , met e ma unan: orañjez e oa c'hoazh ar mervent, ha gellout a raen gwelet spis brinkier, barroù, skourroù ar gwez; da vintin em eus gellet dizoleiñ ur levr a-ziàr ar gwez just a-walc'h. Pas, èl ma kreden, evit diforc'h ar gwez hervez stumm o brinkier, pas seulemant o c'hlor, mes kentoc'h o diforc'h hervez stumm o broñs hag ar feson mand int lakaet àr ar brank. Interesant ur seurt, ha brav.
Ur misi eo klask tostaat doc'h ar gwez e kement mod a zo; ar levr-mañ a ginnig anavout an tammoù koad noazh er goañv: unan ag ar fesonioù !
Evit achu ar pennad(ig !)-mañ e tiskouezan deoc'h unan ag ar seurtoù gwez bravañ ag ar vro, a-fed stumm goañv: ar bezv (Betulus pendula dreist-holl)

Ur vezvenn; bon, gwir eo, amañ marse ne weler spis a-walc'h e stumm...
Nedeleg laouen c'hoazh, n'eo ket c'hoazh achu an devezh !
19:20 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : bezv, gwez, stumm, levr
16/11/2007
Gwezenn 3

Kellidet he deus e-harz un droñjenn vetal. Doc'h un tu, ur riblennad gouiltron, doc'h an tu arall, ar simant ledet aze get perc'henn an ti tostañ. Un tammig hadenn bezv a oa arruet amañ n'eus ket forzh pell zo, ha setu bremañ ur pemp delenn bennak dezhi. Hag ur vezvenn vras a vo amañ un deiz ? Petra emañ ar blantenn-mañ é c'hortoz ?N'eus nemet un taol dispac'h hag a c'hellehe reiñ an tu dezhi da greskiñ. Tout an dud é vonet kuit ag ar c'harter en arbenn ag un dra spontus bennak; ur brezel ? un dra é tarzhal dre-se ? ur saotradur bennak ? Neuze ne vehe ket un dra dibosupl dezhi sevel ar simant, sevel ar gouiltron, ha gober he hent betek arru en he ment. Pe neuze gortoz ken ne zay un den foll bennak e penn an traoù er gumun, mennet da cheñch ar c'harter penn-dre-benn...
Peseurt spi neuze evit donet da vout bras, neuze, ma ne c'hell kontiñ nemet àr ar freuz hag ar reuz evit donet da benn ? Pa soñjer mat eo an dra-se lod ur bern plantennoù bihan hag a gellid er lec'hioù spontusañ. Unanennoù a c'hounid, ur bochad a goll. Lezenn ar plant.
Ma faot deoc'h gwelet ur skeudenn brasikoc'h: Bezvenn vihan.jpg
10:55 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres, bezv, bouleau, kêr, ville








