10/03/2009

Donaw

Diàr atiz ur c'hamarad din em eus prenet ur levr en ur stal levrioù kozh. Pa lâran diàr e atiz, chañs am eus bet kavout ar levr-se e-mod-se pas pell goude bout klevet komz anezhoñ. Peseurt levr enta ? "Donaw", skrivet get Iwan Tangi. Iwan Tangi zo un anv-pluenn rak anavout a reer aes a-walc'h piv eo ar skrivagnour gwir. Ur levr berr a-walc'h, kontiñ a ra istoer ur mignoniezh yaouankiz hag a dro emberr da garantez; goude e tro ar vuhez hag ar garantez-se a ya diàr wel, traoù arall a gemer he flas... Ugent vlez goude e klask ar skrivagnour monet àr roudoù ar garantez-se. Penaos e troio an traoù ? Ma c'hamarad n'en deus ket lâret gaouier din. Skrivet brav eo ar levr-mañ. Ur yezh c'hwek, skrivet get ampartiz hag àr-un-dro tost doc'h pinvidigezhioù yezh an dud. Kavet em eus a-barzh gerioù pe troiennoù n'em boa kavet betek bremañ nemet e begoù an dud, ar pezh a ziskouez emañ bet an aozer en o mesk pasapl, da gomz gete.

Tremen a ra lod-kaer ag an istor e bro-Alamagn, àr vord an Donaw (Danube); deskrivet pervezh eo get ar skrivagnour ar santimantoù en deus hed-ha-hed e droiad kentañ hag e eil troiad e bro Alamagn. An amzer é tremen, personelezh an dud, skeud ar marv spurmantet a-ziabell, ar pobloù disheñvel ha ken tost àr-un-dro... Razh an traoù-se a gomz eñ anezhe get gerioù hag o deus ma zouchet.

Moarvat eo bet bevet an traoù-se get ar skrivagnour, pas tout marse met pasapl.

Ar levr a zo bet embannet get Skol Vreizh, hag aliiñ a ran deoc'h er lenn, rak talvout a ra ar boan.

Setu ar golo anezhoñ:

donaw.jpg

11/11/2007

Ur levr botanik

A-greiz kalon e c'houlennan geneoc'h ma fardoniñ, kar kinnig a ran deoc'h amañ un diplodokus...

