13/06/2009
Genitrix
Genitrix: an neizhour, pa oan é klask kousket hep donet da benn doc'htu, setu me é tapout krog en ul levr em boa prenet n'eus ket forzh pell zo. Genitrix, skrivet get François Mauriac. Pa oan er skol, en eilvet klas ma ne farian ket, hor boa studiet Thérèse Desqueyroux hag al levr-se en doa plijet din, an istor vantrus-se a gont Mauriac a-barzh a zo lec'hiet e koadoù al Lanas, "les Landes" e galleg, e-tal Bordèu/Bourdel/Bordeaux. Petra en doa plijet din resis, ne ouian ket, sur a-walc'h ar feson ma skriv an den, get skeudennoù taer, ar feson ma ya don e kevrin ar vuhez, hag ar feson ma liv an natur tro-dro, "lo pinhadar" (la pinède) dreist-holl. Oc'hpenn-se on tremenet estroc'h evit ur wezh e Bourdel hag ur liamm tanav zo en em grouet etre ar gêr vras-se ha me. Bourdel zo e tachad an okitaneg oc'hpenn. Setu neuze ma 'm eus lennet an hanter kentañ ag al levr an neizhour, hag an hanter arall ar mintin-mañ. Gwir eo n'eo ket gwall dev al levr, ar pennadoù zo berr hag etre pep chapitr eh eus div bajenn wenn. Istor un den hanter-c'hant vlez eo, e vaouez yaouank a zo edan mervel pas pell goude o eured, e vamm zo atav ken aketus é ober àr e dro-eñ, doc'h er gwarantiñ doc'h kement tra a c'hellehe er pellaat a-zoc'hti. Soñjoù an den, e vamm, a chañj goude marv ar vaouez yaouank, hag heuliet e vez ar chañjamantoù-se e bed kloz o zi bras, ur sort maner, hag o zachenn. Ur liamm hepken doc'h ar vuhez tro-dro (rak liv ar marv zo hed-ha-hed ar romant), doc'h ar vro en diavaez: ar vatezh, hag a gomz "patois" èl ma lâr Mauriac, da lâret eo okitaneg ar gwaskogn. E fin ar romantig en he gweler é tegemer he faotr bihan hag é ober kentelioù katechim dezhoñ. El levr ne glever nemet ur wezh an amzer komz ag ar "patois", un nebeud frazennoù hepken. Lâret e vez ag an haroz "en dehe karzet deskiñ ar patoes". Met ar pezhig a oar, en implij a ra evit lâret "Anet 'b en !" d'ar vatezh ha d'he familh, da lâret eo "Skarzhit kuit !" Drol eo, dre ar romant, a-dreñv, evel un dra kuzhet, ul liv tanav met pouezus er romant, setu ur yezh hag ar gevredigezh ma vev ar yezh enni. Hag a-c'houde ma 'm eus desket tammigoù okitaneg e santan gwell an traoù-se c'hoazh, hag e soñjan: an den-se, Mauriac, sur a-walc'h e ouie an okitaneg; ha p'en dehe skrivet e okitaneg ? Ne vehe ket bet trezolioù a lennegezh getoñ ? Met n'en deus ket graet. Ul liv en e romantoù, tra ken. Evit ur bern tud, ar yezhoù "rannvroel" a zo èl-se, ul liv evit bravaat ar vro, met tra ebet muioc'h. Ha neoazh, pa vehe just evit gouarn al liv-se hepken, hor behe afer a zeskiñ ar yezhoù-se, a ledanaat o brud hag o implij er vuhez dre vras. Un dra n'eo ket bet komprenet get kalz a dud, a gredan.Hag anat deoc'h n'eo ket gouarn ul liv hepken a faot deomp-ni avat.
E fin al levr, just er fin, e weler ar vatezh kozh é tostaat en-dro dezhoñ. Ha klask a ray tostaat doc'h ar vaouez-se hag he yezh ?
Ya, ul levr du met plijus da lenn, ma santer a-dreñv korf bras ar yezh oc é veviñ.
09:25 Publié dans levrioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : françois mauriac, génitrix, occitan, patois








