16/05/2009
Fest-noz en ti-gar
Dait holl da goroll da di-gar an Alre ! A-benn d'an 29 ag ar miz-mañ e vo ur fest-noz eno, aozet get ar gevredigezh Ai'ta hag a ra oberennoù e-mesk an dud evit tostaat kalonoù an dud doc'h ar brezhoneg ha goulenn e vehe muioc'h a blas d'ar yezh er vuhez publik.
Gwell eo diskoueziñ ar skritell deoc'h e plas skriv traoù hir !

19:43 Publié dans Stajoù,abadennoù... e brzhg | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : an alre, ai'ta, fest-noz, dañs, danser, koroll, brezhoneg, breton, gare
05/03/2009
An tan en dañsourion
Moarvat eh eus kant tra pouezusoc'h d'ober evit reiñ deoc'h da dañva ur filmig bet kavet àr Internet, met d'an niver a vegon a zo en tamm sonerezh-mañ e kavan e talv ar boan ho lakaat - ma faot deoc'h koll 3 munutenn ag ho amzer - da selaou ha da sellet doc'h an enrolladenn-mañ bet tapet e-kerzh ar fest-noz vrudet a vez bep blez e Roazhon, an hani anvet "Yaouank", ha karg a dud er sal !!
Amañ emañ an daou vreur Guichen é kas a-barzh, ha seblant a ra e oant motivet-mat an noz-se (e miz kalañv-goañv tremenet) ! O daou, an tenneris du àr-dreñv dezhe, hag ur mor a dud é tañsal dirak. Plijout a ra dezhe gwelet an dud é huchal er sal hag é kemer plijadur, an dra-se a ro tan oc'hpenn d'o moteur !
Degas a ra soñj din, o un tammig zo bremañ, da geñver ur fest en enor d'ar strollad Carré Manchot. Sonet o doa pas pell amzer, un hanter-euriad bennak etre daou strollad (ar strollad da heul a oa doc'h en em gempenn àr-dreñv an tenneris, memes sistem evel get Yaouank), ha boutet o doa an tan en dañserion , nag o doa !!!
http://blogs.letelegramme.com/admin/posts/post.php?blog_i...
Plij a ra din dreist-holl goude 1 vunutenn, aze e welit kendonioù souezhus get ar gitar ha, dreist-holl, seblant vat, emaint é hejal o daou benn ! Hag huchadennoù damglevet er sal...
14:34 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : guichen, fest-noz
01/07/2007
Plantec (2)
Setu bremañ ur bladenn nevez-flamm é tonet, an hani on-me é selaou en ur skriv ar pennad-mañ; atav du, èl ar pladennoù arall, ha dilhad izili ar strollad pa vezont àr ar leurenn. Unan nevez c'hoazh: ur c'haner, ha telennour oc'hpenn. Hag a-du-rall, ar soner biniou en deus em lakaet da soniñ fleüt ivez, ha neuze uillean-pipe. Ar soner bombard a son ivez get ar shenai, hennañ a zo ur vombard a vro India. Muioc'h a c'hitar tredan a zo c'hoazh. Plas ar brezhoneg a zo ur bochad brasoc'h evit ma oa àr ar bladenn kent – lojik eo, savet o doa un ton anvet "Ya d'ar brezhoneg !" un tammig zo – en arbenn ma vez sonet a veg e brezhoneg get ar paotr; mes ivez peogwir n'eus nemet brezhoneg àr golo ar bladenn ! Ne gredan ket e paray doc'h tud ha n'int ket brezhonegerion a breniñ ar CD; graet e vez an dra-se hep diaezamant get pladennoù e saozneg.
Ar golo n'eus ket kalz a dra skrivet àrnoñ a-du-rall; skeudenn ebet ag ar sonerion da skouer. Ur fari a zo àr gein ar bladenn a-fed niverennoù ar sonennoù; ur souezh pe ker lies e arru traoù seurt-se get ar pladennoù dre vras, hiniv an deiz !
Nag ar sonerezh, bremañ ? An notennoù kentañ a zo liv Nirvana àrne, hañval genin, get gitar tredan ponner. A-hent-arall, diàr glevet ar bladenn en he fezh ar wezh kentañ, e oan bet dipitet a-walc'h: n'em eus ket adkavet ar memes son, nag ar memes ijin en tonioù; me 'grede bout klevet dija traoù seurt-se get strolladoù èl Alan Stivell pe re arall hag a glask soniñ "modern", lec'h ma vez kollet nerzh an tonioù e-mesk ar c'hempennadurioù pe ar mekanikoù. Ar c'han en deus ur plas bras, hag a lak ar benveger arall un tamm en ardreñv, evit er servij; bouezh ar c'haner n'heller ket lâret penaos emañ ur vouezh dispar kement-se.
Goude bout selaouet ur wezh kentañ e oa ur soñj é torimellat e ma fenn: "Perak em boa prenet ar bladenn-se get kement a herr ?"
E berr gerioù, ar pezh a oa "tonioù" e-raok a zo daet da vout "sonennoù"… ha gwezh-a-vez e vez tapet tonioù hengounel, ar pezh ne veze ket graet gete e-raok. Selaouet 'm eus en-dro neoazh, get an c'hoant monet pelloc'h evit am soñj kentañ, an dipitadenn gentañ. Hag a-benn ar fin, em eus selaouet estroc'h evit ur wezh zokenik ! Penaos 'ta ? Be zo un dra bennak er feson da gempenn an tonioù hag a stag doc'h ho skouarn, hag a chom en ho penn goude bout lazhet ar lenner CDioù. Ur wezh lakaet an dañs a-gostez, ha pellaet ar soñj "n'em bo ket plijadur é tañsal àr draoù seurt-se" a-zoc'hin, e laoskan ma fenn da vout kaset get houlenn an tonioù. Lod anezhe zo melkoni enne, splann eo, ar pezh a c'hell bout ur souezh pa soñjer n'eo ket gwall gozh sonerion ar strollad.
Ur bladenn a-feson da selaou neuze ur seurt; esperañs em eus neoazh e adkavin tonioù arall (an ton bourre nevez, an ton hanter-dro nevez, ha kement tra zo…) ar strollad Plantec àr leurennoù ar festoù-noz c'hoazh hag en-dro, da lakaat an dud da huchal en dañs; afer hon eus a donioù nerzhus er festoù-noz !
10:00 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sonerezh, fest-noz, musique, Plantec