Komzomp ag ul levr ar wezh-mañ. Unan hag a gont pasapl e mam buhez (hag oc'hpenn e kani mam breur). Divinit...petra eo ? "Intron Varia Garmez" ? Pas, tamm erbet memp. "Kammdro an Ankoù" ? Muioc'h ya, met n'eo ket hennezh. Assimil brezhoneg ? Muioc'h c'hoazh, a-dra-sur, met pas. Evit sikour geneoc'h, n'eo ket unan e brezhoneg. Marse e soñjit en ul levr prederiañ, traoù a denn d'ar spered...an Aviel ? Boñ, n'heller ket lâret ne gont ket, sur, met aze oc'h fariet c'hoazh ! "L'Etre et le Néant", get Sartre ? Pas, evit lâret ar wirionez deoc'h, n'am eus ket eñ lennet. Troiñ a rit ho selloù davet bed ar romantoù en-dro: "Vingt-mille lieues sous les mers" ? Ya, eñ en deus plijet din, met n'heller ket lâret en deus kontet kement-se em buhez, nemet am eus desket getañ ur bochad gerioù gallek. Kroget oc'h da fuloriñ; petra eo neuze, lâr deomp ! "Jonathan Livingstone le Goéland" ? Pas ! "Le renard et le chien courant" ? Pas ! "Le Grand-Meaulnes" ? Pas muioc'h ! Aze, e-raok reiñ titouroù deoc'h e lârin bravo deoc'h. N'ouian ket penaos oc'h deuet da benn, met kavet ho peus aze un nebeudig e-mesk ar romantoù a zo chomet e ma spered. Spierion oc'h pe petra ?!
Ale, ul levr skiant eo. Neuze, d'ho soñj ? "Poussières d'étoiles" get Hubert Reeves ? Hum... "Le feu de la terre" get Maurice ha Katia Krafft ? N'eo ket fall..."100 orages faciles à prévoir" get Alex Hermant ? O, o, met e-menn ho peus lakaet ar c'hamera e ma zi ?? Ret vo din diskuliañ petra eo e-raok ma vo anavet get razh ar websurferion roll kuzh ma lennadennoù ! Ar respont: "Les 4 flores de France" get Paul Fournier, embannet bremañ get an ti Dunod. Penaos, 'poa ket kavet ?
Ul levr tev a-walc'h eo, àr-dro 1100 pajenn (550 follennad neuze), àr-dro 3cm x 12cm x 22 cm.
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------
A-barzh e vez kavet deskrivadennoù ag an darn vrasañ ag ar spesadoù plant (nemet ar spesadoù man pe bezhin) a c'heller kavout er Frañs. Un alc'hwez a zo evit dont da benn a reiñ un anv d'ar blantenn a zo dirak ho taoulagad, ha tresadennoù munut ivez. Seblant a ra ponner, skrivet eo bihan, get berradennoù; dister a-walc'h an tresadennoù e-keñver an destenn; a istorioù pe danevelloù n'eus ket en destenn ! Deskrivet vez ar blantenn-mañ-plantenn, ur ger a zo àr etimologiezh an anv skiantel. Ur skouer a roin deoc'h tuchant.
Dilennadus, ne gav ket geneoc'h ? An dra-se a oa bet ma soñj ha-rac'h, p'am boa eñ gwelet evit ar wezh kentañ, e levraoueg skol-veur Gwened. Met a-benn ar fin m'am boa eñ amprestet, marse evit "ar gordenn dev" !...met intereset oan get al louzaou en amzer-se dija ur seurt. Ma mamm eo he deus roet goust deomp da sellet doc'h al louzaou er penn kentañ, kar hi a ziskoueze deomp ar re a anave, meur-a-wezh. Pa oan un tammig koshoc'h am boa sellet e levrig ma mamm: Quelle est donc cette fleur ?", get A. Kosch, embannet e ti Nathan. Sellet ha disellet, lennet ha dilennet, memp ha zoken. an tresadennoù du ha resis a blije din, sur, met barzhoniezh rik an anvioù louzaou oc'hpenn c'hoazh ! N'ho peus ket 'met lenn:
Pimpinelle saxifrage, Spergule noueuse, Parnassière des marais, Herbe au pauvre homme, Marrube commun, Mélilot blanc, Agripaume ou Cardiaque !!
Gortozit, n'eo ket achu...Stumm an deskrivadennoù, renket a-vannoù diàr choaz an aozour, o lak da vout heñvel doc'h haïku-ioù dispar; just èl pa vehe ret renkiñ ar frazenn-mañ en ur bann strizh: Moteur multicycle à vibration hélicoïdale contrôlée.

moteur multicycle
vibration hélicoïdale
contrôlée

(N'ho po ket bevennoù ar bannoù siwazh din, ne zeuan ket a-benn d'o gober get ar mekanik daonet-mañ).
Heñveloc'h eo doc'h ur varzhoneg dija ? Hag aze ?

panicules
déployés
fleurettes
en étoile


cymes
multiflores
5 sépales


capitule
isolé,
terminal,
en collerette



grappe de
fleurs
alternantes


Goulenn a rit c'hoazh ? Lan eo al levr ag ar barzhonegoù-se ! Aze oa deskrivet stumm ar bokedoù. Daou skouer bremañ tennet ag ar bann "forme de la feuille":

vert d'herbe
lancéolée
pointue


allongée,
poils rudes,
amincie en
pétiole






C'hoazh, c'hoazh, a c'houlennit ! Tri skouer tennet ag ar bann "Particularités":


tige à demi
gisante



fleur s'ouvre
le soir, tige
velue par
touffes
fleur dioïque


radicelles
du centre
enflées en
tubercules


Biskoazh !
Marse zo lod ac'hanoc'h hag a gred eh on é farsal, met tamm ebet ! Evit gwir, aze e kavan biskoazh brav ar varzhoniezh-se, ken on techet da renkiñ al levr-se e-tal ma levrioù Rimbaud ha Verlaine, just e-tal Les orchidées des dunes calcaires du Devonshire.
Ret eo din anzav, aze, ur seurt:
1) n'am eus nemet ul levr Rimbaud, hag unan Verlaine (an daou a blij din horrol)
2) brav eo an titl Les orchidées des dunes calcaires du Devonshire, met al levr-se n'eo ket em dalc'h.
3) e-tal Rimbaud pe get, e vo ret din renkiñ al levr-se en ul lec'h bennak, un deiz bennak !
Ha tout ar skouerioù am eus diskouezet deoc'h uhelloc'h a oa tennet ag ur bajenn hepken !!
Setu c'hoazh unan (Marianna) evit ho plijadur, honnezh zo tennet ag ur bajenn arall:

