07/09/2008
Frazennoù 9
Mall eo astenn un tamm ar soubenn (danvez a chom c'hoazh !)
81 - « Kentéh ma oén achiù get… » idem
Kentizh ma oan achu get…
Dès que j'ai eu fini de…
82 - « mont war an dewezh » Assimil
Mont àr an devezh
Partir faire sa journée (en parlant d'un journalier)
83 - « petra e zegoéhas get Adam hag Ev diarben ou diaboeisans ? » Katechim Guened
Petra a zegouezhas get Adam hag Ev diàr-benn o diaboeisañs ?
Diàr-benn o diaboeisañs: suite à leur déobéissance
84 - « Hemañ eo ar henta dezañ da vervel » Eur chupenn marhadmat P.J.H.
Hemañ eo ar c’hentañ dezhañ da vervel
Celui-ci est le premier à mourir
85 - « Ur c’hrass eo din »= « kavout a ran grass » Assimil
Ur c’hras eo din = kavout a ran gras
Ça m’aide beaucoup
86 - « N’eo ket un avañs ober… » idem
N’eo ket un avañs ober…
Ca n’avance pas à grand-chose de faire…
87 - « Emsavoc’h eo din ober … » idem
Emsavoc’h eo din ober…
Il vaut mieux pour moi que je fasse…
88 - « Sell, pegen fichet out gant da zilhad » idem
Sell, pegen fichet out gant da zilhad
Regarde comment tu es fagoté !
Tennet 'm eus an 89 hag an 90 rak ma ne ouien ket mui petra a dalvent !
91 - « N’on ket ewid ma mamm da gaoseal brezhoneg » idem
N’on ket evit ma mamm da gaozeal brezhoneg
Ma mamm a gomz gwell evidin-me
92 - « …e vez ar re-mañ pelloc’h eget ar baotred o wiskañ o dilhad » idem
…e vez ar re-mañ pelloc’h eget ar baotred o wiskañ o dilhad
Lakaat a raont muioc’h a amzer
93 - « Bourrañ a ran o pourmen » idem
Bourrañ a ran o pourmen
Plij a ra din pourmen
94 - « Neuze eo kenkoulz deomp debriñ diouzhtu. » idem
Neuze eo kenkoulz deomp debriñ diouzhtu
Autant (pour nous) manger tout de suite
95 - « Aet eo ar c’hrampouezh tout ! » idem
Aet eo ar c’hrampouezh tout !
Tout ar c’hamprouezh zo bet debret (sellet plas « tout »)
96 - « Peogwir eo ken brav all an amzer ha … » idem
Peogwir eo ken brav all an amzer ha …
Un tamm: “peogwir eo ken brav an amzer ouzhpenn-se…"
97 - « Ne baden ket gant ar blijadur war an draezhenn » idem
Ne baden ket gant ar blijadur war an draezhenn
Plijadur vras am boa
98 - « én hou é lakan akerh me honfians » Gramm . Le Goff-Guillevic
Ennoñ e lakaan a-kerzh ma c’hoñfiañs
Ma c’hoñfiañs penn-dre-benn
99 - « é hér ar (goulenneu arall) » idem
Eh eer àr (goulennoù arall)
On passe à d’autres questions
100 - « un dalvedigeh hemb som » Katechim Gueneg
Un dalvedigezh hep somm
Un dalvedigezh bras-meurbet, divuzul
11:15 Publié dans Frazennoù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : frazennoù, brezhoneg, deskiñ, yezh, breton
12/06/2008
Frazennoù 6
Setu arru bremañ ur c'hargad arall; ma klikit er golonenn a-gleiz àr ar ger Frazennoù ho po tout ar frazennoù skrivet betek bremañ.
51 - « a pe vou en treu sen é tereu donet, … » idem
a pa vo an traoù-se é teraou donet
quand ces chose-là commenceront à venir, à arriver
52 - « en drebad ma oé Annas ha Kaïf belean vras » idem
an drebad ma oa Annas ha Kaïf belean vras
an drebad ma + verb: à la période où…
53 - « én é dreu éma deit hag é dud n’ou des ket ean degemeret. » idem
en e draoù emañ daet hag e dud n'o deus ket eñ degemeret
donet en e draoù: venir chez les siens, dans son endroit de naissance
54 - « Ne lammé ket ag en tanpl, hag hi e chervijé Doué » idem
ne lamme ket ag an templ, ha hi a servije Doue
elle ne quittait jamais le temple
55 - « dégaset kemen dein » idem
degasit kemenn din
faites-le moi savoir
56 - « él ma oé en akoursans » idem
èl ma oa an akoursañs
comme c'était la coutume
57 - « perak ha es té groeit elsé doh emb ? » idem
perak ac'h eus te graet èl-se doc'homp ?
pourquoi tu t'es comporté ainsi envers nous ?
