21/04/2009
Da heul ar chasplouzenn
Setu me é strimpiñ er-maez ag an ti, rak kavet em eus ur chasplouzenn hag a oa chomet àr ur barr aval-stoub (cognassier) am boa lakaet en ur pod. Skarzhet ar blantenn ur wezh disec'het, petra vo ag ar chasplouzenn enta ? Ne ouiit ket petra eo ur chasplouzenn ? Ur viskoulenn ma faot deoc'h. Amañ e oa, doc'h ar pezh am eus klasket, ar "Phalène brumeuse": ar valafenn a vez gwelet da noz, e-pad ar mizioù du ! Hag ar chasplouzenn a c'heller gwelet e miz Ebrel pe miz Mae (atav hervez ar levr). Seblant a ra int stank a-walc'h. Met petra eo bout stank hiniv an deiz evit ur spesad balafenned ?
Setu enta ar chasplouzenn evel am eus gwelet: kavet e vezont àr ur bern spesadoù, evel ar gwez avaloù, ar gwez kenaou, ar spern du...

E rummad ar chasplouzed "géomètres" eo, ar re-se hag a seblant muzuliñ ar barroù get o c'horf.
Ha setu ur c'houblad àr ur wezenn-kerez d'ar 25 a viz Kalañ-Gouiañv.

Anv skiantel ar spesad: Operophtera brumata (brumata, en arbenn ag ar mizioù du sur-awalc'h !!)
A-du-rall, pasapl a draoù a vehe da lâret. An oulm du a zo o del, o barroù nevez é tonet er-maez, d'an termen ma ta o frouezh da vout sec'h ha ma kouezhont d'an dias, betek goloiñ an douar edan ar wezenn.
Ur wezenn fav yaouank a zispak he del !! Ar re arall a ray un tamm goude, met get ar gwez e vez kont èl-se: ar re yaouank a ziskouez abretoc'h o barroù nevez.
Ur veurlas (ur glazard) bras a welan er garzh. Ne voulja ket, aon en deus e ma raok. E liv zo glas-dour. Moarvat an hani zo anvet "Lézard vert" e galleg.
Ur strollad kevnid bihan, tolpet en ur sort boull. Melen get un tachad du; moarvat eo kevnid doug-kroaz (épeire diadème) int. Evel-se e voulc'hont o buhez goude bout aet er-maez ag o uioù. Ur bern zo anezhe (50 ?) met lod-kaer a varvo e-raok donet da vout bras perchañs.

http://fr.360.yahoo.com/profile-GEauJ1A7caWbHOIY9QlnQAPm1...
Bokedoù bual zo en o sav sonn er prad; o anv zo "bugle rampant", Ajuga reptans, ha gwir eo en em stlej o c'horzennoù; ar bokedoù avat a seblant piletoù glas-mouk. E familh ar bent, al lavand int.

Plantennoù pat-yar uhel (Ranunculus acris) a grog da sevel o fennoù er pradeier mouest. Sellet a ran un herradig doc'h ur vourboutenn dev, blevek, ur rouannez a-dra-sur. Moarvat emañ é klask he neizh, pe neuze emañ é klask sevel unan nevez ??
Bokedoù myosotis (daoulagad ar Werc'hez), seurtoù disheñvel zo... da adwelet !
Hag evit achu, ur gevnidenn-sailherez (saltique); ur bern spesadoù a zo, honnezh he deus ur c'hof violet lufrus, ur bruched gwer-metal, ha tastornelloù melen evel pollen. Ur loenig brav !
Evit an anvioù-plant e kavan bremañ sikour get ur lec'hienn fiskal, Plantkelt, hag a dolp apeupre razh ar levrioù a lâr anvioù ar plant e brezhoneg, èl-se e c'hellan gober gwell ma soñj pa gomzan deoc'h ag ar plant.
Plantkelt.net, 21 Apr 2009,
Un deiz bennak marse e komzin deoc'h anezhi muioc'h àr ar munud, pa 'm bo implijet ar lec'hienn muioc'h.
15:13 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : oulm, fav, bourboutenn, kevnid, chasplouzenn, bual, myosotis
04/04/2009
Bourboutenn vev ha traoù arall
Sklaer oa an amzer ha dizolo an oabl diriaou; aet oan neuze d'ober un droiad er-maez. Klasket em eus notenniñ pep tra a oa é ober boketoù pe del, rak ma 'm eus remerket get un tamm nec'hañs penaos ne oan ket evit lâret da be termen da skouer e krog ar bezv d'ober del !
Neuze e notennan evit em bout soñj goude (ha marse a-walc'h keñveriiñ get ar blezioù arall, get kemmoù an hin ne vehe ket fall sellet a dostoc'h...); n'ouian ket hag eh eus ag an dra-se pe pas met ne vehe ket marse un dra fall gober ur sort kalander an nevez-hañv, lakaomp er Morbihan; tud a bep sort a c'hellehe kas ar pezh o deus notennet hag e vehe moaien gober kartennoù get ar momand ma ta er-maez del ar bezv (da skouer, c'hoazh); ma ! An dra-se zo labour... Klask dija ma n'eo ket bet graet c'hoazh get tud arall ("calendrier végétal" a vez graet ag an traoù-se);
a-fed ar bezv just-a-walc'h e c'hellan lâret, ha spi am eus n'ankouain ket, eo e penn-kentañ miz Ebrel e krog an traoù gete, del ha bisigoù.
Met e-leizh a draoù arall em eus gwelet an deiz kent evit dec'h, ha menegiñ a rin just un nebeudig anezhe.
Liv ruz-gwad bokedoù ar bod aval-stoub (cognassier), ar bod zo karget a vokedoù, ur burzhud !

