13/11/2009

Pleuwigner disul

Diwezhat-bras on da gas kemenn deoc'h ! A-benn disul mard oc'h é chom e bro an Alre e c'helloc'h monet d'ober bourrapl ha da implij ho prezhoneg e Pleuwigner en ur filaj-enderv (sonennoù, lârerezh-kaer, istoerioù...); troioù 3 eur e krogo an traoù eno.

Aozet eo get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna; evit gouiet pelloc'h, sellit 'ta doc'h ar liamm-mañ:

http://kerlenn-sten-kidna.nireblog.com/

Frazennoù 19

Evel da gustum, graet eo evit ma servijo, ma vo implijet geneoc'h en testennoù, studioù... evit lakaat an holl da anavout gwell hor yezh.

Hag èl da gustum e c'hellit lâret ho soñj ma welit ur fari bennak pe ma faot deoc'h lâret e-menn ho peus klevet an traoù-se er yezh komzet (ar pezh zo talvoudus)

 

261 - « ‘barzh en avel »= « ‘barzh en amzer » klevet e Brec'h

Dans le ciel


262 - «…e choment evel-se briat-ha-briat » Bleunioù Sant-Frañsez

Moarvat: "l'un dans les bras de l'autre"


263 - « Salo deoc’h e vefec’h bet ganeomp eno ! » idem

Salv deoc'h e vefec'h bet ganeomp eno !

Si au moins vous aviez pu être avec nous là-bas !


264 - «…d’hen dislonka, yac’h ha salo, war an aod (Jonas) » idem

D'en disklonkañ, yac'h ha salv, àr an aod

Yac'h ha salv: sain et sauf (calque ar galleg ?)


265 - «…, e oa anv da lemel digantañ e zaoulagad » idem

On parlait de lui enlever les yeux


266 - « En hani e gâr Doué e zou perpet joéius, libr ha quêrh » Imitation hur salvér Jésus-Chrouist, édition nehué, Moullerezh Galles, 1876.

An hani a gar Doue a zo perped joaius, libr ha kerc'h

N'ouian ket penaos skriv e gwirionez; marse eo "libr a-kerzh": entièrement libre ?


267 - « n’en dé quet tavantêc d’é vouit » idem

Nend eo ket tavantek d'e voued

Il n'est pas très avide de sa nourriture


268 - « ken lies a skourrou a oa enni ha ma’z eus a… » Bleuniou Sant-Frañsez

Ken lies a skourroù a oa enni ha ma 'z eus a…

Il y avait dedans des branches aussi nombreuses que…


269 - « war gement-se holl e kave avel a-benn eus perzh e geneiled » idem

E kave avel a-benn eus perzh e geneiled: il rencontrait une opposition de la part de ses collègues


270 - « en eur brederia ouz ar garantez… » idem

En ur brederiañ ouzh ar garantez

En méditant sur l'amour


271 - « n’oa ket evit derc’hel war e garantez » idem

Il ne pouvait réprimer l'amour qu'il ressentait


272 - «…e chomas berr da vont pelloc’h » idem

…il ne put aller plus loin


273 - « ma voe bec’h ouz o digeri (e vizied) » idem

Ma voe bec'h ouzh o digeriñ

Qu'il eut du mal à les écarter (les doigts)


274 - « Tremen tri bloaz zo emaint o teskiñ brezhoneg » Assimil

Tremen tri bloaz zo: ça fait plus de 3 ans


275 - « Dalc’het eo war e gomz. » idem

Il a du mal à parler


276 - « Keraoues zo war an traoù » idem

Keraouez(h?) zo war an traoù

Les choses sont chères


277 - « ean memb e labouré ar er memb mechér » En Aviel, Oliéreu

Eñ-memp a laboure àr ar memp micher

A laboure àr ar memp micher: avait le même métier


278 - « Er ré-men e oé er Juifed stertan doh el lézen » idem

Ar re-mañ a oa ar Juifed startañ doc'h al lezenn

Ceux-ci étaient les Juifs les plus intégristes


279 - « diférein el lézen » idem

Diferiñ al lezenn

Commenter la loi (d'am soñj)


280 - « a ziar bremen » idem

a-ziàr bremañ

à partir de maintenant


27/06/2009

Haïkuioù niverenn 29

 

 

 