58 - « Groeit rah er péh e larou d’oh » idem
grait razh ar pezh a lâro deoc'h
amañ "razh" zo implijet èl e galleg
59 - « deur troeit de huin » idem
Dour troet da win
Eau transformée en vin
60 - « Er bihannañ rah é ag en ol hadeu . » idem
ar bihannañ razh eo ag an holl hadoù
C'est la plus petite de toutes les semences
10:47 Publié dans Frazennoù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : yezh, brezhoneg, deskiñ, phrase, frazenn
06/06/2008
Frazennoù 5
Setu ar bempvet lodenn neuze...
41 - « geti é hé un troh tud a gér . » idem
geti eh ae un troc'h tud a gêr
un troc'h tud: ur bern tud
42 - « en hani e oé marù e saùas ar é gañ-azé » idem
An hani a oa marv a savas àr e gañvaze
Sevel àr e gañvaze: se mettre assis lorsqu'on est allongé
43 - « mar da un azen … ha koéh ér puns » idem
Mar da un azen…. Ha kouezh er puñs
S'il advient à un âne de tomber dans le puits
44 - « ol a gement e gaveet, galùet ind d’er fest. » idem
Holl a gement a gavehet, galvit int d'ar fest
Tous ceux que vous trouverez, invitez-les à la noce
45 - « bout es paut a ré galùet, mes bihan a ré choéjet » idem
Bout eh eus paot a re galvet, mes bihan a re choazet
Paot a +anv liester: beaucoup de; bihan a +anv liester: peu de
46 - « deit é hoskor én arben dehou … » idem
Daet e c'hoskor en arbenn dehoñ
E c'hoskor: ses serviteurs (fari ? e goskor kentoc'h ?)
47 - «…de laret er gevel é oé guelleit d’é vab .» idem
Da lâret ar gevell e oa gwellaet d'e vab
Pour annoncer la nouvelle que son fils était guéri
48 - « lakeit em es kuit a ol te zelé » idem
Lakaet em eus kuit a oll ta zle
Lakaat kuit a zle unan bennak: libérer quelqu'un de sa dette
49 - « ur ioh tud é kas safar » idem
ur yoc'h tud é kas safar
kas safar: faire du boucan
50 - « Mes abenkaer arlerh… » idem
mes a-benn-kaer arlerc'h…
mais immédiatement après
Betek ar c'hentañ !
08:56 Publié dans Frazennoù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : frazennoù, brezhoneg, deskiñ, yezh, breton
26/05/2008
Frazennoù 3
Setu neuze an deirvet lodenn: atav traoù da zeskiñ, ha dalbezh ar gwir da lâret ho soñj pe da gemenn din pa welit ur fari bennak, pe c'hoazh ma faot deoc'h komz ag ar pezh ho poa klevet pe lennet, c'hwi.
Setu:
20 - « Kerhet, rah dré er bed » idem
Kerzhit, razh dre ar bed
Allez dans le monde entier (sellit plas ar ger « razh »)
21 - « dakor testoni », « dakor inour » idem
daskor testoni, daskor enor
rendre témoignage, rendre honneur (levezon ar galleg ?)
22 - « disket ind de viret kement tra rah em es gourhemennet d’oh » idem
deskit int da viret kement tra razh am eus gourc’hemennet deoc’h
deskit int da ober : apprenez leur à faire (ha pas deskit dezhe ober) kement tra razh = kement tra (evit poueziñ)
23 - « … ha béh ar en dud de zont abarh » idem
ha bec’h àr an dud da zont a-barzh
bec’h àr an dud da + vb : c’était la ruée pour + vb
24 - « tud é kargein ar Jezuz eit kleuet … » idem
tud é kargiñ àr Jezuz evit klevet…
des gens se massaient autour de Jésus pour entendre…
25 - « diù vag évoret ranj d’en aud » idem
div vag eoret rañj d’an aod
evoret (ancré, au mouillage) : ar V zo etimologel ? ; deux barques au mouillage le long ( ?) de la côte
26 - « a ziar er vag, ean e bredegé d’er bobl » idem
a-ziàr ar vag, eñ a bredege d’ar bobl
a-ziàr ar vag : depuis la barque
27 - « diar hou komz, é han de … » idem
diàr ho komz, eh an da…
diàr ho komz : sur la foi de vos paroles / suivant ce que vous m’avez conseillé
28 - « … é kuitant rah hag é hant ar é lerh . » idem
e kuitont razh hag eh aont àr e lerc’h
ils quittent tout
29 - « pe gasi te brov de dal en autér, … » idem
pa gasi ta brov da dal an aoter…
quand tu enverras ton offrande à l’autel (mais sans toucher l’autel)
30 - « chetu ind tri dé zou é terhel mat dein … » idem
setu int tri deiz zo é terc’hel mat din
les voici depuis trois jours qui ne me lâchent plus
11:05 Publié dans Frazennoù | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note | Tags : yezh, brezhoneg, deskiñ, phrase, frazenn







