12/02/2009

5 kwizz

Den ebet n'en deus ket kredet respont d'ar c'hwizzoù betek bremañ, mes ne vern, pennek on, ha tolpiñ a ran er pennad-mañ ar 5 kwizz kentañ (diàr geriadur Ernault); 2 zo bet kaset deoc'h c'hoazh ma 'm eus soñj mat. Ur gwiskamant nevez o deus rak koulz pe diwezhat e vo posupl d'an dud c'hoari gete e sal ar gerlenn Sten-Kidna en Alre.

Live5 kwizz 1Ernault.doc

Live5 kwizz 2 Ernault.doc

Live5 kwizz 3 Ernault.doc

Live5 kwizz 4 Ernault.doc

Live5 kwizz 5 Ernault.doc

03/02/2009

Tamm kwizz 3

Ma faot deoc'h derc'hel da zeskiñ gerioù nevez e kinnigan deoc'h un tamm kwizz en-dro; deoc'h-c'hwi da c'hoari, met evit ar respontoù e c'helloc'h pe goulenn genin pe neuze klask er geriadur ho kunan, ar pezh a zo hiroc'h doc'h un tu mes a gas muioc'h a zeskamant doc'h an tu arall...

QCM ag ar marv 3.doc

15/01/2009

tamm kwizz 2

Ma !! N'em eus ket bet c'hoazh respont ebet geneoc'h a-ziàr an test bihan àr-dro gerioù un tammig dibaot e geriadur Ernault. Gwir eo n'eo ket gwall aes ar goulennoù, met petra a barra doc'hoc'h a c'hoari ?

Mat e vehe sevel kwizzoù evit pep live, gwir eo; ha re seurt-se a gaver àr lec'hienn DAO, un nebeut anezhe.

Met da c'hortoz ar pezh zo prest genin a zo c'hoazh ar memes seurt kwizz. Neuze e kinnigan deoc'h unan arall seurt get an hani kentañ.

Deoc'h-c'hwi da glask bremañ !

QCM ag ar marv 2.doc

18/12/2008

Tamm kwizz 1

Ma faot deoc'h c'hoari ha deskiñ gerioù, setu ur c'hwizz evidoc'h; ret eo din lâret da gentañ eo ur c'hwizz diaes hennezh... ma faot deoc'h gouiet ho notenn, kasit ho respontoù din, pe klaskit e geriadur Ernault, lodenn Le Goff; razh ar goulennoù-mañ a zo tennet avaze.

QCM 1.doc

06/06/2008

Astenn da c'heriadur Ernault

N'eus ket forzh pell zo e komzen deoc'h amañ, hep bout resis-bras, ag ur levr tev un tamm, ker un tamm, mes ker stank an titouroù a-barzh ma talv ar boan bout prenet, moian a vez da skouer gober boutin evit preniñ unan. Setu amañ ar fichennoù evit ar re o deus c'hoant da breniñ an dra-se:

4ef9eb6f7463fb1236da0d49a315042a.jpg

ha

608acdc6467c8dbb95fbedc56b6caa06.jpg


Supplément Ernault.jpg


Supplément Ernault verso.jpg

mui ur follenn get tout ar pezh a zo moian kavout get an ti Skol:

Skol2008.pdf