01/03/2009
Gouelan pavioù melen
A-c'houde bout skrivet an notenn em eus bet tro da gomz get daou zen, unan dre bostel hag an all en gwir ag ar gouelan am boa gwelet. Luzietoc'h an traoù evit ma kreden. Gouiet em eus e oa daou dra posupl: bout zo ar gwir "gouelan gris ag ar c'hreisteiz" (goéland leucophée), heñvel un tamm doc'h ar goelan gris (goéland argenté) met get pavioù melen ha diforc'hioù arall èl liv teñvaloc'h ar c'hein, tro ar lagad rusoc'h, un dra àr ar pigos... Ha bout zo ivez gouelani gris -ni (goéland argenté enta) met get pavioù melen e plas pavioù roz èl kustum ! Hag evit ma vo libouretoc'h an traoù c'hoazh, ar re-se zo anvet gwezhavez "leucophée" get an dud e galleg, na bout n'int ket gwir "leucophée" !
Ma, diaes e vo din lâret petra am boa gwelet an deiz-se e Plañvour. Ne vo ket james gouiet. Petra a faot deoc'h !... Dalc'homp da vout kurius ha da ziwall, ar wezh kentañ e vo gwell !
21:04 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gouelan, larus, goéland, an oriant, lorient
26/01/2009
Rumex sanguineus + gouelan V
E tan en-dro a welet "louzaou ar gwazhiad ruz", hag ar wezh tremenet em boa skrivet penaos ne ouien ket etre "Rumex sanguineus" ha "Rumex conglomeratus" peseurt hani choaz. Hama, bremañ on sur, "Rumex sanguineus" eo, hag a-benn ar fin e kouch mat doc'h an anv brezhoneg. An hani arall a-benn ar fin, ne ouian ket ma vez gwelet nervennoù ruz doc'hti èl-se...
Penaos em eus gouiet ? Gwelet em eus barroù sec'h, frouezh doc'hte. Ha doc'h ar frouezh e oa bep a voull vihan (granig / granule e galleg). Tri c'hostez zo da bep frouezhenn, ha n'eus ket nemet unan hag a zoug ur granig.
Er spesad arall, avat, eh eus tri granig, unan doc'h pep kostez...
Kontant on bout gouiet. Ne lârehen ket e sailhan get ar joa met brav eo donet da benn a ouiet seurt traoù, get sikour frouezh munut. Hag èl-se e ouiin gwell o diforc'h ar wezh-mañ 'za.
Soñjal a ran un tamm: en despet ma vez plijus d'ar liesañ em deurel da studi an natur, traoù kaer a vez gwelet lies, ne vez ket atav stag ar blijadur doc'h an traoù-se... Seul vuiañ ma anavit a spesadoù, seul vuiañ e voc'h trist mard eus unan anezhe é vonet da get. Get ar yezhoù emañ ur seurt. Pa zeskit yezhoù "bihan" e voc'h muioc'h e riskl a vout gwasket get o flanedenn. Ha memes tra c'hoazh get ar gerioù e diabarzh ur yezh ! Pa ouiit brasted un trezol e vezit teneroc'h goude pa ya traoù zo àr vihannaat. Evit kement tra zo eo gwir an dra-se, gwir eo...
Setu frouezh "Rumex sanguineus", tostik-tra èl m'o gweler an deizioù-mañ:

rumex sanguineus.jpg
Evit achu ma fennad hiniv eh an da reiñ deoc'h ur foto bennak ag ar gouelani bet gwelet disadorn, bet tapet get ar fotografour e oan en em gavet getoñ er porzh:
goeland-blanc-1945.jpg
goeland-blanc-1962.jpg

Evel ma welit n'eus ket tamm du ebet doc'h pennoù an divaskell èl m'o deus "ar gouelani-ni"
13:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gouelan gwenn, rumex sanguineus, goéland, oseille, triñchin, trechon, larus glaucoides
23/01/2009
gouelan arc'hlas III
Setu arre doareioù ag ar gouelan arc'hlas am eus gwelet en Oriant. Unan bennak zo daet da benn a dapout e borteled ha setu !

pe... GAAB an Oriant.jpg
Eya, eñ eo !! (an hani a zo a-gleiz èl rezon !)
Da geñveriiñ get ar skeudenn am boa tapet àr ar genrouedad evit diskouez deoc'h ar pezh am boa gwelet. N'eo ket re bell !

17:45 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gouelan, larus, goéland, an Oriant, Lorient
22/01/2009
ar gouelan II
Kas a ran doareioù deoc'h a ma gouelan e porzh-pesketa an Oriant; n'on ket daet en-dro eno c'hoazh, met unan arall a zo bet, en deus eñ gwelet; seblant a ra bout ur "gouelan arc'hlas" gwir ! Edan berr em bo ur foto bennak getoñ hag e kasin deoc'h, nepas ur foto tennet ag ar genrouedad met unan ag ar gouelan-se fasipl neuze !
Hennezh 'deus gwelet ur gouelan arall ag ar memes spesad eno, mes unan daet da vout bras (ha neuze gwenn-kann ?) ha n'eo ket ag ar memes gouenn tre.
Disadorn e yin en-dro du-hont ha marse e welin ar re-se arre.
Get an taolioù avelaj tremenet ha da zonet an deizioù-mañ e vo, èl kustum, evned dibaot àr an aodoù. Ar re-se a vez gwallgaset get an avel foll ha kaset a-enep d'o bolantez pell a-zoc'h o zachadoù orin (Groenland da skouer evit "ma" gouelan); lod hag a dremen o amzer en donvor a vez gwelet neuze er porzhioù evit ur wezh, é klask repu neuze hag é tiskuizhiñ.
11:35 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gouelan, larus, goéland, an Oriant, Lorient








