08/02/2010

trezolioù ar yezh

Setu amañ ul lec'hienn a-feson eh on é tihan gwelet àr ar rouedad, ha me 'lâr deoc'h on kontant-bras é welet an traoù-se ; setu amañ komzoù a oa bet dastumet get ar gevredigezh Spered ar Yezh etre ar blez 2002 hag ar blez 2005 ; lakaet int bet da vout selaouet get pep unan ; skrivet eo an deiz, al lec'h, ha pep enrolladenn zo didroc'het a dammoù ha skrivet evit pep unan a betra e komzer a-barzh, dre vras. Ur pezh a labour !!!

Kontant on peogwir em boa labouret evite er prantad-se ivez hag esperañs am eus e vo posupl tenniñ splet a ma enrolladennoù ker brav èl amañ un deiz bennak !

Gouiet a ran-me petra a zelean d'an dud-se ha d'ar re am eus bet aterset, met komañs a ray tout an dud da welet frouezh ar labour-se neuze, gwell-a-se !!

 

http://www.dastum.net:8024/Record.htm?idlist=42&recor...