Al lanv

A red àr ar lec'hid

Gwask grizias àr an dud

Tomm spontus, pred e Belz, 1 07 2006

 

Ur c'housked eürus

Teir gwezh "Demat"

Evned a-leizh ar fenestr

Brec'h, 2 07 2006

 

Derv, ar stêr, ur vag

Avel klouar dre o mesk

Razh kement-se evit hor bank

Bank àr an hent etre ar Bono ha Bekerel, ur banne avel a zo aze, 2 07 2006

 

Soñjoù du an noz kent

Ha sonenn seder ar mintin

Gaouier a lâront o daou

3 07 2006

 

Tommder ankenius

Kan ar fenestri

Da gaso kuit ?

Fenestri digor da vitin, Brec'h, 3 07 2006

 

Da vinc'hoarzh

En deus fourchet a-dreist ar fenestr

Dilhad heol hag avel

Fenestri digor da vitin, Brec'h, 3 07 2006

 

Gweren skañv

Er bleuñv kistin

Met pouez o frond àrnin

Lakaet on diaes get c'hwezh ar bleuñv kistin kazi, enderv, 3 07 2006

 

An hañv tomm ha gris

Dre ruioù an Alre

Krennardezed a bep tu

Penn kentañ ar vakañsoù eo !, An Alre, 4 07 2006

 

Glav a-blomm

Dihunet en deus

Spered an deiz

Brec'h, da vintin, 5 07 2006

 

En aer fresk

Kogusennoù liv

A ziskouez o bro din

Kogus roz ha glas da serr-noz, Gwened, 5 07 2006

02/06/2009

Kerpenhir

A-benn disadorn d'enderv e kasin un droiad-bale e Lokmariakaer; partiet e vo a barklec'h Sant-Pier (ar parklec'h diwezhañ, an tostañ d'an traezhennoù) hag heuliet e vo an aod da gavout Kerpenhir, ha donet en-dro. An tem ? An natur ! Pasapl a draoù a vo da welet, amprevaned ha plant, met evned ivez, esperañs am eus. Ha kement tra a vo é tremen dirak hon daoulagad. An deiz-se (an traoù a vo a-hed an dibenn-sizhun) e vo lidet e Lokmariakaer (hag e Sine, Senolff ha Sarzhav) 50 vlez an SEPNB - Breizh Vev. Neuze e vo marse tu komz tammigoù get tud hag a studi an natur eno, hag a vo daet evit "24 euriad liessorted an natur", kar kontet e vo an holl spesadoù boudoù bev a zo er peder farrez-se etre ar gwener da 5 eur d'enderv hag ar sadorn da 5 eur d'enderv. An dro-vale a vo en eurioù-se, neuze ma kavomp spesadoù dibaot e vo rekis o merkiñ àr ur c'harned !

Muioc'h a ditouroù amañ: http://www.bretagne-vivante.org/content/view/277/163/1/6/

D'ar gwener da noz (troioù 6e30) e vo graet un abadenn radio get RBG, e brezhoneg, e Sine.

Pointe_de_Kerperhir_à_Locmariaquer_-_Jean-Charles_GUILLO.JPG

Beg Kerpenhir ha mulgul ar Mor-Bihan.

20/05/2009

Haïkuioù niverenn 28

Haïkuioù arall.............

Ur wezennad bleuñv kistin

Diaes chom hep klevet

Trouz ar rod

Rod an amzer eo, èl rezon, Brec'h, 27 06 2006

 

Lostig ar frouezhenn

A zo é tortigellat

War ar meloñs gleb

Koan, frouezhenn Arrhenaterum elatium, Plañvour, 28 06 2006

 

Poukr an amzer

Oabl ha kogus

Diaes da zidoueziiñ

Plañvour, 28 06 2006

 

Sae gell

Ur vuoc'h

Lugernus e-tal an avelenn

Etre Brec'h ha Landaol, 28 06 2006

 

Darnijadenn

Ur fas gwenn

A-dreist hor lojig

Plañvour, serr-noz, ur gaouenn wenn, 28 06 2006

 

Frouezh foeñvet

En aer touforek

Pennoù un askolenn-vrizh

Silybum marianum edan ar wezenn pechez, er jardrin, 29 06 2006

 

Aer sourdomm an ti

Tonioù klavesin

Treuz-didreuz a-barzh

Noz, Brec'h, 30 06 2006

 

