02/05/2009
Follezh
Ur soñj é tonet din èl-se, moarvat em eus eñ lennet en un tu bennak c'hoazh !
Foll an neb n'eo ket foll
Fur an neb n'eo ket fur
Fou celui qui n'est pas fou
Sage celui qui n'est pas sage
rak gwir eo ne vez ket graet kalz a dra talvoudus er bed hep ma vehe diàr follezh ur momand bennak...
Ha d'an tu arall, da ziwall a zo ! Hiniv-an-deiz (met marse e ya an traoù da chañj ?) eo trawalc'h d'un dra bout foll ha dic'hortoz evit plijout d'an dud... Ha neoazh e-leizh a draoù foll savet diàr fantazi unan bennak o deus rediet, evit o lakaat da wir, an dud da zistruj an natur, pe da fondiñ traoù talvoudus !
Tout an traoù talvoudus o deus un tamm follezh en un tu bennak enne.
Met razh an traoù o deus ur lodenn a follezh enne n'int ket talvoudus evit kement-se !!
18:28 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note | Tags : soñj, filozofiezh
24/03/2009
doereioù ag ar gwez
Setu me é vale, ha gwelet a ran emañ ar lod brasañ ag ar spesadoù gwez é tispak o del; ar wezh-mañ em eus notennet an deizioù en ur c'harned hag aesoc'h e vo derc'hel soñj ar blez-mañ a za. Ar spesadoù a zihun ar sizhun-mañ zo: ar skav-gwrac'h sikomor, an tilh, ar c'histin-spagn, ar fav-put (kroget e-raok), ar spern-gwenn, an drez...
Gwelet a ran ivez eo kazi achu get bisigoù an haleg, ha dont a ra del da gemer plas ar bleuñv er spern-du. Kreskiñ a ra ar frouezh en oulm du, ha n'eo ket c'hoazh daet an del enne.
Drol eo, an holl draoù-se zo normal, met pa weler ar chañjemantoù-mañ e komprener eo dija achu an nevez-amzer kentañ. N'eus ket afer a vout é sellet pervezh doc'h an natur evit merzout penaos fonnapl e tremen an amzer, droug ha fach geneomp; met marse e laka splannoc'h an dra-se gwezh-a-vez, pas ?
Un dra c'hoazh a-ziàr ar mod da sellet. Tuchant e oan é sellet doc'h ur bitadig douar graet get un amprevan bennak, marse ur werenennig. Krog on da c'hortoz; komañs a ran kompren e c'hell padout pell. Soñjal a ran e razh an traoù am eus d'ober (ha skriv ar pennad-mañ ne oa ket en o mesk) ha diviz a ran monet kuit. Ha neoazh, den ne c'hello lemel genin ar gredenn e oa a-bouez-bras sellet doc'h natur an amprevan en doa graet an traoù. E gwirionez, er prantad ma vevomp hiniv-an-deiz e vezomp techet lies da glask titouroù a eil dorn, gouiet a raomp mat monet da glask er levrioù, àr ar web, met talvoudegezh un dra bet arvestet doc'hti ho unan kaer a zo bras !... na bout nend a ket ker fonnapl, a-dra-sur. Setu me neuze é kuitaat an toullig; traoù arall am eus gwelet àr an hent, bremañ emañ ret din achu get ma fennad ha tremen da draoù arall... "Le principe de réalité" a vez graet ag an dra-se e galleg, an dra-sen eo ?
Frouezh an oulm du; n'eo ket c'hoazh arru an del enne, ar liv glas zo liv ar frouezh.
17:37 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, del, delioù, filozofiezh
24/02/2009
Bev hiniv, marv arc'hoazh
Kas a ran deoc'h un notennig àr un droienn forzh brav am eus desket em bro, e-kostez Pleuwigner da skouer: "Bev hiniv, marv arc'hoazh"
Ur gentel filozofiezh un tamm kriz, met geti braventez ar wirionez; ar pezh a gavan brav dreist-holl eo ar feson mand eo renket ar soniadoù a-barzh... pa vez distaget e ra "Biù hiniù, marù arhoah". A fed ar vogalennoù e kaver i, i, i / a, a, a hag a-fed hanter-gensonennoù e kaver ar "ù" teir gwezh, ha peder gwezh ma asantomp lakaat a-barzh ar son e-raok an a diwezhañ e "arc'hoazh"
Na pezh ur barzhoniezh !
