03/07/2008
Ur vrav a gogusenn

Setu amañ ur skeudenn hag a blij din horrol èl ma lâront du-hont. Gwelet a reer, uhel-uhel a-dreist hor pennoù, ur gogusenn vras ha lan a nerzh. Santet e vez emañ an aer é krapout en he c'hreiz, gwelet e vez splann he c'hoef d'ar lein, doc'h en em astenn. Ar c'houmoul d'an dias anezhi a zo é vourbouilhat hardizh. Ha, tro-ha-tro, an oabl glas ha dizolo. Gelloudus e hañval bout ar gogusenn, ur bam, ha bev-kel !! Setu just a-walc'h ar pezh a blij din get seurt kogus: bev int, chañj a reont, ha gwall ziaes e vez gouiet petra e taint da vout, doc'h peseurt tu e skoint... pa vezer er menezioù e vez aesoc'h o heuliiñ a bell, mes dija dre-mañ e c'heller kavout berr é sellet doc'hte. Dre-mañ, e-kostez ar mor, ne vez ket ker lies-se kumulonimbused (ma, marse muioc'h ar blez-mañ...), arabat kuzhat ho plijadur p'o gwelit, neuze, memes ma strimpont ur bannig dour àrnoc'h goude...
Evit tapout ur skeudenn splannoc'h ha brasoc'h: Cumulonimbus.jpg
09:50 Publié dans Fotoioù kogus | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : kogus, koumoul, nuages
15/06/2008
Ur gonifl er c'hogus
Setu enta ur skrid arall e rummad an dramsell, ur rumad ledan arall evit boutiñ a-barzh testennoù a bep seurt a denn d'ar feson hon eus da sellet doc'h ar bed tro-ha-tro deomp.
Ur gonifl er c'hogus.doc
12:16 Publié dans An dramsell | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : konifl, dramsell, kogus, koumoul
22/08/2007
Kogus
Hama, er prantad-mañ ne glever komz er c'hazetennoù nemet ag an amzer, ag ar glav, ag an efedoù a vo àr ar labour-douar, àr an ekonomiezh, àr speredoù an dud. An termen-mañ am eus me choazet evit lenn ur levr a-zivoud ar c'hogus. Ha neoazh em eus me bet da andur èl ar re arall, hag èl ar re arall e vehen bet kontant é welet un oabl dizolo un tamm liesoc'h an hañv-mañ. Ne vez ket ur seurt bep blez; gwezh-a-vez, d'an hañv, em bez hiraezh d'ar c'hogus da zonet en-dro, goude ur prantad re hir hep hani anezhe é vale a-dreist ma fenn; me 'vourr me ag an tammoù-se chañj-dichañj, ag o c'hoarioù get ar gouloù, ag ar vuhez a zo enne. Hag estroc'h evit ur wezh eh on bet é heuliiñ pervezh ur gogusenn é foeñviñ. O, marse e-pad dek munut hepken, mes dek munut zo ur bochad dija deomp-ni hag hor bez ker bihan a amzer, gwezh-a-vez. Setu prenet din neuze e miz Eost ar blez-mañ un tamm levr anvet "Le guide du chasseur de nuages", pe "The cloudspotter's guide", skrivet get Gavin Pretor-Pinney; embannet eo bet get an ti JC Lattès; ha lennet 'm eus eñ fonnapl, hennezh ! A-barzh e vez komzet a gement seurt kogus a c'hell bout kavet en oabl; hag an den a implij ur bochad fent evit lakaat an dud da dañva ar blijadur en devez eñ é arvestiñ ar c'hogus. Meskiñ a ra en e levr displegadennoù skiantel, tammoù lennegezh, istoer, pe arzoù-kaer, ken ne vezer ket james skuizh é heuliiñ an aozer. Mard oc'h krog da skuizhiñ get ur pennad a-ziàr an arzoù-kaer, e tremen fonnapl d'unan skianteloc'h, e-raok donet en-dro d'an arzoù-kaer goude. Er fin e kaver ur pennad teñvaloc'h un tamm àr efedoù ar c'hirri-nij àr an oabl, àr ar blanedenn dre-vras memp... A-fed an displegadennoù skiantel, ur souezh penaos emaint sklaer, gouiet a ra sachiñ hon evezh hep bout torr-penn.
Hañval genin e ran un tamm bruderezh evit ar levr-mañ; neoazh n'eo ket preniñ ur levr bennak hag a gont, mes kentoc'h derc'hel atav ur sell fresk àr ar c'hogus adreistomp, chom hep o dispriziñ èl ma raomp ker lies... Aet eo aozer ar levr betek krouiñ ur gevredigezh anvet "Cloud Appreciation Society", kement ha lakaat an dud da zougen muioc'h a vri d'ar lodenn-se ag ar bed. Ha lakaat a rin ma anv a-barzh ? Ne gredan ket ur seurt. Mes dizoloet 'm eus un den am behe c'hoant gouiet muioc'h diàr e benn, un den hag a seblant marse un istrogell evit ar bed-mañ renet get ar marc'had. Ma werzh ur bochad levrioù (piv oar ?) e vo enoret get ar varc'hadizion avat. Evidin, ma c'hellehe tud zo labourat nebeutoc'h, gounid nebeutoc'h a argant, ha sellet muioc'h doc'h an oabl, ne vehe ket falloc'h…
16:35 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : livre, nuages, koumoul, cloud, Gavin Pretor-Pinney