Diarc'hen àr ur c'hased koad

Daoulagad lemm

Ha teod distaget

Predegenn er-maez, 30 06 2006

 

Korollerezh

Ar c'hrampouezh foll

Er waskadenn

Plañvour, pred er-maez, 30 06 2006

 

Er-maez a ved ar volotenn

Tud é kaniñ

C'hwibed a yoc'h tro ha tro

Pred e Belz, e-pad ar match Frañs-Brezil, 1 07 2006

 

Lec'hid, aer tomm-gor,

Minotenn aod, tro vale

Pleget ma fenn edan ar bodoù

Ar vord ar stêr, Belz, 1 07 2006

16/05/2009

Fest-noz en ti-gar

Dait holl da goroll da di-gar an Alre ! A-benn d'an 29 ag ar miz-mañ e vo ur fest-noz eno, aozet get ar gevredigezh Ai'ta hag a ra oberennoù e-mesk an dud evit tostaat kalonoù an dud doc'h ar brezhoneg ha goulenn e vehe muioc'h a blas d'ar yezh er vuhez publik.

Gwell eo diskoueziñ ar skritell deoc'h e plas skriv traoù hir !

skritell an Alre orañjez 2.jpg
Ur fest-noz en un ti-gar, bez zo bet ag an dra-se c'hoazh, e Gwengamp da skouer:

ar vreudeur Morvan e ti-gar Gwengamp.JPG

08/05/2009

Haïkuioù niverenn 27

Setu c'hoazh haïkuioù, n'eo ket achu, na n'eo ket. Spi am eus e vo mat o stumm rak ar wezh paset ne oa ket ha ne ouian ket penaos chañj (a-fed polis ha spas etre pep haïku).


Sell nevez àr Antarès

Un dra ker ruz

Ha ker pell !

Brec'h, noz, 24 06 2006

 

 


Tachenn football

Hon daou e kreiz

Evel en ur sahara

Brec'h, 24 06 2006

 

 

 

Hent d'enderv-noz

Hon daou a-wel d'an dud

Ha d'ar c'hogus arneñv

Brec'h, 24 06 2006

 

 

 

Kazhezig

Ha da deneridigezh

En-dro dezhi

Miglos, goude ar medisinour-loened, àr da varlenn, 24 05 2006

 

 

 

Bodoù roz

E-tal an hent

Bleuñv simpl ha bolz uhel

Brec'h, hent d'ar vourc'h, 24 06 2006

 

 

 

Kein ar gazeg-koad

Er gammdroienn

Chom a ran dic'hoarzh

Hent ar c'hoad bihan, amzer c'hris, un tamm deprimet on, 25 06 2006

 

 

 

Ar skuizhder

A lak anken er gwez

Pa n'eus nemet del

Hent ar c'hoad bihan, amzer c'hris, un tamm deprimet on, 25 06 2006

 

 

 

Me hag ur gogusenn

Ur straed etre an daou

Aer spis ar manezioù

Landevant, enderv, ur gogusenn e penn all ar straed a dalvez din da vanez erc'hek, 26 06 2006

 

 

 

Nag a blijadur

Me, an avel, hag an heol

A zo é labourat

Lakaat lienaj da sec'hiñ, enderv, Brec'h, 27 06 2006

 

 

 

Da vinc'hoarzh pintet

Ar vegoù da dreid

A sav ma spered eurus

A-dreist an oabl glas

Hent da Blañvour, 27 06 2006

 

 

 

Dilhad ar vaouez yaouank

Fest wenn

Aozet àr vevenn ar park

Gallium Mollugo àr vord ar parkad kolza, Brec'h, anv "dilhad ar vaouez yaouank" desket get ur vaouez a Bleuwigner, 27 06 2006

 

22/04/2009

Haïkuioù niverenn 27

Arru a raomp get an hañv da vat ar wezh-mañ...

