13/02/2009
Anvioù evned e brezhoneg
Setu amañ ur listennad anvioù evned (hogozik razh ar re a c'heller gwelet e Breizh) bet lakaet o anvioù e brezhoneg diàr labour bras Pêrig Herbert (repoz dezhoñ) hag e genlabourerion. Hag anvioù e yezhoù arall oc'hpenn ! Ur labour, me 'gav genin, a dalvoudegezh. A-dra-sur o deus krouet lod ag ar gerioù , met atav goude bout studiet an anvioù lâret get an dud er vro, ha lakaet an anvioù-se pa oa anezhe ha pa oant poellek. Anvioù zo a oa diaes gouiet a beseurt evn e raent dave, neuze o deus graet choazoù. Ar pezh hon eus amañ a zo seurtoù anvioù "standart" , get sinifiañs ar ger standart a gaver ivez en ornitologiezh e galleg, da lâret eo anvioù spesadoù resis a vo komprenet doc'htu en un diviz etre daou ornitologour brezhonegour a beseurt evn zo kaoz. Evel ma vez graet get an anvioù skiantel (anvioù latin) etre daou ornitologour ha ne gomzont ket ar memes yezh ha n'int ket evit en em gompren.
An dra am eus graet oc'hpenn a zo bet lakaat ar gerioù am eus klevet e bro an Alre; lakaet em eus "E bro an Alre" met moarvat e vezont implijet pellikoc'h. Hag a-dra-sur e vank traoù. A-du-rall em eus lakaet evit tout an anvioù ma vehe marse ad-stummoù aesoc'h da gompren get tud Gwened Uhel lakaomp... met en ur c'hoarn ar stummoù choazet, kalz-pe-bihan.
N'ho pet ket aon kas ho soñj din hag anvioù oc'hpenn m'ho peus klevet.
Mersi d'ar re o doa kaset ar fichennaoueg din get ar listennad-mañ.
anvioù evned e brzhg.xls
10:17 Publié dans Natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : evned, herbert, anv, brezhoneg, laboused
27/12/2008
Kwizzoù natur
Hiniv e oa yen-bras an amzer, ha n'em eus ket lakaet ma zreid da vonet er-maez... setu e vo, evit ar wezh kentañ, un notenn diàr-benn... ur lec'hienn internet, mes unan hag a c'hell sikour ar paour-keizh tud ha nend aont ket lies a-walc'h er-maez da wellaat o anaoudegezh ag an evned, anvet eo biofotoquiz http://www.biofotoquiz.ch/biofotoquiz/index.php, ha reiñ a ra tu deoc'h da welet ha gouest e vehec'h da anavout, àr an tach, un evn pe ur blantenn. Kwizzoù, liveoù disheñvel a zo, ha diàr-benn strolladoù evned pe plant resis ma faot deoc'h. Talvout a ra ar boan gober se ur wezh an amzer !
18:32 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : biofotoquiz, kwizz, loened, evned, plant








