12/03/2009
Yourc'h ha broc'h
Setu me, goude bout lakaet mam belo da rañjiñ, é klask un tamm lec'h da vale. Sot eo bout get an oto hag ar velo a-barzh, met èl-se e oa hiniv. Esperañs am eus e yay mat get ar velo bremañ. met n'on ket amañ evit kontiñ mam buhez.
Setu enta kavet din un tachad etre ur prad, ur lanneg hag ur park, ma oto a lakaan aze. Un tamm tro er lanneg ha distroiñ a ran davet ar park, pellikoc'h, e-kreiz ar parkoù, eh eus ur c'hoadig a sav diàrnoñ kan dudius ar voualc'h.
Ha me ha kerzhet aze. Hama, er fank e-tal ar poulladoù dour, roudoù loened... Ur c'hi. Derc'hel a ran un tamm. A ! Karnoù yourc'hed a zo bet é poueziñ àr an douar blot ! Ijiniñ a ran ar yourc'hed mistr é vale etre ur c'hoad hag ur c'hoad arall. A, a !! Nag an dra-mañ ? Ur loen arall eo, a rummad ar mustelided (familh an erminig). Touenn ! Brav eo ar roudoù aze ! Ront a-walc'h, pevar biz ha... skilfoù hir-hir doc'hte ! Merket mat int er fank. Ar wezh-mañ n'hellan ket fari, ur broc'h eo ! Plijadur am eus é sellet doc'h ar roudoù-se, un nebeut anezhe àr vord ar c'hoadig. Ar loen-mañ a vev d'an noz, ha gouez-bras eo, ne vez ket gwelet lies pe ret e vez gortoz didrouz dirak e doull en teñvalded. Amañ ivez e ijinan ar loen é tisoc'h ag ar c'hoad evit, marse, evet ur lomm, pe klask n'ouian ket petra da zebriñ.
Krediñ a ran un herradig emañ ar wezh kentañ din gwelet roudoù ur broc'h, ha goude bout soñjet un tamm e vehe kentoc'h an eil. Met ne vern, vad a ra gouiet eh eus ag ar loen-se aze, memes ma n'er gwelan ket me james.

Trampad ur broc'h. Genin-me ne oa ket nemet 4 biz: spi 'm eus n'em eus ket fariet !
17:31 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : roudoù, loened, broc'h, youc'h, fank
27/12/2008
Kwizzoù natur
Hiniv e oa yen-bras an amzer, ha n'em eus ket lakaet ma zreid da vonet er-maez... setu e vo, evit ar wezh kentañ, un notenn diàr-benn... ur lec'hienn internet, mes unan hag a c'hell sikour ar paour-keizh tud ha nend aont ket lies a-walc'h er-maez da wellaat o anaoudegezh ag an evned, anvet eo biofotoquiz http://www.biofotoquiz.ch/biofotoquiz/index.php, ha reiñ a ra tu deoc'h da welet ha gouest e vehec'h da anavout, àr an tach, un evn pe ur blantenn. Kwizzoù, liveoù disheñvel a zo, ha diàr-benn strolladoù evned pe plant resis ma faot deoc'h. Talvout a ra ar boan gober se ur wezh an amzer !
18:32 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : biofotoquiz, kwizz, loened, evned, plant
06/09/2008
Tri loen
Setu, kavet em eus em dielloù tri loen kaezh é kantren. Ar re-mañ a oa é klask petra e tahent da vout, ha bihan o c'halon é soñjal en o flanedenn: bout ankouaet, mont diàr-wel. N'em eus ket grataet dezhe e vehent savetaet, mes kinniget em eus dezhe mont da glask un tamm bertim er blog-mañ. Piv oar ? Marse e vint adtapet get unan ac'hanoc'h ha roet bod dezhe ?
Setu int atav. Hañval geneoc'h int disoursi àr o follenn mes n'int ket. Anken an Netra en em sil en o c'hreiz.

tresadennoù an nevez-amzer.jpg
PS: mar sellit mat doc'h pladenn "Breizh positive" ar strollad Ar Re Yaouank, e kavehet a-barzh un ton gavotenn anvet "Triloen"; an ton-mañ a ziougane, oc'hpenn dek vlez e-raok, donedigezh an evn, arr beskedenn hag ar c'hazh àr ho skrammoù. Sebezus !
08:50 Publié dans Arzoù-kaer | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : arzoù-kaer, arts plastiques, loened, Ar Re Yaouank








