11/02/2009

ur pennad diàr ar lenn hag ar skrivañ e brezhoneg


Kinnig a ran deoc'h mont d'ober un tamm tro àr lec'hienn ma c'hamarad Christian, Rezore (http://rezore.blogspirit.com/); eñ-memp en deus lennet ur pennad a dalvoudegezh er "Peuple breton" a-ziàr ar brezhoneg hag ar levrioù hiniv-an-deiz e rannvro Breizh; ya, traoù zo da wellaat a-fed ar mod d'ober àr-dro ar brezhoneg er vuhez foran c'hoazh, a-dra-sur.
Gwelet ar brezhoneg evel un afer sirius, un afer hag a sell an holl, un dra ha n'eo ket un c'hoariell pe kinkladur hepken, aze emañ an dalc'h, hag aze ne damallan ket tud pe aozadurioù resis (afe, estroc'h evit ur live zo...)

13/06/2008

Un helikopter en ho torn

Setu e voulc'han amañ ur rummad arall, anvet "An dramsell", a vo a-barzh testennoù berr liammet a-dost pe a-ziabell doc'h ar sell, traoù din-me pe traoù filozofel, da welet...

E dielloù-stag e vint kavet holl, ha setu an destenn gentañ:

Un helikopter en ho torn.doc