10/10/2009
an turko
Arru eo termen an c'hwibed bras. E galleg e vez lâret "cousins" anezhe (perak 'ta, just-awalc'h ? n'em eus ket c'hoazh biskoazh klasket pelloc'h...), pe e galleg ar skiantourion, "tipules" (perak 'ta arre ? tipula e euskareg a dalv "ognon" met d'am soñj n'eus tra ebet da welet; aaaaah... iceberg ar yezhoù !). Ar loened patoù hir-se a vez gwelet pa vez prantadoù dous, mouest, d'an dilost-hañv. Bale a raont èl-se, patek, diampart, botezek evel ma vez lâret c'hoazh, e-mesk ar geot hag ar louzaou. Ar loened diahel-se a vez debret d'ur yoc'h loened arall, ken dinoaz ha ken aes da dapout evel mand int ! Ar c'hizhier da skouer, ar c'hevnid, an evned... Boued marc'hadmat ! Kavout a raont amzer da goublaat ur sort (gwelet a reer unanennoù èl-se stag-mat an eil doc'h an eil gile) ha d'ober uioù, rak stank e chomont er vro. Ma ne farian ket e vez lâret "turko" ag o freñved, preñved gris ha tev a vez kavet edan an douar. Debriñ a raont gwriziad hag ar beizanted ne vourront ket kaer anezhe. Perak "turko" c'hoazh ? Aze c'hoazh hag arre, respont ebet n'em eus ket (met marse c'hwi ? un dra da welet get ar ger "turc" ??). Touenn.
Bep blez e ma lakaont da brederiiñ ur sort. Penaos e ra ar loened-se er bed, petra a santont en o c'halon, ker bresk evel mand int ?

Un c'hwibedenn vras; e familh an diptered eo, ha gwelet a reer spis: div askell hepken, hag ar re divaskell arall a zo edan stumm seurtoù bazhoulennoù, pe bizhier taboulin; servij a raont, a-hervez, da gempoueziñ an nijadennoù.

Preñved "turko".
19:41 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : tipule, turko, c'hwibed, diptered, diptères








