04/02/2009
Puig chip-chap ha luc'hed
Setu hiniv ma tarzh ar gurun àr an Oriant ha ma vez gwelet luc'hed en oabl. Setu amañ un dra ha ne vez ket gwelet lies er gêr-se ! Taer a-walc'h an traoù, tredan en amzer ken na dregerne... d'ur momant zo on chomet da sellet èl ma raen pa oan yaouankoc'h (hag èl ma tlehen gober seul gwezh, ken dibaot èl mand eo an arnañv dre amañ !), ha gwelet em eus ar pezh a anvomp get ma breur "ur grafism", da lâret eo e weler splann stumm ar luc'hedenn. Ar pezh a vez atav un dudi evit an daoulagad. Heuliiñ ha klask divinout e-menn e tay ar luc'hedenn da heul àr-wel a zo plijus ivez.
Un herradig goude, ha sioulaet an traoù. Ur puig chip-chap eo (pouillot véloce) a welan é vonet hed-ha-hed ar vur izel; taol-ha-taol e vez é pigosat traoù munut ne welan ket. Ur wezh arru tost d'an ti e ra an hent en tu gin, atav a-hed ar vur... hag atav e kav boued, ar bouc'h !! Hennezh a zo ur loen hag a zebr amprevaned, anstu, d'ar liesañ, hag a-gaoz d'an dra-se eo anvet "véloce" e galleg" rak plaen e vez é fichal àr glask preizhoù munut, e barroù ar gwez d'ar liesañ. Gwelet dre-mañ d'ar goañv. Tuchant e vo klevet arre e gan, "Tchip tchap", e lein ar gwez pin da skouer. E genderv, ar "pouillot fitis" (anv e brezhoneg ?) a dremen ar goañv er broioù tomm, eñ. Gwall zisheñvel eo e gan. Diaes int da ziforc'h dre welet avat, àr-bouez o favioù, du get ar "puig chip-chap", ha sklaer get e genderv. Amañ em eus gwelet e oa teñval e bavioù rak ma ne welen anezhe dirak an douar noazh.
setu neuze ur foto ag an evn munut-se (unan e-touezh ar re vihanañ a fehe bout kavet dre amañ):

Ankouaet em eus lâret e ta anv skiantel ar gener "pouillot", "phylloscopus" ag ar gresianeg, get "phyllo" èl e chlorophylle (an del) ha "scopus" evel e "microscope" (sellet): ar re a vez plaen é sellet e-mesk an del ! Hag é klask o boued...
18:25 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : phylloscopus, pouillot, puig, evn, oiseau, bird, vögel
09/01/2009
Torrig-kenaou
Troioù 11 eur eo ha skornet eo c'hoazh e pep lec'h edan ar gwez, rev gwenn strewet àr an douar; tommet oc'h un disterañ get terennoù an heol met kentizh ma yit er waskedenn e vez sklaset ho izili arre; er gwez pupli e klevan evned bras èl mouilc'hi hag a ra "trrrrr !" "trrrrr !"; moarvat eo c'hoazh taraskled, èl ma 'm boa gwelet ur wezh er memes gwez, sot mand int get an uhelvarr; a-hent-arall, kudoned, brini, pintiged, un torig-ruz bennak, ur laouenan... ha daou dorrig-kenaou (pe "pokerig-kraoñ", rak kraoñ ha kenaou a zo ur seurt !); evned get livoù ruz-orañjez (tor) ha glas (kein); ur c'houplad ? Ar re-se a vev er gwez hag a grap enne èl ma karont, gouiet a raont diskenn o fenn a-benn d'an dias a-hed troñjenn ur wezenn !
Marse emaint é klask dija e-menn e vo o neizh ? Un tamm abred !! O neizh, un toull spêg bet strizhaet dezhe dre lakaat ur meskaj pri en toull, ken e chom en achuamant un toullig ront hepken.