Setu, un den pa glev an dra-se evit ar wezh kentañ a zo merket get ar pezh a dalv, met an traoù-se a za aesoc'h en e spered en arbenn ag ar sonioù souezhus-se.
Bihan ar frazenn, met un trezol deomp-ni ur sort !!
08:42 Publié dans Brezhoneg c'hwek | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : brezhoneg, filozofiezh, barzhoniezh
10/01/2009
Gwez 9

IMG_2084.JPG
Evel pa vehe an droñjenn doc'h en em harpiñ àr greiz ar wezenn, koad marv tout. Hañval e vehe eh eus daoulagad d'ar wezenn-se ouzhpenn, brogoù int, bet kollet gete ar c'hlor hag ar galon.
Petra en doa graet d'ar wezenn-se diskouez he c'hreiz marv e-giz-se ? Er prad-se, bet gwelet getoñ pardonioù a vlez da vlez a-c'houde un hir a amzer, petra o deus gwelet an daou lagad koad-se ?
Met iskis e seblant deoc'h an daoulagad-se just a-walc'h, get liv ar souezh àrne... seblant a ra ar wezenn bout daet ag ur blanedenn arall.
Hag ar goulenn a za da vout: peseurt goulennoù dic'hortoz ha bet chomet kuzhet a-c'houde an tazoù ennoc'h a sav ar skeudenn-se, en un taol ?
En em santout a rit kablus dirak ar wezenn-se hag he dremm bugel paour ha goursot... Peseurt karez a bouez àrnoc'h ?
19:50 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, sell, daoulagad, filozofiezh, arz, pardon, goulenn
19/06/2008
Gwezenn 7

Ur steudad platan eo, netra suroc'h. Bet plantet an holl àr-un-dro un deiz bennak. C'hoarezed marse, bet hadet ar memes deiz er bopineg. Pe c'hoazh zoken, kloned èl mand eo ar pupli Itali, holl vreudeur klonet anezhe !
Skeudenn dristik un niver bras a draoù hañval, tristoc'h c'hoazh en arbenn mand int boudoù bev. Ha neoazh, pa seller mat, ha pa vehe an hevelep jenoù gete holl, ha tost-mat o lec'hioù-beviñ dezhe, marse n'eo ket ken hañval-se o buhezioù ? Etre ur blatanenn hag un all amañ, eh eus moarvat diforc'hioù hervez ar plas o deus gounezet a-hed ar blezioù get o barroù. Moarvat zo lod en o mesk hag a dap muioc'h a heol evit ar re all, hag a guzh marse an heol doc'h re arall, tammigoù. Darvoudoù ar vuhez o deus, marse, merket diforc'hioù etreze ? Lakaomp e vehe bet skoet unan d'ur gamion, ha drailhet he c'hlor. Pe unan arall a vehe bet diholpet fall, ken na oa bet gwanaet... Mes ar brasañ diforc'hioù a vo kavet, peurchañs, edan an douar, e-kuzh d'an holl. Pe re a zo strommet get tuellennoù é tremen edan dezhe ? Pe re a vez legeannet o gwriziad get re ar brousgwez a weler e-talde ? Pe re a zo plaset mat e-keñver an dour a zever en douar goude ur gaouad fall-amzer ? Un den a c'hell bout ur sant ag an dra-se é sellet a dostoc'h doc'h o yec'hed, braventez o fennad del. Ar pezh ne raimp ket amañ. C'hoant am boa just ho lakaat da soñjal e c'heller kavout an dishañvalded lec'h ma ne seblanta ket bout. Evit pleustriñ àr an dra-se, ur boelladenn evideoc'h. Kerzhit betek ar renkad gwez tostañ doc'h ho ti; pupli, pin, platan, skav-gwrac'h, ne vern. Roit un anv da bep unan anezhe, ha klaskit e-pad un herrad, ur miziad lakaomp, derc'hel soñj ag o anvioù, ha sellet doc'hte dre unanennoù, get he fenn dezhi, he buhez dezhi. Peseurt efed a c'hell disoc'h ag ur sort amprou ? Ne ouian ket fasipl, mes peurchañs ne selloc'h ket mui er memp mod penn-dre-benn doc'h ar gwez goude. Na marse zoken doc'h an dud, piv a oar ?
Evit sellet doc'h ur skeudenn brasoc'h ha bravoc'h:
Steudad platan en Oriant.jpg
10:50 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres, filozofiezh, philosophie, platan








