10/02/2009
Rock 'n roll a zre-mañ
golden boy rock 'n roll.mp3
What is it ? Sonerezh a zre-mañ ! Un tammig ton special dedicace d'ar c'hoarierion er Yalc'h hag o flijadurioù...
10:36 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : fast noise trade, sonerezh, musique
23/12/2008
Air manquant de visibilité
Krediñ a ran c'hoazh, arre, kas un tonig sonerezh àr ar blog-mañ... divezh-kaer ! Ar re a zo kustumet doc'h sonerezh lipetoc'h o devo truez a-dra-sur, mes marse e ray plijadur da lod arall... pe c'hoant da soniñ ! Hag afer a zo a sonerion, en amzer a-vremañ mes marse muioc'h c'hoazh en amzer da zonet ! Afe, gwelet e vo...
air manquant de visibilité.mp3
Anv an ton e galleg a zo daet din pa selaouen en-dro, seblant a ra, dreist-holl er penn-kentañ, e ta an traoù dre zegouezh (ar pezh zo gwir ivez) hag e klask an ton e hent !
19:10 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sonerezh, gitar, guitare, musique
11/11/2008
arru eo an noz
Setu un ton gitar, savet àr ar prim, evit an noz é arru, hag evidoc'h...
Vad a ra leuskel ar c'herden da gomz, kuit a varbotat re èl ma 'm eus graet da greisteiz àr ar blog-mañ...
ton sioul.wav
PS: Goude bout klasket selaou en-dro ma unan en em rentan kont penaos eo un tamm ponner da bellgargiñ... neuze e vo evit an dud motivet hepken !
18:25 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sonerezh, gitar, guitare, musique, Pellen
29/07/2008
Un ton hag ur vandenn dreset
Setu amañ an ton en doa ma broudet da skriv ar pennad diwezhañ "Amzer ar CDioù", kerkoulz eo ho lakaat da brofitiñ ivez; domaj eo avat n'hon eus ket penn-kentañ tout ar sonenn. Lod a drido doc'h er c'hlevet, meskaj etre melkoni ha nerzh daonet anezhoñ; ha marse pendeogwir, èldin, int bet gwerso hep er c'hlevet. Lârit din: sonet e vez c'hoazh an ton-mañ gete ur wezh an amzer ?
Setu enta ar liamm:
http://www.youtube.com/watch?v=Fo-V_OYfMAg
Ha setu bremañ un dresadenn savet get ur c'hamarad d'an Tamm Papir... pe ur laer hag en deus c'hoant da dapout ar yoc'h argant a vo dastumet, edan berr, pa vo gwerzhet produioù deveret An Den hep Stumm ? Gwelet e vo en amzer da zonet... setu atav ar vandenn dreset:
an den hep stumm hag e gamaraded.doc
A-fed an Tamm Papir just-a-walc'h, emañ ar skipailh é labourat harz-pe-krev da achuiñ an niverenn 12 evit Festival Etrekeltieg an Oriant, ma vo kinniget ez-ofisiel dirak an Ti-kêr, sadorn diwezhañ ar festival, da 9 eur d'an noz.
Un tamm pasianted, tudoù !!
15:40 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Guichen, bandenn dreset, Tamm Papir, sonerezh, musique
27/07/2008
Amzer ar CDioù
Doc'h pesort sonerezh eh oc'h é selaou d'an termen-mañ ? Setu un tamm preder a-fed ar pladennoù hag ar sonerezh just a-walc'h...
Amzer ar CDioù.doc
18:25 Publié dans An dramsell | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : CD, sonerezh, musique, Ar Re Yaouank, Led Zeppelin
02/06/2008
Fast Noise Trade
http://www.kaouenn.net/?q=br/node/586
Amañ e vo moian deoc'h tañva sonerezh ur strollad a blij din pasapl: Fast Noise Trade, enrollet e Karaez d'an 30 a viz Mae 2008; ma faot deoc'h o fediñ, tremenit drezin !
12:40 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sonerezh, musique, music, Fast Noise Trade
14/12/2007
an tablâ
Setu ar wezh-mañ ur fichenn a-ziàr ur benveg sonerezh a vro India, an tablâ; deoc'h-c'hwi d'ober ho mad ag an dra-se; an dresadenn n'eo ket bet graet genin-me, he zapet am eus àr ar rouedad.
Tablâ.doc
08:44 Publié dans Fichennoù kelenn | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sonerezh, musique, tablâ, benveg, instrument
18/10/2007
un ton
Setu un ton klarinetenn evit magiñ un tamm ar sonerezhva !
