10/12/2007
Tamm Papir niverenn 8
Arru eo an Tamm Papir nevez àr ar blog-mañ ! Un digarez evidin da vrudiñ ar gazetennig, hag a zo kempennet get ur bare tud gredus, kuzh ha diglod !
Evel ma lâr ar c'hrennlavar
Ar soubenn a chom diglod
Betek ma vez tennet ar golo diàr ar pod
Paour-kaezh krennlavar, ma vehe bet anezhoñ e-raok, ne vehe ket bet ret din en ijiniñ !
Setu an niverenn: Niverenn 8.doc
Ma faot deoc'h resev doereioù pa arru an Tamm Papir nevez, kasit ho mail din dre ar c'hommentaire !
09:55 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Tamm Papir, kazetenn, journal, blog, soubenn, dicton
18/11/2007
Tamm Papir niverenn 6
Setu bremañ arru an termen da ginnig, dirak ho taoulagad, niverenn nevez-flamm an Tamm Papir !
Ennoñ e vo moian deoc'h dizoleiñ tout ar gizioù nevez a vBoston, New-York, Paris, Milan... nag ur chañs evidoc'h !
Niverenn 6.doc
10:42 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Tamm Papir, kazetenn, journal
03/11/2007
Tamm Papir niverenn 5
Setu arru niverenn 5 an Tamm Papir, deoc'h-c'hwi d'en dizoleiñ bremañ !
Niverenn 5.doc
12:02 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Tamm Papir, kazetenn, journal, gourmarc'had, guitare
28/09/2007
Tamm Papir niverenn 2
Setu bremañ arru en hor mesk niverenn 2 an Tamm Papir; enni e vo komzet a... kistin-spagn, taboulinoù, balafanned, ha ne ouian ket me petra razh...
Taolit ur sell a-barzh, moullit ma faot deoc'h, ha kasit d'ho mignoned ma kav geneoc'h e talv ar boan.
Da c'hortoz an niverenn 3 !
Niverenn_2.2.doc
09:00 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Tamm Papir, kazetenn, journal, kistin-spagn
17/09/2007
Tamm Papir niverenn 0
Setu !
Gellet 'm eus tapout ar gazetenn nevez ! Anvet eo "An Tamm Papir"; an niverenn 0 eo; krogiñ a ra dousig.
Kinnig a ran deoc'h teurel ur sell àrni (ha memp moulliñ, ma faot deoc'h) bremañ, en teuliad stag:
Niverenn_0.doc
10:10 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : poésie, barzhoniezh, kazetenn, journal