rhizome
rameux en
forme de nid
d'oiseau

Soñjal a ra din 'm behe graet gwell komz ag al levr-mañ kentoc'h evit ag al levr arall...met boñ...pa soñjan mat, a-hent-arall, ar wezh kentañ ma vo goulennet genin "Ha pa vehec'h kaset d'un enezenn digenvez ha goulle, ma n'hellehec'h ket kas ken 'met ul levr, peseurt hani a vehe ?" e ouiiin petra respont bremañ: "Quelle est donc cette fleur ?" E-mod-se e kasin rac'h ar varzhoniezh-se, ha rac'h an natur-se àr-un-dro, genin.
Ul levr arall am boa prenet ur wezh e kastell Trevarez, un tammig er memes stil (pas barzhoniezh-rik, hennezh): "Flore des campagnes" (e ti Gründ). Skeudennoù e liv ar wezh-mañ. Ar skeudennoù-se, ar gerioù-se a oa kroget da intriñ ma fenn pa 'm boa kavet al levr "Les 4 flores de France".
Aet ma breur hag amprestiñ al levr neuze, ha aet da foetal bro àr ar maezoù neuze. Goude bout prederiet un tammig sur-awalc'h hor boa divizet kas al levr ponner geneomp er c'hoadoù, en desped d'ar riskloù a oa d'e gousiiñ. Burzhud ! Get al levr-se e oa posupl dizoleiñ anv ul louzaouenn, e-mod-se ! Un dro-vale pe ziv get al levr, dizoloet un nebeudig plantennoù, ha setu ni kontant. Un tammig àrlerc'h hor boa graet ar memp tra, hag un tammig àrlerc'h c'hoazh...Gast, talvoudus eo al levr-mañ, a soñjemp muioc'h-mui. Ar blez-se, neuze, hor boa tolpet hon argand godell, ni hon daou, ha aet ha preniñ ur skouerenn. Graet oa...ha n'hon eus ket bet keuz ! Bet eo geneomp e-kerzh hor pourmenadennoù stank en amzer-se, e-pad ar vakañsoù er menezioù ha tout. Badezet e oa bet un deiz ma oa bet glav bras é tonet en-dro ag al "Lac bleu" er Pireneioù.
Ma faot deoc'h, tostait da dañvaat un tammig ar pezh a raemp hag a raomp get ar "Petit Albert mod nevez" –se. Un alc'hwez bras eo (kani ar baradoz vihan?), da lâret eo un alc'hwez dikotomek (poil aux Aztèques). Ret eo choaz, bep taol, etre daou dra.
Da skouer: 5 sepalenn en deus ar boked, peotramant 4 ?
C'hwi a sell neuze doc'h ar blantenn da anavezout, ha neuze e choazit (afe, pa c'hellit).
Ma choazit pemp: en em gavout a rit dirak ur serten goulenn, ha ma choazit 4, dirak ur goulenn arall. A c'houlenn da c'houlenn e ya da vout resisoc'h hag e tostait doc'h anv ar blantenn. Setu ur skouer tennet ag al levr:
Calice renflé en ballon (surtout après la flor.) à 20-30 nervures..................................série I, p. 317
Calice non renflé en ballon, gént rétréci à la base, à 10 nervures
Calice entièrt glabre..............................................................................................série II, p.318
Calice pubescent ou velu
Carpophore plus court que la capsule, parfois nul
série III, p.321
Carpophore au moins égal à la capsule
série IV, p.324
Carpophore de longueur indécise
série V, p.326