DW_A0085.wav
09:10 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : klarinetenn, clarinette, sonerezh, musique
25/09/2007
Ur film bihan
N'em eus ket c'hoant kontiñ mam buhez er blog-mañ, mes ma ho peus lennet lod ag an notennoù ho peus gouiet e oan sot get ar strollad Ar Re Yaouank pa oan... yaouankoc'h (ha sot e vehen c'hoazh bremañ moarvat pa vehe ag ar strollad-se c'hoazh); àr Internet e vez kavet lies-mat ne vern petra, hag engortoz e oan a welet pasapl a filmoù bet tapet dre guzh e-pad ar festoù-noz get ar strollad-se, dre ma plije estroc'h evit din hepken; hag a-benn ar fin eo dibaot ar filmoù gete àr Internet ! Un tamm domaj marse ? Unan hepken am eus kavet, hennezh:
http://www.youtube.com/watch?v=-XwGW2IJpJA
Brav eo ha diskouez a ra mat penaos e oa ar strollad àr ar leurenn, mes sur on e vehe bet posupl gwelet filmoù get muioc'h a vegon c'hoazh ! Tud zo o deus graet filmoù hag o deus int goarnet gete ? Kerzhit da c'houiet.
Setu atav an tamm-se da sellet doc'htoñ ha da selaou, evit ar re n'anavent ket ar strollad-se !
16:05 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Ar Re Yaouank, musique, sonerezh, Breizh positive
01/07/2007
Plantec (2)
Setu bremañ ur bladenn nevez-flamm é tonet, an hani on-me é selaou en ur skriv ar pennad-mañ; atav du, èl ar pladennoù arall, ha dilhad izili ar strollad pa vezont àr ar leurenn. Unan nevez c'hoazh: ur c'haner, ha telennour oc'hpenn. Hag a-du-rall, ar soner biniou en deus em lakaet da soniñ fleüt ivez, ha neuze uillean-pipe. Ar soner bombard a son ivez get ar shenai, hennañ a zo ur vombard a vro India. Muioc'h a c'hitar tredan a zo c'hoazh. Plas ar brezhoneg a zo ur bochad brasoc'h evit ma oa àr ar bladenn kent – lojik eo, savet o doa un ton anvet "Ya d'ar brezhoneg !" un tammig zo – en arbenn ma vez sonet a veg e brezhoneg get ar paotr; mes ivez peogwir n'eus nemet brezhoneg àr golo ar bladenn ! Ne gredan ket e paray doc'h tud ha n'int ket brezhonegerion a breniñ ar CD; graet e vez an dra-se hep diaezamant get pladennoù e saozneg.
Ar golo n'eus ket kalz a dra skrivet àrnoñ a-du-rall; skeudenn ebet ag ar sonerion da skouer. Ur fari a zo àr gein ar bladenn a-fed niverennoù ar sonennoù; ur souezh pe ker lies e arru traoù seurt-se get ar pladennoù dre vras, hiniv an deiz !
Nag ar sonerezh, bremañ ? An notennoù kentañ a zo liv Nirvana àrne, hañval genin, get gitar tredan ponner. A-hent-arall, diàr glevet ar bladenn en he fezh ar wezh kentañ, e oan bet dipitet a-walc'h: n'em eus ket adkavet ar memes son, nag ar memes ijin en tonioù; me 'grede bout klevet dija traoù seurt-se get strolladoù èl Alan Stivell pe re arall hag a glask soniñ "modern", lec'h ma vez kollet nerzh an tonioù e-mesk ar c'hempennadurioù pe ar mekanikoù. Ar c'han en deus ur plas bras, hag a lak ar benveger arall un tamm en ardreñv, evit er servij; bouezh ar c'haner n'heller ket lâret penaos emañ ur vouezh dispar kement-se.
Goude bout selaouet ur wezh kentañ e oa ur soñj é torimellat e ma fenn: "Perak em boa prenet ar bladenn-se get kement a herr ?"
E berr gerioù, ar pezh a oa "tonioù" e-raok a zo daet da vout "sonennoù"… ha gwezh-a-vez e vez tapet tonioù hengounel, ar pezh ne veze ket graet gete e-raok. Selaouet 'm eus en-dro neoazh, get an c'hoant monet pelloc'h evit am soñj kentañ, an dipitadenn gentañ. Hag a-benn ar fin, em eus selaouet estroc'h evit ur wezh zokenik ! Penaos 'ta ? Be zo un dra bennak er feson da gempenn an tonioù hag a stag doc'h ho skouarn, hag a chom en ho penn goude bout lazhet ar lenner CDioù. Ur wezh lakaet an dañs a-gostez, ha pellaet ar soñj "n'em bo ket plijadur é tañsal àr draoù seurt-se" a-zoc'hin, e laoskan ma fenn da vout kaset get houlenn an tonioù. Lod anezhe zo melkoni enne, splann eo, ar pezh a c'hell bout ur souezh pa soñjer n'eo ket gwall gozh sonerion ar strollad.
Ur bladenn a-feson da selaou neuze ur seurt; esperañs em eus neoazh e adkavin tonioù arall (an ton bourre nevez, an ton hanter-dro nevez, ha kement tra zo…) ar strollad Plantec àr leurennoù ar festoù-noz c'hoazh hag en-dro, da lakaat an dud da huchal en dañs; afer hon eus a donioù nerzhus er festoù-noz !
10:00 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sonerezh, fest-noz, musique, Plantec








