30/10/2008
geriadurioù en linenn
Setu neuze daet c'hoant din da gomz deoc'h (ne vo ket hir) ag al lec'hienn-mañ http://www.lexilogos.com/breton_langue_dictionnaires.htm hag a vo talvoudus deoc'h da implij ma 'peus un dra da skriv e brezhoneg àr ar skramm, ha ma n'eus geriadur paper ebet geneoc'h. Ne voc'h ket é chom pell àr al lec'hienn-se avat, meitave e vehec'h aet sot get ar gerioù, ar pezh a c'hell arru.
Mes marse e implijit al lec'hienn c'hoazh ? Displegiñ a ran ur sort: lakaat a rit ur ger e galleg, ha gellit a rit choaz etre 5 geriadur disheñvel evit bout un droidigezh.
Kavet e vez respontoù dreist-holl get Favereau, get Freelang (hag a zo efedus), un tamm bihanoc'h get Preder; get TermOfis pas atav, pas lies a lârehen zoken, mes pa vez kavet ur respont avat eo displeget sklaer a-walc'h.
Ha get Geriadur.com, torr-penn eo, dibaot a wezh e vez roet ur respont. Neoazh eo a hennezh e vez komzet ar muiañ, pe eh eus bet komzet ar muiañ. Marse eo chomet bourdet ar raktres un herradig, ha ne damallan ket netra da zen.
Ur benveg efedus eo ur seurt evit gober ho choaz etre troidigezhioù disheñvel. A-dra-sur e vank traoù c'hoazh e pep geriadur, gerioù zo a vro Gwened en o mesk, sur, mes n'eo ket fall.
Ha ma sellit doc'h ar pezh zo edan al linennoù kentañ eh eus c'hoazh geriadurioù arall en linenn.
Get an urzhiataer oc'hpenn e c'hellit pourchas skouerioù implij ar gerioù, dre ober "klask", Ctrl + F, e ne vern peseurt testenn e brezhoneg àr an urzhiataer;
Un dra zo, n'eo ket sur e vo ag an urzhiataerezh da viken (setu amañ ma soñj), neuze arabat kontiñ àr ar geriadurioù en linenn hepken. Ha klaskomp saveteiñ àr baper an trezolioù tolpet e bouzelloù an urzhiataerioù, ne ouiomp ket petra a c'hell arru koulz pe diwezhat...
09:35 Publié dans Brezhoneg c'hwek | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : geriadur, lexilogos








