28/10/2009
ar melchon-lann
Medicago lupulina
Kavet e vez an anvioù "melchon-lann" pe "luzern bihan" (Medicago lupulina) er levrioù pe get an dud, met en arbenn ma n'eo ket ur sort melchon tre-ha-tre e c'hellehemp gober "luzern-lann" anezhe. Ar re-mañ a vourr ag an douar-lann, ag an douar paour, gwir eo; ha just ker gwir eo int hañval doc'h melchon get o del e teir lodenn, o fennadoù bokedoù melen… c'hwi o gwel er c'hlazenn é astenn o c'horzennoù a-rez an douar, 'gozik dre zan ar geot, gwelet e vez just an tammigoù bokedoù pe ar frouezh du, un nebeudig del. Ya, ar c'horzennoù en em astenn tro-ha-tro, èl brec'hioù ur morgazh. Lies e chom bihan ar blantenn met gwezhavez ar ront a ra ur metr hanter a ziametr ! Evel-se en em strewont, rak ar frouezh bihan du a arru èl-se pellik a-walc'h a-zoc'h ar blantenn vamm.
Mar dastumit razh ar brec'hioù-se (hag aes eo rak ne daolont ket gwriziad èl ma ra ar melchon gwenn) e c'hellit goude disgwrizienniñ aes a-walc'h ar blantenn ha kavout ar wrizienn-vamm, fin-fin, hag a ya don en douar.
Perak n'eo ket bet lakaet er gener "Trifolium" (melchon) neuze ? Ar frouezh eo a zo disheñvel; re ar luzernoù a zo un tamm hiroc'h ha gober a raont ur spiralenn (met gwezhavez get un dro hepken !) – a bep sort spiralennoù hervez ar spesadoù – met re ar melchon a chom eeun ha ne greskont ket kalz.
Kavet e vezont, àr an douar-lann neuze, e pep lec'h e kreisteiz ar Morbihan, met en douaroù n'int ket ker stank.

15:34 Publié dans Plantenn ha plantenn | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : medicago, lupulina, luzerne, luzern, melchon
16/08/2009
Kenrouedad... ar melchon
Setu me dec'h é komañs distruj melchon er c'hlazenn. Evel ma ne faot ket din implij produioù e ran get an dorn. Met labour zo, me 'lâr deoc'h ! Hag e-ser gouiet an tu da lemel ar melchon a vesk ar geot e anzavan bout plijet-kaer é welet un "enebour" ker barrek evit en em lediñ, ha doujañs am eus doc'htañ. Ar spesad-mañ, an hani stankañ moarvat er vro, a zo anvet "melchon-stlej" ma faot deoc'h, "trifolium repens", "trèfle rampant. Unan hag a ra pennadoù boketoù gwenn hag a vez kavet mat o nektar get ar bourbouted. Setu dija ur poent mat evitañ. Ha "repens", ar pezh a dalv "hag en em stlej" a zo oc'hpenn gwir !! Pa vez sellet a dostoc'h e weler korzennoù hag a red edan ar geot hag edan ar plantennoùigoù arall. Hag ar c'horzennoù-se a zo stag-mat doc'h an douar, èl pa vehe unan bennak é sterdiñ evit o sankiñ en douar. Penaos 'ta e ra ar melchon ? Pep korzenn, bep an amzer, àr he hent, a ra gwriziad, hag ar gwriziad-se a denn ar blantenn a-benn d'an dias, hag lak ar gorzenn muioc'h en douar. Ar gorzenn a zo kazimant en douar, ha n'eus ket nemet an del hag ar bokedoù a sav o fenn a-dreist ar geot. Evel-se: 1) pa vez touzet, nag e vehe graet izel-izel, e chom ar c'horzennoù gwarantet mat àr-lein an douar. 2) pa vez tennet pe debret un tamm melchon, dre mand eo gwriziennet un tamm e pep lec'h, n'eo ket ur gwall afer 3) ar c'horzennoù a chom er waskadenn, hep bout krazet get heol an hañv (pa vez !!); met n'on ket sur eo ken a-bouez ar poent 3 e buhez ar melchon 4) gouest eo da c'hounit tachenn fonnapl a-walc'h.
Setu ! N'oc'h ket evit parraat a zigor ho peg, bamet èl mand oc'h. Normal eo, bamus eo; reiñ a ra c'hoant kazi da skriv ur rummad a-ziàr ar plant-se, ar re baotañ ha disprizetañ. Penaos e raont evit chom bev en despet deomp, pe meur-a-wezh gres deomp ? Gres deomp, ya, rak hep ar loened a zesavomp pe an touzered a implijomp stank ne vehe ket ken talvoudus teknikoù ar melchon... e-keñver re plantennoù arall.
Ar melchon; Trifolium repens; ar melchon-melchon eo (melchon-stlej pe melchon gwenn a vehe moaien lâret ivez); pa lâr an dud "melchon tri blez e komzont ag an Trifolium pratense (an hani ruz a vez kavet stank ivez), pa lâront "melchon blez" e komzont a "Trifolium incarnatum", ur spesad get boketoù ruz-poazh, a veze lakaet get an dud e-raok met pas mui kalz, ha ne vez ket kavet kement-se en natur ken.
01:47 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : trifolium, melchon, trèfle








