10/03/2009

Donaw

Diàr atiz ur c'hamarad din em eus prenet ur levr en ur stal levrioù kozh. Pa lâran diàr e atiz, chañs am eus bet kavout ar levr-se e-mod-se pas pell goude bout klevet komz anezhoñ. Peseurt levr enta ? "Donaw", skrivet get Iwan Tangi. Iwan Tangi zo un anv-pluenn rak anavout a reer aes a-walc'h piv eo ar skrivagnour gwir. Ur levr berr a-walc'h, kontiñ a ra istoer ur mignoniezh yaouankiz hag a dro emberr da garantez; goude e tro ar vuhez hag ar garantez-se a ya diàr wel, traoù arall a gemer he flas... Ugent vlez goude e klask ar skrivagnour monet àr roudoù ar garantez-se. Penaos e troio an traoù ? Ma c'hamarad n'en deus ket lâret gaouier din. Skrivet brav eo ar levr-mañ. Ur yezh c'hwek, skrivet get ampartiz hag àr-un-dro tost doc'h pinvidigezhioù yezh an dud. Kavet em eus a-barzh gerioù pe troiennoù n'em boa kavet betek bremañ nemet e begoù an dud, ar pezh a ziskouez emañ bet an aozer en o mesk pasapl, da gomz gete.

Tremen a ra lod-kaer ag an istor e bro-Alamagn, àr vord an Donaw (Danube); deskrivet pervezh eo get ar skrivagnour ar santimantoù en deus hed-ha-hed e droiad kentañ hag e eil troiad e bro Alamagn. An amzer é tremen, personelezh an dud, skeud ar marv spurmantet a-ziabell, ar pobloù disheñvel ha ken tost àr-un-dro... Razh an traoù-se a gomz eñ anezhe get gerioù hag o deus ma zouchet.

Moarvat eo bet bevet an traoù-se get ar skrivagnour, pas tout marse met pasapl.

Ar levr a zo bet embannet get Skol Vreizh, hag aliiñ a ran deoc'h er lenn, rak talvout a ra ar boan.

Setu ar golo anezhoñ:

donaw.jpg