26/01/2009
Rumex sanguineus + gouelan V
E tan en-dro a welet "louzaou ar gwazhiad ruz", hag ar wezh tremenet em boa skrivet penaos ne ouien ket etre "Rumex sanguineus" ha "Rumex conglomeratus" peseurt hani choaz. Hama, bremañ on sur, "Rumex sanguineus" eo, hag a-benn ar fin e kouch mat doc'h an anv brezhoneg. An hani arall a-benn ar fin, ne ouian ket ma vez gwelet nervennoù ruz doc'hti èl-se...
Penaos em eus gouiet ? Gwelet em eus barroù sec'h, frouezh doc'hte. Ha doc'h ar frouezh e oa bep a voull vihan (granig / granule e galleg). Tri c'hostez zo da bep frouezhenn, ha n'eus ket nemet unan hag a zoug ur granig.
Er spesad arall, avat, eh eus tri granig, unan doc'h pep kostez...
Kontant on bout gouiet. Ne lârehen ket e sailhan get ar joa met brav eo donet da benn a ouiet seurt traoù, get sikour frouezh munut. Hag èl-se e ouiin gwell o diforc'h ar wezh-mañ 'za.
Soñjal a ran un tamm: en despet ma vez plijus d'ar liesañ em deurel da studi an natur, traoù kaer a vez gwelet lies, ne vez ket atav stag ar blijadur doc'h an traoù-se... Seul vuiañ ma anavit a spesadoù, seul vuiañ e voc'h trist mard eus unan anezhe é vonet da get. Get ar yezhoù emañ ur seurt. Pa zeskit yezhoù "bihan" e voc'h muioc'h e riskl a vout gwasket get o flanedenn. Ha memes tra c'hoazh get ar gerioù e diabarzh ur yezh ! Pa ouiit brasted un trezol e vezit teneroc'h goude pa ya traoù zo àr vihannaat. Evit kement tra zo eo gwir an dra-se, gwir eo...
Setu frouezh "Rumex sanguineus", tostik-tra èl m'o gweler an deizioù-mañ:

rumex sanguineus.jpg
Evit achu ma fennad hiniv eh an da reiñ deoc'h ur foto bennak ag ar gouelani bet gwelet disadorn, bet tapet get ar fotografour e oan en em gavet getoñ er porzh:
goeland-blanc-1945.jpg
goeland-blanc-1962.jpg

Evel ma welit n'eus ket tamm du ebet doc'h pennoù an divaskell èl m'o deus "ar gouelani-ni"
13:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gouelan gwenn, rumex sanguineus, goéland, oseille, triñchin, trechon, larus glaucoides








