29/03/2009

Tamm Papir niverenn 15

atlas neige.JPG Erc'h àr an djebel Toubkal er Marok, foto tapet get Roland ha kaset din goude dezhoñ en devout reset... an Tamm Papir diwezhañ. Ya. Setu arru pemzekvet niverenn an Tamm Papir. An devezhioù a zo hiroc'h bremañ, klevet e vez an evned a bep tu, ar plantennoù é tispak o del pe o bleuñv... met un dra a vanke deoc'h. Bremañ e vo roet ho c'hoant deoc'h. Danvez 'po da lenn. En niverenn-mañ e vo... avañturioù ar c'hrog-istribilh, kaoz a vo a Sidoni, a bPompei... En em gavout a rit get Doue é tiskenn get ar skalier (kemerit un anti-histaminik ma ne ra ket vad deoc'h kroaziñ e hent) hag é stankiñ frioù an dud (un drol a Zoue enta !); sul zo hiniv, an deiz ma arru an Tamm Papir geneoc'h ar wezh-mañ, neuze...

Ma faot deoc'h resev an Tamm Papir hep tremen dre ar blog-mañ, gellet a rit atav lâret din.

N'omp ket c'hoazh arru get an niverenn 1000, met tostaat a raomp... àr hor goarigoù !!

Niverenn 15.doc

15/01/2009

Starak 2009

Mard oc'h un den brudet e bed ar sonerezh ha/pe ar brezhoneg, emañ ar Gerlenn Sten-Kidna é c'hortoz àr ho lerc'h evit bout barzh er juri evit un noziad hag a vo e penn-kentañ miz Ebrel 2009 (d'ar gwener 3 evit bout resis). An noziad Starak evel bep blez !!
An dud a zay get sonennoù pe sketchoù pe traoù arall, get traoù bet krouet pe adframmet gete. Ur galv d'ar c'hrouiñ eo !!

....hag e Brec'h e vo an traoù, e-tal an Alre, etre An Oriant ha Gwened...

A ! Gwelet a ran ho peus c'hoant-bras da reiñ harp d'ar Gerlenn Sten Kidna (kevredigezh a ra àr-dro ar brezhoneg e bro an Alre, an dra-se a skrivan evit an Interneterion a lec'h all) !!

Neuze, evit lakaat ho anv er juri, pe neuze evit diskouez ar pezh a c'hellit krouiñ an noz-se, setu ar pezh e oac'h é c'hortoz: ur fichenn !!

Bruderezh ha reolennoù ar Starak 2009.doc

Ha setu ar skritell !!

dd13a2dbe3edd026d69304b3a458d56b.png


Ya, ya, un tamm bihan eo, anzav a ran... Diwallit, ur fari zo amañ, d'ar gwener 3 e vo ha tamm ebet d'ar 7 ! skritellstarak.png

A-zal bremañ eh omp engortoz ag ho kinnigoù ! Lârit deomp mard eo ho soñj krapout àr ar leurenn an noz-se !

13/01/2009

Tamm Papir niverenn 14

Pegoulz e oa an Tamm Papir diwezhañ ? E amzer Nevenoe ? Ich 'ta, ec'h oc'h é ober genin pe petra ?
Just a-walc'h en devo Nevenoe ur plas (dister) en niverenn-mañ.

An tregont implijad a labour e skipailh an Tamm Papir a suhet deoc'h ur blead 2009 ag ar gwellañ !
Ur blead karget a ........ hag a ........... get ur bern ............, met pas re a ........., ha spi hon eus, get an nebeutañ a .............. ar gwellañ ! Ra vo diskaret ............... ha ra vo enoret ..............,

ha ne ouian ket me petra razh.

Niverenn 14.doc

30/09/2008

Tamm Papir niverenn 13

Setu bremañ àr ar blog-mañ an niverenn hirgortozet, niverenn 13 an Tamm Papir.

Prest eo da fardiñ àr ho taoulagad ha d'ho magiñ get he metafizik liesliv.

Niverenn 13.doc