31/03/2009
Bourboutenn varv hag eur an hañv II
Ma, setu me e-kostez an aod a-benn ar fin; un tamm droch en em santan bout aet pell get an oto, pa vehe bet moaien bale tostoc'h... an evned a zo kaoz marse ? Ar santimant displijus am eus e vez afer pasapl ag an oto evit bout àr ar "spotoù" ha gwelet traoù !
Aze a-fed evned n'em eus ket gwelet kalz ur sort. Un herlegon bihan e dilhad hañv get ar chup hir, 6 gouelan bras (goéland marin), daou anezhe a seblant ur c'houblad, un devedig kabell du é kaniñ, ar puiged chip-chap ivez, a bep tu........ euh...... beñ pas muioc'h !
Un tamm plantenn a welan, d'am soñj eo aes da ouiet petra eo, n'eus ket kalz a vehe hañval, met... ne zan ket da benn a lakaat un anv àr ar boketoù violet-se get 6 petalenn a za a-rez an douar sablek, get del àr an hir hag a dro un tamm evel spiralennoù. Me 'ouio...
Hag ur vourboutenn varv, du get ur penn-ardreñv ruz-flamm. Ur bam pa vez sellet a dost. Goude bout klasket -- na bout e vez diaes bout sur kant dre gant get an amprevaned -- e kavan eo moarvat ur vamm Bombus lapidarius, bourboutenn ar vein. Sañsemant an tad en deus un tamm melen àr e vruched. Penaos eo marv ? Kerzhit da ouiet !
Diaes eo diforc'h ar bourbouted etreze hep gellet o derc'hel en dorn hag hiniv em eus profitet.
Er fin e oa dija 5 eur 30 ha santet em eus em boa abuzet edan an heol, krediñ a raen e oa koursoc'h, gast a eur nevez !!!

Ur vamm "bourboutenn ar vein", evel an hani am eus gwelet hiniv.
Koukoug erbet a-du-rall !!
19:06 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : bourboutenn, eur, aod, gouelan
War roudoù ar goukoug
Setu chañjet an eur arre; e-pad ur sizhuniad c'hoazh e vimp un tamm kollet ha skuizh moarvat; met un dra ma lak diaes dreist-holl get ar chañjamantoù-eur. A-c'houde miz Genver eh oc'h kustum da welet an heol é c'hounid àr an teñvalded, d'an noz, da vintin, ha hervez ar pezh a rit d'an eurioù-se e c'hellit heuliiñ red ar blez, a-vuzul. Lakaomp: bremañ, d'an eur ma yan da breniñ ma bara e welan an heol, ha pemzektez zo c'hoazh ne welen ket. Pa vez aet da labourat ivez e vez santet ar c'hemm-se a dammig da dammig. Hag en un taol e vez, d'an noz dreist-holl, lakaet an dud da bas en ur prantad arall. Bremañ e welan an heol pell d'an noz. Etre ar sadorn hag ar sul e vez lakaet ur chañjamant bras, pa n'eus nemet un dra hag a zalc'h da chañj tamm ha tamm. Ha ne gredan ket forzh e lak an dra-se an dud da stagiñ muioc'h doc'h o endro.
Ma !
Kredapl, a-du-rall, eh in d'ober un tamm tro er-maez hiniv dre mand eo brav an amzer ha ma 'm bo un tamm frankiz da vonet. Hiniv eo ma fal klevet ar goukoug; tud zo o deus hi klevet an deizioù-mañ...

08:35 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : koukoug, heol, kan, eur








