01/08/2009
Les coulisses de la grande distribution
Setu me é tehan achu ur pezh levr, "Les coulisses de la grande distribution", skrivet get Christian Jacquiau hag embannet get an ti Albin Michel. Un tamm poan am eus bet evit lenn tout, met talvout a rae ar boan ur sort. Skrivet eo bet e 2000 hag ar prizioù a-barzh a zo c'hoazh e lurioù gall, ar pezh a laka diaesoc'h ar c'hompren, tammigoù. Diskouez a ra kant tra, ha pas traoù gwall vrav, a-ziàr ar fesonioù m'o deus ar stalioù bras-divent, ar gourmarc'hadoù, da labourat, da c'hounid tachenn, da soñjal er prizioù hepken ha pas en implijoù da skouer, nag en endro (hag oc'hpenn-se e lakaont an dud, ar brenerion, da soñjal memes mod, er prizioù hepken !); gwelet a reer ar gwask a lakaont àr ar broduerion evit ma vehe izel ar prizioù, ur gwask hag a lak ar re-se da chañj o fesonioù d'ober da heul, hag an implijidi pe/hag an endro a c'houzañv d'ar liesañ, pa ne vez ket ar produer hag a ya da get. Kompren a reer gwell penaos ar pakadoù graet er gourmarc'had, 3 evit priz 2 da skouer, a zo daet diàr goulenn ar gourmarc'had, hag ar produer n'en deus ket kalz a choaz nemet ober pe bout kemeret e blas er stalennoù get re arall. Gwelet a reer ivez penaos ar "marques magasin" a zo ur feson da guzhat a venn e ta ar produioù evit gellet chañj produer p'o devez c'hoant, hep hogozik gouiet d'ar brenerion. Diskouez a ra an efedoù àr an industriezh hag ar labour-douar. Ha diskouez a ra ivez ar c'hoarioù vil a vez etre ar bolitikourion hag ar gourmarc'hadoù bras, lies-mat allas.
Marse e ouiit c'hoazh tout an traoù-se, marse oc'h dizonet ag ar gourmarc'hadoù, met evit ar re n'int ket c'hoazh, pe evit ar re n'o deus choaz ebet, en ho laka da soñjal gwell àr ho feson da breniñ, hag ivez àr ar rol hon eus ni, pep unan ac'hanomp, en c'hoari chimik-se.
Taolit ur sell d'ar levr-mañ enta !

22:18 Publié dans levrioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : les coulisses de la grande distribution








