31/03/2009

Bourboutenn varv hag eur an hañv II


Ma, setu me e-kostez an aod a-benn ar fin; un tamm droch en em santan bout aet pell get an oto, pa vehe bet moaien bale tostoc'h... an evned a zo kaoz marse ? Ar santimant displijus am eus e vez afer pasapl ag an oto evit bout àr ar "spotoù" ha gwelet traoù !
Aze a-fed evned n'em eus ket gwelet kalz ur sort. Un herlegon bihan e dilhad hañv get ar chup hir, 6 gouelan bras (goéland marin), daou anezhe a seblant ur c'houblad, un devedig kabell du é kaniñ, ar puiged chip-chap ivez, a bep tu........ euh...... beñ pas muioc'h !

Un tamm plantenn a welan, d'am soñj eo aes da ouiet petra eo, n'eus ket kalz a vehe hañval, met... ne zan ket da benn a lakaat un anv àr ar boketoù violet-se get 6 petalenn a za a-rez an douar sablek, get del àr an hir hag a dro un tamm evel spiralennoù. Me 'ouio...

Hag ur vourboutenn varv, du get ur penn-ardreñv ruz-flamm. Ur bam pa vez sellet a dost. Goude bout klasket -- na bout e vez diaes bout sur kant dre gant get an amprevaned -- e kavan eo moarvat ur vamm Bombus lapidarius, bourboutenn ar vein. Sañsemant an tad en deus un tamm melen àr e vruched. Penaos eo marv ? Kerzhit da ouiet !
Diaes eo diforc'h ar bourbouted etreze hep gellet o derc'hel en dorn hag hiniv em eus profitet.

Er fin e oa dija 5 eur 30 ha santet em eus em boa abuzet edan an heol, krediñ a raen e oa koursoc'h, gast a eur nevez !!!

Bombus lapidarius.jpg

Ur vamm "bourboutenn ar vein", evel an hani am eus gwelet hiniv.

Koukoug erbet a-du-rall !!

01/03/2009

Gouelan pavioù melen


A-c'houde bout skrivet an notenn em eus bet tro da gomz get daou zen, unan dre bostel hag an all en gwir ag ar gouelan am boa gwelet. Luzietoc'h an traoù evit ma kreden. Gouiet em eus e oa daou dra posupl: bout zo ar gwir "gouelan gris ag ar c'hreisteiz" (goéland leucophée), heñvel un tamm doc'h ar goelan gris (goéland argenté) met get pavioù melen ha diforc'hioù arall èl liv teñvaloc'h ar c'hein, tro ar lagad rusoc'h, un dra àr ar pigos... Ha bout zo ivez gouelani gris -ni (goéland argenté enta) met get pavioù melen e plas pavioù roz èl kustum ! Hag evit ma vo libouretoc'h an traoù c'hoazh, ar re-se zo anvet gwezhavez "leucophée" get an dud e galleg, na bout n'int ket gwir "leucophée" !

Ma, diaes e vo din lâret petra am boa gwelet an deiz-se e Plañvour. Ne vo ket james gouiet. Petra a faot deoc'h !... Dalc'homp da vout kurius ha da ziwall, ar wezh kentañ e vo gwell !

26/02/2009

Trist an tre !

Hiniv em eus bet an tu d'en em gavout e-tal ar mor, da eur an tre... komañs a ran kompren (met difonn on !) n'eo ket an tre ar momant gwellañ evit gwelet evned-mor !

Kroget em eus get tadorned: o gwelet a raen a-ziàr lein met pa oan tostaet, a-dreist d'ar lec'hideg, e oant aet kuit !

Memp traoù un tamm goude get gouelani bet gwelet ag an tevenn. Ledan oa an draezhenn ha pa 'm eus klasket tostaat o deus ma gwelet ha setu int é nijal kuit ! Pa vehe bet lan ar mor e vehe bet ret dezhe chom tostoc'h doc'h an tevenn ha gellet em behe sellet doc'hte, kuzhet e-mesk geot an tevenn... Hama, brav oa ur sort, get heol brumennek ar mintin ! Met yen ha-razh, me 'lâr deoc'h !!

tadorn roueel.jpg

Un tadorn roueel... é nijal kuit ! (tadorne de Belon)

24/01/2009

Gouelani gwenn (arre)

Setu me arre e porzh an Oriant hiniv. Kavout a ran ur fotografour, krediñ a raen e oa un den sot get an evned met ne oa ket. Komz a ran getoñ ag ar gouelani arc'hlas, ha setu ma tifoup unan anezhe, hag an eil prestik goude, en oabl ! Bravet un abadenn, o gwelet èl-se e plaviñ, é puniñ en oabl glas, an heol doc'h o lakaat da vout kazi gwenn-kann !
Ha setu eñ é tapout fotoioù... peurchañs e vo kaset din un nebeudig anezhe, ha moaien vo diskouez deoc'h...
Gwezh-a-vez... ur bam d'ar pezh a c'hell degouezh... !!

A-du-rall e oa (peurchañs) ur "mouette tridactyle", unan get pavioù du ha begoù an divaskell du (hep tamm gwenn ebet) met n'on ket peursur, ar wezh kentañ din gwelet unan. Ar re-se a vev kentoc'h en donvor; gober a raont o neizhioù en tornaodoù, er Gerveur da skouer, met ne vezont ket gwelet kazi james é vale àr hon aodoù.

23/01/2009

gouelan arc'hlas III

Setu arre doareioù ag ar gouelan arc'hlas am eus gwelet en Oriant. Unan bennak zo daet da benn a dapout e borteled ha setu !

ea2d769297325e84d3ebd1e4be85b751.jpg

pe... GAAB an Oriant.jpg
Eya, eñ eo !! (an hani a zo a-gleiz èl rezon !)

Da geñveriiñ get ar skeudenn am boa tapet àr ar genrouedad evit diskouez deoc'h ar pezh am boa gwelet. N'eo ket re bell !

e82cde06e3feb642cee86e5565648511.jpg
pe... GAAB.jpg

22/01/2009

ar gouelan II

Kas a ran doareioù deoc'h a ma gouelan e porzh-pesketa an Oriant; n'on ket daet en-dro eno c'hoazh, met unan arall a zo bet, en deus eñ gwelet; seblant a ra bout ur "gouelan arc'hlas" gwir ! Edan berr em bo ur foto bennak getoñ hag e kasin deoc'h, nepas ur foto tennet ag ar genrouedad met unan ag ar gouelan-se fasipl neuze !
Hennezh 'deus gwelet ur gouelan arall ag ar memes spesad eno, mes unan daet da vout bras (ha neuze gwenn-kann ?) ha n'eo ket ag ar memes gouenn tre.

Disadorn e yin en-dro du-hont ha marse e welin ar re-se arre.

Get an taolioù avelaj tremenet ha da zonet an deizioù-mañ e vo, èl kustum, evned dibaot àr an aodoù. Ar re-se a vez gwallgaset get an avel foll ha kaset a-enep d'o bolantez pell a-zoc'h o zachadoù orin (Groenland da skouer evit "ma" gouelan); lod hag a dremen o amzer en donvor a vez gwelet neuze er porzhioù evit ur wezh, é klask repu neuze hag é tiskuizhiñ.