Un toull splannder
E-mesk ar c'hogus
Diwall ! Setu e lagad ront !
SzAnna, mintin, a-dreist an iliz, 15 06 2006

Diskenn ha krapout
Ehanoù bihan àr gein
Tosenn ar garantez
Mane Gwenn, Gwenin, enderv, 15 06 2006

Kelionenn vras
Trouz trouz en ti
Arabat flastriñ an hañv !
E ti mignoned e Baod, goude un dra lâret: an hani gentañ eo 15 06 2006

Aer touforek doc'h tor an dosenn
Un toullig klouar
E-dan an ivinenn
Mane Gwenn, met boskarded a zo, 16 06 2006

E toull ar vangoer
Golvani bihan
Trouz ar vuhez er vourc'h
Bourc'h Vrec'h, 16 06 2006

Ur sell d'ar lein
Punerezh ar balafenned
Gwenn en-dro d'ar lamp
Brec'h, e-kerzh an dañs, 17 06 2006

Derv ha pradoùier
En aer tomm
Ar maezoù eo hon dilhad
A-dreist da wernioù ar Loc'h, enderv, 17 06 2006

Skeud ma fenn àr da benn
Du ha sklaer a bep eil
Div blanedenn é troidellat
Brec'h, e-kerzh an dañs, 17 06 2006

Tamm lenn
Mogedennoù heol
Gronnet get ar gwez
Mintin, lenn an Esteng, Brec'h, 18 06 2006

Loaioù-dour melen
E pleg ar lenn
Da gorf dous àr-dreñv ar stammenn
Brec'h, mintin, 18 06 2006

Hon daou
Ur labous-noz
Hon daou
E-raok monet kuit, kreisnoz, Plañvour, 19 06 2006

02/04/2009

Haïkus n°12

Setu bremañ un nebeudig c'hoazh ag an haïkuioù e galleg am boa skrivet e 2006.


Marche dans la pelouse
Grillons et leurs trous
Géographie de chants
Jardin, Brec'h, 20 05 2006

Ce morceau de paysage
Pris dans le rétroviseur
N'est rien pour l'instant
Quand elle apparaîtra il sera tout
C'est un peu un manque de respect pour ces quelques arbres , Landevant, 20 05 06

Mobile de roseau
Petit cri lancé au vent
Il est là à mon retour
Brec'h, 17h00, 21 05 2006

Air bleu et sombre
Petits et gris
Dans la fraîcheur ils courent
Brec'h, nuages, crépuscule, vers 23h00, 22 05 2006

Le soleil
Taille des vitraux
Dans le désordre de la pièce
Brec'h, matin, 23 05 2006

Debouts
Notre amour est suspendu
La mousse du bois est humide
Bois de Locoal-Camors, 26 05 2006

Trois fleurs dans le pré
Ca suffit à mon bonheur ?
Ca suffit à mon malheur ?
Non, ça suffit.
26 05 2006

Lande inégale
Foisonnement
Sous la brume grise de mai
Près Saint-Dégan, 27 05 2006

Coquelicots nus
Le mur
Taches rouges des pétales
Plouhinec, Le Passage neuf, 19h30, 28 05 2006

Notre couverture
Se constelle
D'étamines violettes
Ploemeur, 29 05 2006

Sureaux et robiniers en blanc
Pointent déjà
Les fleurs de châtaignier
Vers Lorient, 12h00, 30 05 2006

Une graminée pour lustre d'apparat
Le ciel bleu poudré
Bruit de pigeon qu'on ne voit pas
29 05 2006; en fait c'est indicible

26/03/2009

Anvioù-parrez

Lies eh an get an tren etre An Alre hag an Oriant, ha d'ar liesañ e vez get an TER; lâret e vez get ur vouezh flour anvioù an arsavoù àr an hent.
Ur vouezh flour hag un tamm iskis, rak distag a ra an traoù èl a pa vehe un tourist bennak é tonet a bell hag é welet an anvioù-se evit ar wezh kentañ ! Landaul-Mendon zo "Landaul-Mañdon", Landévant a za da vout "Landeuvant" !
Da lâret eo n'o deus ket klasket gouiet penaos e vez distaget an anvioù-se e galleg ar vro e-raok gober an enrolladennoù ! N'eo ket forzh a labour ag o ferzh !
Kontant e vehen oc'hpenn-se, èl rezon, ma vehe lâret an anvioù e brezhoneg, ar pezh ne vehe ket forzh diaes d'ober a-fed teknik. Met m'o deus poan dija é toujiñ doc'h distagadur an anvioù e galleg, c'hwi a c'hell ijiniñ ar boan a lakaont da implij ar brezhoneg en trenioù !
Met an traoù-se a c'hell chañj ma kasomp hor soñj dezhe, pas ?

Toutes les notes