20/09/2009

Bezv bev

Un troc'h traoù a vehe da lâret àr ar miz-mañ a-fed natur (pe zoken a-fed traoù arall !); ur bern traoù a vehe da lâret a-ziàr ar bezv, met ne gomzin nemet ag un dra: setu ni arru er prantad ma strew ar bezv o had e pep lec'h. Daou spesad bezv a zo er vro (Betulus pubescens - brinsad blevek dezhe, el lec'hioù gleb e vevont kentoc'h - ha Betulus pendula - brinsad get pipioù gwenn dezhe) met er pennad-mañ e veskin an daou. Ya, o had a laoskont da vonet g'an avel, rak ar gwez-mañ a zo gwez "alouber"; o mod d'ober eo gounit tachenn èl-se, er lannegi, ar pradoù... e kement lec'h a zo e vezont lies ar gwez kentañ éc'h arru (get an derv, met ar re-se a vez sikouret get loened da strewiñ o frouezh !).

Ya, o had a zo traoù bihan gell, get divaskell tanav ha treuzwelus en-dro dezhe. E gwirionez, pa lâran "had", frouezh int stricto sensu, frouezh sec'h evel ar mez, "aken" a vez lâret anezhe. Nijal a raont pell èl-se hag ur blijadur dispis ha kejet get melkoniezh (met ur blijadur ur sort) eo o gwelet a-yoc'h er straedoù pe àr hentoù ar maezoù. En o mesk, ha marse muioc'h tost doc'h ar gwez bezv o-unan, e weler neoazh tammigoù traoù ker bras èlte, met gell-tout, hep divaskell treuzwelus; skant int. Penaos 'ta ? Er wezenn, d'an nevez-hañv, e welomp bisigoù a-spign, hir ha melen: ar bisigoù par. Ar bisigoù parez, berroc'h ha muioc'h en o sav, a zay goude ar frouezh. Ha penaos e vez gwarantet ar frouezh betek ma vint anve (anev, azv)  ? Get skant. Tout ar bisig, pa arru sec'h a-walc'h, a zo posupl dismantr get ar bizied, ha lakaet e vez èl-se ar frouezhigoù hag ar skant da nijal.

Setu ur frouezhenn, beajourez vihan Gwenholom ha Gouel-Mikêl. P'en em sil en ho kaier, en ho plev, en ho tilhad, àr ho urzhiataer, en ho lak da soñjal er gwez-bezv, gwez James Dean hag a voulj ur bochad ha ne vevont ket pell anezhe. Vad a ra din o gwelet.

hadenn bezv.jpg

Ha setu bremañ ur skantenn, kompagnunez ar frouezhenn, ha moaien a vehe lâret zoken "kulatorez an hadenn" peogwir e chom da warantiñ honnezh betek ma vehe prest da nijal.

 

skantenn bezv.JPG

Pa vez sellet dre an tu arall e seblant ar skantenn bout un evn get divaskell, ur sarpant-nij, peotramant pennad-blev ma breur pa ya fonnapl get e velo, ha pa chom gwarantet doc'h an avel ar blev a zo àr e boullkil.

Traoù tennet ag al lec'hienn http://www.plume-de-ville.fr/en_balcon_journal101.html

Un den a c'hell moarvat gober an diforc'h etre an daou spesad bezv ken 'met é sellet doc'h an had pe ar skant, ne ouian ket me gober, met ne vehe ket drouk deskiñ !

 

 

 

 

29/03/2009

Tamm Papir niverenn 15

atlas neige.JPG Erc'h àr an djebel Toubkal er Marok, foto tapet get Roland ha kaset din goude dezhoñ en devout reset... an Tamm Papir diwezhañ. Ya. Setu arru pemzekvet niverenn an Tamm Papir. An devezhioù a zo hiroc'h bremañ, klevet e vez an evned a bep tu, ar plantennoù é tispak o del pe o bleuñv... met un dra a vanke deoc'h. Bremañ e vo roet ho c'hoant deoc'h. Danvez 'po da lenn. En niverenn-mañ e vo... avañturioù ar c'hrog-istribilh, kaoz a vo a Sidoni, a bPompei... En em gavout a rit get Doue é tiskenn get ar skalier (kemerit un anti-histaminik ma ne ra ket vad deoc'h kroaziñ e hent) hag é stankiñ frioù an dud (un drol a Zoue enta !); sul zo hiniv, an deiz ma arru an Tamm Papir geneoc'h ar wezh-mañ, neuze...

Ma faot deoc'h resev an Tamm Papir hep tremen dre ar blog-mañ, gellet a rit atav lâret din.

N'omp ket c'hoazh arru get an niverenn 1000, met tostaat a raomp... àr hor goarigoù !!

Niverenn 15.doc