http://www.visoflora.com/photos-nature/
Ar vourboutenn am boa gwelet (marv) an deiz arall kostez ar mor am eus gwelet arre, bev-kel ! Honnezh (rak ur vamm oa ivez) a oa é tarniijal a-dreist ar geot izel. Plijadur a ra gwelet ar loen-se, pas é tonet a varv da vev (rak ne oa ket ar memes hani, anat deoc'h), met doc'h en em ziskouez bev ur sort. Ha gellet lâret: "M'en anav ar loen-se, kazi-sur bourboutenn ar vein, Bombus lapidarius".
Sellit 'ta doc'h notenn ar 31 03 !
Ar bodoù-kenaou a gomañs an del donet enne ivez (dalc'hit soñj, fin miz meurzh penn-kentañ ebrel)
Gwelet e vez ar c'helion Sant-Mark kentañ.

Ar foto-mañ zo tennet ag ur lec'hienn pinvidik-bras; sellet 'ta doc'h ar bajenn-mañ, fotoioù tomm-gor ha resis-mat ivez a-ziàr buhez seksel an amprevaned !!
http://aramel.free.fr/INSECTES51.shtml
Ha moarvat eh eus c'hoazh kant tra da zizoleiñ àr ar lec'hienn-se met traoù arall am eus d'ober evit surfiñ àr internet !
Hag achuiñ a ran get kan ar meleneg, klevet din evit ar wezh kentañ ar blez-mañ.

Koukoug ebet avat !!
09:11 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : bourboutenn, jardrin, liorzh, gwez, nevez-hañv
31/03/2009
Bourboutenn varv hag eur an hañv II
Ma, setu me e-kostez an aod a-benn ar fin; un tamm droch en em santan bout aet pell get an oto, pa vehe bet moaien bale tostoc'h... an evned a zo kaoz marse ? Ar santimant displijus am eus e vez afer pasapl ag an oto evit bout àr ar "spotoù" ha gwelet traoù !
Aze a-fed evned n'em eus ket gwelet kalz ur sort. Un herlegon bihan e dilhad hañv get ar chup hir, 6 gouelan bras (goéland marin), daou anezhe a seblant ur c'houblad, un devedig kabell du é kaniñ, ar puiged chip-chap ivez, a bep tu........ euh...... beñ pas muioc'h !
Un tamm plantenn a welan, d'am soñj eo aes da ouiet petra eo, n'eus ket kalz a vehe hañval, met... ne zan ket da benn a lakaat un anv àr ar boketoù violet-se get 6 petalenn a za a-rez an douar sablek, get del àr an hir hag a dro un tamm evel spiralennoù. Me 'ouio...
Hag ur vourboutenn varv, du get ur penn-ardreñv ruz-flamm. Ur bam pa vez sellet a dost. Goude bout klasket -- na bout e vez diaes bout sur kant dre gant get an amprevaned -- e kavan eo moarvat ur vamm Bombus lapidarius, bourboutenn ar vein. Sañsemant an tad en deus un tamm melen àr e vruched. Penaos eo marv ? Kerzhit da ouiet !
Diaes eo diforc'h ar bourbouted etreze hep gellet o derc'hel en dorn hag hiniv em eus profitet.
Er fin e oa dija 5 eur 30 ha santet em eus em boa abuzet edan an heol, krediñ a raen e oa koursoc'h, gast a eur nevez !!!

Ur vamm "bourboutenn ar vein", evel an hani am eus gwelet hiniv.
Koukoug erbet a-du-rall !!
19:06 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : bourboutenn, eur, aod, gouelan