Un torrig-kenaou, Sittelle torchepot, Sitta europea; o c'hriadenn a vez lies ur seurt "Tuituit !" dassonus ha splann.
12:07 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Sittelle, torrig-kenaou, Sitta europea, evn, skorn, rev, taraskl
29/12/2008
Baou
Ar gourhent. Hiniv c'hoazh n'on ket bet kalz er-maez. Sellet a ran doc'h stummoù ar gwez ha derc'hel a ran get an aridennad am boa kroget dec'h: neuze gwez bezv, haleg, derv eo a welan dreist-holl. Hag ivez pin an arvor (ur yoc'h) ha pin ar c'hoadoù (un nebeut). Gwez pupli bet plantet get an dud, pupli du, stumm "Itali", sonn èl ur piler, peotramant ar re arall, a vez plantet evit ar c'hoad, hag a vez lies uhelvarr enne. Spesadoù arall, bet plantet, ha ne ouian ket anv ebet dezhe... en un taol, en ur wezenn, setu un evn-preizh un tamm bras, liv kistin d'e gorf ! Tost a-walc'h on evit gwelet mat e fas hag ar pigos a gavan melen. Ur vaou eo, a zo amañ àr api, da c'hortoz gwelet ur preizh bennak é tremen, meitave e vehe é tiskuizhiñ ? pe é tiazeziñ e goan ?
Ur vaou eo. Arabat eo gober goap, met n'eus ket kalz a evned-preizh am eus bet tro da welet er vro amañ: ar vaou, ar falc'hun logotaer, ar "busard des roseaux" (amañ n'on ket evit lâret e anv e brezhoneg, ma levrioù n'int ket genin)... ar falc'hun pirc'hirin (faucon pèlerin); chañs bras am eus bet gwelet ar loen meurdezus-se en Oriant ar goañv 2006-2007... ar "balbuzard" ivez, mes ar blez-mañ hepken; ha setu tout evned-preizh an deiz am eus gwelet betek bremañ er vro ! Lod arall ivez, mes n'on ket peursur ag o spesad.
Ma ! E-mod-se mañ.

Ur falc'hun pirc'hirin
21:46 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : falc'hun, baou, vaou, evn, preizh, gwez
12/12/2008
Yenion an Azvent
Setu me c'hoazh é ober un troiad e kornad ar pennigoù-glaou du; div zo hiniv. Klask a ran teurel meiz d'o c'han ha d'o c'hriadennoù. Gwezh-a-vez, na bout ne welit netra nevez, e tapit traoù memestra evel-se.
An amzer zo gris, brumennek, yen. Mogedennoù an tier en em vesk get aezhennoù mouest an achuamant-mintin. Mouget e seblant bout an trouzioù.
Ur vran a laosk ur gnaouenn-gall da gouezh ag ur wezenn-sipres, ar pezh a ra trouz. Ur gnaouenn-gall ! E gwirionez e kavan re arall pelloc'h; moarvat eh eus ur wezenn knaou-gall en amen.
Soñj em eus bout gwelet ur vran èl-se ivez, àr doenn ur gourmac'had. Nijal a rae un tamm, leuskel a rae un dra da gouezh. Sur a-walc'h e oa diaes da dorriñ rak he gwelet em boa é klask estroc'h evit ur wezh da heul.
Un evn arall a ra pasaplik an dra-se get ar maligorned: ar savelleg. N'ouian ket a-benn ar fin m'o laosk da gouezh, met atav e implij an tammoù mein a gav evit torriñ pokoù ar maligorned hag o debriñ.
Adwelet em eus an devediged kabell du; ha c'hoazh ur wezh klasket anavout mat o son.
Tamm-ha-tamm èl-se e ta an traoù ennoc'h hag un deiz bennak e servij deoc'h... pe ne ra ket.
Leuskel a ran geneoc'h bremañ ur skeudenn moualc'h. Rak gwelet em eus del sec'h é vouljal. Soñjet em eus: ur voualc'h peurchañs; rak lies an trouzioù del sec'h a glevit er c'hoadoù a vez graet get mouilc'hi. Fourbouchat a raont èl-se, àr-glask o boued edan ar gwiskad del marv.
Hag ur voualc'h eo am eus gwelet neuze é tec'hel kuit.

Un tad moualc'h.
12:00 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : moualc'h, merle, evn








