20/04/2009

Kelion dirak ma botoù

An heol a zo é tommiñ an traoù, met a-dreuz ur sort burezh displann. Kentañ tra a welan pand an da zan ar gwez àr-dro kreisteiz hanter eo an teod-ejon evel ma lârer e Brec'h, an arom. Ar re-mañ a zispak o bokedoù iskis, ur vazh velen gronnet get ur sort koef glas, evel ur menestin parabolenn. Met pesort skinoù a resevont ?
An traoù a gresk a bep tu. Ar an hent e welan ur valafenn, ha nouspet kelionenn é heolata, é klask en em dommiñ.
Pav-bran é lugerniñ, bokedoù veronik (daou spesad d'ar bihannañ) é tiskouez lagadoù glas. Valerianella (mâche; "yalc'h an eskob" sañset), get bokedoùigoù glas é c'holoiñ tout ur c'hleuz; ret e vehe din klask o diforc'h resisoc'h.
An derv ar wezh-mañ zo a-zevri é tiskouez o del, o barroù nevez.
Ha ma levrioù-louzaouriezh a zo é huchal din donet d'o digor peotramant d'o lakaat da vale !!






30/01/2009

Ur bed hep amprevaned

Eh oan é tremen tuchant e-tal ur vur hag ur sell a daolen d'ar raden "Asplenium trichomanes"; e oan é soñjal er prantad skornet a oa bet e penn-kentañ ar blez hag a lak razh ar plant da gousket; aet ma soñj neuze àr an amprevaned. Ne welen ket hani; neoazh lies, a pa vehe e-kreiz ar goañv kalet, un enderviad heol a vez trawalc'h evit ma tisoc'ho un torad c'hwibed, un nebeut kelion bras... Ar re-se a varv an noz goude ?
Hiniv n'em eus ket gwelet anezhe rak ne oa ket un amzer evite peurchañs; met me zo en em dapet da soñjal: "A pa vehe kont èl-se a-hed ar blez ?" Kavout a rahen me mank d'an holl boudoù bihan-se, d'ar fiñvadennoù-se a bep tu. Hag e gwirionez, ur bochad bihannoc'h a amprevaned zo hiniv-an-deiz e-keñver e-raok, dre amañ, pas ? Evel rezon e vez diaes ar re-se da gontiñ, da vuzuliiñ resis ha dibaot int pe pas. Met get an niver a bestisidoù n'eus ket kalz a zouetañs: memes spesadoù boutin a za da vout diaesoc'h da dapout. Ar balafenned a veze gwelet liesoc'h e-raok. Hiniv-an-deiz, pa valeit àr ar maezoù e welit lies ar memes spesadoù balafenned, ret eo lâret...

Neuze, ar goañv didrouz a c'hellan añdur, rak ma ouian n'eo ket pell an amprevaned, é kousket emaint e kiz preñved, pe uioù, pe evit un nebeudig anezhe, en o stumm arru; mes pa vehe ar goañv a-hed ar blez ? Tommder an hañv, met hep an trouzigoù hag ar c'horolennigoù-se (hep komz ag o rol en ekosistemoù...) ?
Diaes da añdur ur seurt !

b951de9f5a76a42472fe888f2b243e15.jpg

Asplenium trichomanes