28/10/2008

div valafenn àr ar grienn

Maezoù. Trawalc'h a wez evit ma vehe kredet, a bell, penaos er vro n'eus nemet koadoùier; ar pezh a faot. A dostoc'h, trawalc'h a barkoùier evit ma vehe posubl bamiñ dirak ar gwez. Ar pezh a faot ! Marse n'on ket neptu amañ rak en ur vro seurt-se em eus bevet e-pad pell. An digoradur-mañ a oa just evit lâret eo an dra-se en deus ma merket da gentañ-penn hiniv: braventez an enderv-mañ, kogus foeñvet, kumulonimbusoù bihan, mes amzer dizolo d'al liesañ. Sklaerdaer an heol àr del liesliv ar gwez, gwagennerezh ar maezoù diblaen. Pa arruan e welan, pell, ur vaou barret àr ar fun tredan. Tuchant pa achuin ma zroiad e vo c'hoazh dre aze, mes ne dizho ket din ket he gwelet a dostoc'h.
Ar pep bravañ hiniv marse: àr ar grienn, ur gwiskad del kistin edan an heol. Lod kaer a loenedigoù, kelion ha gwespedigoù dreist-holl, é heoliata. Ha bremañ, un c'hoari get div valafenn. C'hoari etreze, pozet, unan a nij kuit, an arall a nij àr he lec'h. Ha c'hoari genin. Chom a ran get pasianted, betek ma c'hellin sellet spis doc'hte ha bout sur; ya, er spesad "Tircis" int, "Pararge aegeria" o anv skiantel. N'int ket dibaot, ha soñj bet bout gwelet seurt balafenned c'hoazh. Mes plijus eo klask ha kavout identelezh ur valafenn. Spi am eus e ouiin o anv hep levr ebet ar wezh kentañ. A-hent-arall, un droiad àr glask tokoù-touseg. Mes ar wezh-mañ, n'eus ket kalz. Ur gazeg-koad, get an heol àr-dreñv ne ouian ket hag ur vamm pe un tad eo, mes terennoù an heol a c'hoari get pluñv ruz he foull-kil ha n'eo ket vil tamm ebet.
Un tamm pelloc'h, goude bout gwelet ur yoc'h pintinged en un dervenn, setu kelion a bep seurt àr ur bod iliav e bleuñv (rak d'an dilost-hañv e vez an iliav e bleuñv). Lod anezhe, get liv rous doc'h o divgazal, a glaskan o anv, mes ne zan ket da benn. Ur barrad grizilh. Sellet a ran get kuriusted doc'h ar mod ma tistav ar re-mañ ar grizilh. Ul lodenn vat anezhe a ya àr ar peul tredan a-us, hag a c'hortoz èl-se. Tremen a raont etre an tammoù grizilh, hervez ! Evel honnezh hag a zalc'h da zastum nektar e-kerzh ar barrad... Gwelet a ran un dra am boa merzet e-raok c'hoazh: stumm ur gonenn zo d'an tammoù grizilh, n'on ket evit displegiñ ar perak. Klaskomp ? An tammoù bras a gouezh e-pad ar barradoù àrnev spontus (ne vez ket forzh lies anezhe dre-mañ) a zo boulloù, mes pas ar re-mañ. Re vihan int ha marse pa gouezhont e plata an tu d'an dias, a-gaoz da avel ar gouezhadenn ? Mes an dra-se a dalvehe ne cheñch ket tu ar c'hrizilhenn hed-ha-hed an diskenn... diaes da grediñ ur seurt.
War an hent trema an oto en-dro, setu er fozell, un troad Galeopsis (Galeopsis tetrahit, kazi sur), a c'heller lâret "Kaktus europa" anezhe, rak pikoù zo doc'htoñ ha chom a raont en ho kroc'hen ma ne ziwallit ket; boketoù ruz-roz dezhe a-du-rall, e familh ar bent int. Ur blantenn arall ag an hevelep familh pelloc'h: Stachys arvensis, get o gran pevar ha pevar, get o boketoù tolpet tro-ha-tro d'ar gorzenn. Gwelet e vezont e pep lec'h er vro, mes pas kel lies-se pa soñjan ervat, ha kontant on.
Krediñ a ran gwelet ur speg du é tec'hout du-hont, redek a ran, mes re ziwezhat. Ne ouiin ket ma oa an dra-se pe pas.
E-raok monet kuit e verzan, tostik edan an oto, un tok-touseg, èlkent ! Ur rusulenn eo, get he zroad kalet evel un tamm kleiz. Get he laonennoù a santan evel lart edan ma bizied, ha n'en em zispennont ket, e ouian eo ur rusulenn "cyanoxantha", la russule charbonnière. Peogwir eo daet genin en oto e klaskin he debriñ henoazh pe àrc'hoazh.
Setu evit an droiad-mañ, noz vat deoc'h,

62be15cfc1b88ac4f88b7d721257e19a.jpg Un tircis.
2267c3ca4835c29506f2225d62ff361f.jpg Galeopsis tetrahit--------------->

082550f61e339e5589c691e53ff3e780.jpg
Ur gazeg-koad
ec0a311a057570a25e9a43c175eedfd7.jpg
Ur speg du (pic noir), marse eo unan seurt-se am boa spurmantet tuchant
d9398701571d0d1ee5023f03567859dd.jpg
Stachys arvensis