08/09/2009

Lazare Sainéan pe iceberg ar yezh

Setu me n'eus ket pell zo é klask gouiet penn d'un nebeudig gerioù evit komz ag ur vuoc'h kozh: ur gozh kot, ur gozh gaonac'henn, ur bañpin... klasket em eus "pañpin", ger un tamm misterius, liv ar galleg dezhañ, get sikour Internet. Ha setu me arru àr ur levr a-ziàr yezh-pobl Paris en naontekvet kantvlead, ha skrivet get Lazare Sainéan. Torr-penn e oa lenn àr ar skramm, met ur pezh mell levr eo, ha displeg a ra e-leizh a draoù a-ziàr orin un troc'h gerioù, lod bet chomet e Paris, lod bet strewet goude er galleg dre vras, lod anavet gwell en o c'hornad-orin. Ur bochad traoù zo a-barzh, ha bec'h em eus bet e-raok diskrog ha serriñ ar fenestrig àr ma skramm. N'ouian ket mard eo diazezet-mat ha poellek tout an displegadurioù zo a-barzh, met un dra ha ma lak da soñjal kement-se a zo ar fed ma ro ur bochad daveoù d'ar yezhoù pe rannyezhoù (oïl dreist-holl, get skouerioù, traoù tennet a levrioù zo... N'on ket evit lâret, e gwirionez... Klask penn d'ur ger a c'hell ho kas pell, hag ho lakaat da goll amzer, setu n'on ket gwall fier bout chomet èl-se aoglet dirak ma urzhiataer; met d'an tu arall e kavan ur souezh ur sort levr (ne vez ket mui kavet moarvat e neptu), hag e vehen kontant da deurel ur sell a-barzh ur wezh an amzer... Ar brezhoneg hag a-gement yezh zo, evel ar galleg amañ, a zo un iceberg, ha blaouac'h d'an niver a draoù a zo da zeskiñ pa seller edan live an dour !

Un dra c'hoazh e-raok kloziñ; sellet em eus e Wikipedia: ne gomzer ket kalz ag an den-se. Er Larousse: n'eo ket a-barzh. Mmmm... Perak 'ta ?