18/01/2009

houidi beg-loa

Setu ni neuze é ober tro stang an Ter etre an Oriant ha Plañvour; an amzer zo fresk un tamm, ur granig avel a c'hwezh hag a ra houlennoù àr lein an dour.

Evned eo a welomp dreist-holl, hag en o mesk, koupladoù, emañ termen ar parat é arru: ur c'houplad houidi beg-loa, get o beg heñvel doc'h ur loa ledan; un tachad rous brav àr gof an tad. Ur c'houplad arall, morilhoned penn ruz. Ur strollad morilhoned kabellek é tiskuizhiñ, àr an dour (17 etre tout, paotred ha merc'hed); morvrini, unan en o zouezh en deus un tarch gwenn hag a ziskouez eo unan e dilhad "eured" mard eo posupl lâret èl-se.
A-du-rall, lan a houidi-korz, goelaniged fas du... plomeriged rous ivez (grèbes castagneux), boulloù bihan dalbezh spluj-displuj anezhe ! Jualenned, ur gerc'heiz... hag er fin, un herlegon bihan a ziskouez deomp braventez velen e bavioù.

Setu evit hiniv ! N'eo ket fall ! Ne oa ket spesadoù dibaot marse met n'on ket me ur spesialist bras ha gwelet dreist-holl an houidi beg-loa a oa plijus. Ha brasaat a ra ar pezh a anavan a-ziàr prantadoù ar blead evit an houidi !

9a29cd6c55d8b7dc7a8079034c71d0eb.jpg

Ur c'houplad houidi beg-loa, canards souchets (Anas clypeata)
Canard souchet.jpg

10/01/2009

Vertuzioù 121 - 138

"Liv an dispi pa gavi, krouiñ a ri." Konor Botfawenn, ar Releg-Alre, XVIIIvet kantvlead.
Setu ur reolenn ha n'eo ket falloc'h evit un all a-benn ar fin.
Eh an d'he lakaat e pleustr bremañ. Afe, krouiñ n'eo ket penn-dre-benn, lakaat ar pezh a zo da vout klevet kentoc'h. Eh an d'ho lakaat neuze -- an neb a faot dezhoñ -- da heuliiñ un tamm pelloc'h roudoù ar bobl, dre hanterouriezh Pier er Go. Ar sonerezh, geo, zo bet krouet genin, met kamm e ta genin, en arbenn ag an amzer n'em eus ket da zeskiñ soniñ !

Setu neuze un aridennad arall e rummad ar vertuzioù. Grit ho mad anezhe !
Vertuzioù 121 - 138.mp3

A-fed notennoù natur, ne vo ket hiniv. O, tro am eus bet da welet meur a dra: houidi àr ar c'hler, gouelani àr ar c'hler en ur lec'h arall... ur seurt sourouc'han e-pad un interamant, un tamm liv rous doc'htoñ, mes n'eo ket ar c'houlz hag achapet en deus oc'hpenn, neuze... Ha setu !