23/04/2009

Ali baba c'hwerv

Ar ur blog èl-mañ e c'hellan reiñ deoc'h da glevet un ton marzhus ma troidell ar gitar-boud en-dro d'an akordeon, pe ar c'hontrel:
Trad irlandais evit ar blog.mp3
An dra-mañ n'eo ket pirataj met bruderezh !! Diwallit !

Gellet a ran lakaat fotoioù brav am eus bet graet (pas get ma benveg-me avat):

IMG_2024.JPG

Gellet a ran diskouez deoc'h fotoioù a flangenn Aran, get barzhonegoù e okitaneg ar flangenn-se ag ar Pireneioù... biskoazh bravoc'h !
http://talhdaran.blogspot.com/

Gellet a ran ho lakaat da vonet don e bed an amprevaned hag ar plant a vevont àrne:
http://demons-et-merveilles.club.fr/index.html

Gellet a ran diskouez deoc'h tud a bep sort é eskemm a-ziàr ar brezhoneg bev: http://bretonpopulaire.forumactif.com/forum.htm

Gellet a ran diskouez deoc'h eh eus moaien da lenn levrioù ha geriadurioù kozh a-ziàr a bep sort yezhoù, ken n'eus ket mui moaien da unan a faot dezhoñ deskiñ muioc'h ne vern pesort yezh lâret n'en deus kavet netra àr ar yezh-se ! http://www.lexilogos.com/breton_langue_dictionnaires.htm
(klikit àr dictionnaire evit ar yezhoù arall).

Gellet a ran diskouez deoc'h ur lec'hienn hag a sikour deoc'h da ouiet penn da istor an anvioù tud (pe da reiñ c'hoant d'er gober atav !):
http://www.geopatronyme.com/

Ha pasapl a draoù arall... Internet zo lan a draoù heugus, doñjerus, divalav-ki, dañjerus... met en o mesk e kaver perlezennoù get ur vraventez hep par. Hag e c'heller drezoñ tostaat, tañva, klask gouiet pelloc'h a-ziàr pasapl a draoù, monet e darempred, gwelet, klevet...

Perak bout c'hwerv enta, pand on un Ali Baba hag a c'hell tastornat e kement a vernioù aour ?

Chom dirak an urzhiataer ma fella a-zoc'h ar bed gwir, an dud, an natur, ar levrioù, santadurioù ar vuhez...
... met n'eo ket an dra-se ar gwashañ, rak ar pezh a welan àr ar skramm ma laka lies-mat da dostaat, ivez, doc'h ar bed hag an dud. An darempredoù am eus dre bostel a zo get tud gwir. Ar pezh a gasan àr ma blog a lak marse tud zo d'en em soñjal, da vout bamet get un dra vrav bennak... labour ur bloger a vez (ha ma c'hamarad Christian a oar gober an dra-se a-vod get Rezore), d'am soñj, diskouez traoù zo get ar biz, liammiñ traoù tapet a-gleiz hag a-zehoù, ha lakaat e soñj e kreiz, ha talvoudus eo ur sort. Sur, me 'gav domaj chom hep bale ha bout staget doc'h ma skramm betek re, met...

Ar pezh ma lak ar muiañ da vout c'hwerv eo ar pezh a c'houlenn tout an traoù-se get ar blanedenn. Komzet e vez a lakaat atav muioc'h a dud da implij an urzhiataer, da brofitiñ ag an traoù-se. Ar pezh a c'hell bout komprenet, justoc'h eo. Met an teknologiezhoù-se a c'houlenn kement a energiezh, hag ivez (ha dreist-holl) kement a zanvez get hor planedenn Douar ma ta da vout un dañjer eviti hag evit ar boudoù bev zo àrni. Er santiñ a ran en ur mod dispis, met eh on é lenn ur levr ha ma lakay marse da ouiet justoc'h a betra eh eus kaoz. Ar pezh zo sur, bep taol ma implijer teknologiezhoù uhel, nag èl e vehe evit tostaat kalonoù an dud doc'h an natur, doc'h ar yezhoù, doc'h ar re a ra traoù talvoudus, bep taol e fonder trezolioù mineral an Douar, e lonker e-leizh a energiezh. Evit klask an danvezioù a servij d'ober urzhiataerioù e vo distrujet moarvat c'hoazh muioc'h a dachadoù natur, lec'h ma vev, lies-mat, pobloù hag a oar, int, beviñ en ur mod padus.

C'hwi a lâro din e arruo marse "just" an dra-mañ "N'eus ket mui moaien gober urzhiataerezh dre ziover a zafar evit o sevel". Ya, met da c'hortoz, esperañs em eus ne vo ket distrujet re a draoù evit ma vimp (ni !) é implij tout ar braventezioù-se...

Ha ne gomzomp ket ag an amzer am eus paset (e plas gober traoù arall evel just) evit sevel ar pennad hir-spontus-mañ !!!