Neuze? C'hwi a evo ar c'halisad "jusqu' hallali", get ar c'harpophore de longueur indécise-mañ !!
An deorienn a oa; an implij ag al levr a zo liesseurt.
An alc'hwez bras a c'hell bout kroget ag ar penn-kentañ tout anezhañ, an dra-se a c'hoarvez pa ne ouiit ket tamm erbet petra eo ar blantenn. Ha gwezh-a-vez e kerzh ! Deuet omp da benn ur wezh bennak da gavout ul louzaouenn e-mod-se, ha plijus-meurbet eo.
Met d'al liessañ e ouiomp dre vras dre vras petra eo hag e klmaskomp tre-g'an-hent e pajenn ar familh, pe ar jener (ar skiantourion o deus renket ar boudoù bev e kombodoù, evit gwelet sklaeroc'h e bed ar boudoù bev, met ar c'hombodoù-se n'eus anezhe nemet evit spered an den). Ha goude, ur wezh arru get ar bajenn vat e krog c'hoari an alc'hwez en-dro, betek kavout.
Meur-a-wezh, hag aze e vez ar plijusañ, e ouiomp anv ur blantenn, a-benn p'he gwelomp, doc'h an dailh anezhi !! Neuze e teua sklaerder ur vousc'hoarzh àr hor begoù, 'st èl pa en em gaver get ur mignon n'ho peus ket gwelet a-c'houde un tammig zo, hag a anavezit raktal er ru ! Geo, tre an dra-se...Hag a-drugarez da betra omp gouest da ouiet en un talo petra eo ? A-drugarez d'an daou levr barzhoniezh arall (hag un nebeudig re arall ivez), ha d'o skeudennoù, hama !
An alc'hwez daonet a vez implijet e-dan kalz-a-vern peseurt amzer (nemet ar glav ur seurt). Ha gwell eo bout daou, unan é lenn, hag unan é sellet doc'h ar blantenn. Ha ne gredit ket ket e vez diskennet get an alc'hwez ken aes ha tra. Gober a raomp èl ma c'hellomp evit dont da benn. Dre gaer pe dre hêg. Gwezh-a-vez e kav geneomp eo ar blantenn-mañ-hag-ar-blantenn. Neuze, e-lec'h diskenn get an alc'hwez e krapomp...da welet ma klot pe get. D'al liesañ kalz-a-vern penaos e krapomp hag e tiskennomp estroc'h evit ur wezh evit kavout, ken eo heñvel al levr doc'h ur milendall.
Da skouer pa vank deomp un elfenn. Lakaomp eo ret choaz "Fruit noir" pe "Fruit rouge" ha n'eus ket frouezhenn erbet. Neuze e sellit an daou choaz posupl hag e yit get an daou hent. Pa en em gavit en un hent-dall e vez ret deoc'h monet àr ho kiz ha klask gouiet e-menn ho peus graet ur fari. Al lennour a vez hujaotet gwezh-a-vez get ar sellour: "Puten ! Perak t'eus ket lâret koulsoc'h an dra-se din !?". Ken e teua an abadennoù dirak ur blantenn da vout tenn a-walc'h.
Dre forzh implij ar benveg-se e teuomp da vout "fisel" un tammig. Ha pa vehe kontrel ar pezh a welomp doc'h ar pezh a zo skrivet el levr e choazomp an hent-mañ-hent ur seurt, hag en achumant e kavomp. "Détermination à la mitraillette" a vez graet ag an dra-se e galleg, pe c'hoazh "flair du botaniste" ! Ret eo diferiñ, interpretiñ an destenn ha pas heuliiñ an alc'hwez ger-ha-ger.
Ar reolennoù pennañ zo, kalz-a-vern penaos, ar re-mañ:
- Bout onest a-walc'h evit lâret "N'hon eus ket kavet", pa vez gwir.
- Ur wezh kavet deoc'h un anv, e vez ret gwiriekaat an traoù, sellet ma n'eus ket ur spesad arall el levr hag a gouch gwell, ha derc'hel soñj e c'hellit fari.
- Ar feson m'ho po kavet an anv ne vern kement-se ma toujit d'ar reolenn kent.

Chom dirak ur blantenn e-pad ur c'hard-eur peogwir ne faot ket dezhi lâret he anv, ha tout an natur en-dro deoc'h a-hent-arall, a zo un dra hep e bar. Petra lâret ? "Nag emmerduset, met na plijuset àr un dro !", ar pezh a glot get ar c'hrennalavar gallek mil-anavezet "Plus c'est chiant plus c'est marrant".
Moien a vehe din kontiñ dre ar munud an troioù-kaer graet geneomp e-kerzh hor pourmenadennoù, met hir eo dija an diaoul a destenn-mañ a gredan !! Hag emañ ret din goarn danvez evit ma buhezskrid oc'hpenn kement-se...
Ar-un-dro am eus keuz d'ar mare-se ma tizoloemp spesadoù brudetañ ar c 'hornad me ha mam breur. Dibaotoc'h eo bremañ eo an degouezhoù ma kavomp louzaou nevez hag aes a-walc'h da anavezout àr-un-dro (ar plant-dour, pe ar geotennoù, a c'hell bout torr-penn bras !) Met n'eo ket torret em c'hreiz an c'hoant da zizoleiñ ar boudoù-se, bout ma n'am eus ket mui kement-se a amzer. Evit prouiñ an dra-se din-me ma unan am eus prenet ur skouerenn a "Les 4 flores de France" ar blez tremenet (an all zo aet get mam breur) !
N'hellan aliiñ nemet un dra deoc'h: kerzhit c'hwi ivez da glask louzaou dre ar vro, pas marse get "Les 4 flores de France" a-benn, met get ul levr skeudennet brav da gentañ, peotramant un den hag a anav un tammig ar bed-se, n'ho po ket keuz. Ar pezh a zo, seul vuioc'h e anaver a louzaou, seul boaniusoc'h eo deoc'h pa zeuont da vout dibaot, met an dra-se zo lod tout ar c'harantezioù...

