18/12/2008
Notenn dec'h: ar c'hannerezed gris
Ya, dec'h n'em eus ket bet kalz a amzer da vale, na da skriv un notenn; met gellout a ran komz ag ur seurt evned hag a vez gwelet memes e deizioù brumennek ha yen miz an azvent, betek àr parklec'hioù ar gourmarc'hadoù, pe er parkeier noazh, pell a zoc'h nep garzh.
Ar c'hannerezed gris eo. Klevet e vez o c'hriadennoù lies e-raok o gwelet; gwelet e vez o lostoù é hoskellat ingal gete. Gouiet a raont redek a-feson, ha gouiet a raont nijal, douariñ hag en em lakaat da redek, tre-g'an-hent.
Lod anezhe, é tonet a Vreizh-Veur, a zo du o c'hein. An is-spesad "Kannerez gris Yarrel" eo.
Setu ur foto a unan anezhe.

Foto tennet ag ul lec'hienn a vro Beljik http://environnement.wallonie.be/ong/refuges/index.htm
Kenitervezed o deus ar c'hannerezed gris: ar c'hannerezed-dour (hag a vev e-tal ar gwazhoùier hepken) hag ar c'hannerezed melen (hag a vev kentoc'h e-tal an dour ivez). An daou spesad-se o deus melen àr o c'horf, dreist-holl ar re ziwezhañ-mañ.
E galleg: kannerez c'hris zo bergeronnette grise
Kannerez dour: bergeronnette des ruisseaux
Kannerez velen: bergeronnette printanière
11:12 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (2) | Envoyer cette note | Tags : kannerez, bergeronnette, motacilla