Dick Panterra, a Nagram.

(dont a ra da vout filozofel en achumant...!)

22/08/2007

Kogus

Hama, er prantad-mañ ne glever komz er c'hazetennoù nemet ag an amzer, ag ar glav, ag an efedoù a vo àr ar labour-douar, àr an ekonomiezh, àr speredoù an dud. An termen-mañ am eus me choazet evit lenn ur levr a-zivoud ar c'hogus. Ha neoazh em eus me bet da andur èl ar re arall, hag èl ar re arall e vehen bet kontant é welet un oabl dizolo un tamm liesoc'h an hañv-mañ. Ne vez ket ur seurt bep blez; gwezh-a-vez, d'an hañv, em bez hiraezh d'ar c'hogus da zonet en-dro, goude ur prantad re hir hep hani anezhe é vale a-dreist ma fenn; me 'vourr me ag an tammoù-se chañj-dichañj, ag o c'hoarioù get ar gouloù, ag ar vuhez a zo enne. Hag estroc'h evit ur wezh eh on bet é heuliiñ pervezh ur gogusenn é foeñviñ. O, marse e-pad dek munut hepken, mes dek munut zo ur bochad dija deomp-ni hag hor bez ker bihan a amzer, gwezh-a-vez. Setu prenet din neuze e miz Eost ar blez-mañ un tamm levr anvet "Le guide du chasseur de nuages", pe "The cloudspotter's guide", skrivet get Gavin Pretor-Pinney; embannet eo bet get an ti JC Lattès; ha lennet 'm eus eñ fonnapl, hennezh ! A-barzh e vez komzet a gement seurt kogus a c'hell bout kavet en oabl; hag an den a implij ur bochad fent evit lakaat an dud da dañva ar blijadur en devez eñ é arvestiñ ar c'hogus. Meskiñ a ra en e levr displegadennoù skiantel, tammoù lennegezh, istoer, pe arzoù-kaer, ken ne vezer ket james skuizh é heuliiñ an aozer. Mard oc'h krog da skuizhiñ get ur pennad a-ziàr an arzoù-kaer, e tremen fonnapl d'unan skianteloc'h, e-raok donet en-dro d'an arzoù-kaer goude. Er fin e kaver ur pennad teñvaloc'h un tamm àr efedoù ar c'hirri-nij àr an oabl, àr ar blanedenn dre-vras memp... A-fed an displegadennoù skiantel, ur souezh penaos emaint sklaer, gouiet a ra sachiñ hon evezh hep bout torr-penn.
Hañval genin e ran un tamm bruderezh evit ar levr-mañ; neoazh n'eo ket preniñ ur levr bennak hag a gont, mes kentoc'h derc'hel atav ur sell fresk àr ar c'hogus adreistomp, chom hep o dispriziñ èl ma raomp ker lies... Aet eo aozer ar levr betek krouiñ ur gevredigezh anvet "Cloud Appreciation Society", kement ha lakaat an dud da zougen muioc'h a vri d'ar lodenn-se ag ar bed. Ha lakaat a rin ma anv a-barzh ? Ne gredan ket ur seurt. Mes dizoloet 'm eus un den am behe c'hoant gouiet muioc'h diàr e benn, un den hag a seblant marse un istrogell evit ar bed-mañ renet get ar marc'had. Ma werzh ur bochad levrioù (piv oar ?) e vo enoret get ar varc'hadizion avat. Evidin, ma c'hellehe tud zo labourat nebeutoc'h, gounid nebeutoc'h a argant, ha sellet muioc'h doc'h an oabl, ne vehe ket falloc'h…