11/11/2009
un diskouezadeg e Brec'h
A-barzh e Brec'h, er vediaoueg, e c'hell an dud gwelet, betek fin ar miz-mañ, un diskouezadeg fotoioù natur. Lod zo bet graet evit koñkour fotoioù Douar Alre arlane, "an dour" a oa an tem; ha brav int. Ar re arall zo bet graet get un den anvet Daniel Allaire, un den a Garnag hag en deus graet fotoioù plant a gostez ar mor; un nebeudig a zo diskouezet aze met re arall en deus graet c'hoazh. Doc'h pep porteled eh eus bet staget un tamm testenn skrivet getoñ. Hag ivez testennoù tennet a oberennoù skrivagnerion ag ar vro, e galleg dreist-holl met e brezhoneg ivez un tamm; an anvioù-plant zo bet lakaet e brezhoneg ivez; ha kontant on bet bout sikouret getoñ evit kement-se.
Neuze, kerzhit 'ta da deurel ur sell !
Ha moarvat ma c'hwitit an diskouezadeg ar wezh-mañ ho po c'hoazh tro d'he gwelet diwzhatoc'h, rak troiñ a ray dre ar vro.
Setu amañ ur pennad tennet ag an Telegramm a-ziàr an dra-se:
Ha taolit ur sell d'ar pennad a-ziàr "Hent Arkadius" d'an dias, a-gleiz...
19:26 Publié dans Natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : daniel allaire, brec'h, natur
09/11/2009
tro-vale er c'hoadoù
D'ar c'hentañ àrn-ugent ag ar miz-mañ e vo graet un droiad genin (get ar gevredigezh Sten Kidna), àr an hentoù, evit deskiñ traoù a-ziàr an natur, ha kaozeal ivez (met e brezhoneg), ha gwelet ar vro.
Lakaet eo bet ar lec'h: e-tal chapel Lokmaria ar C'hoad e vo, e Landevant, da 2 eur hanter.
Gellet a rit gwelet e-menn emañ àr ur gartenn, pe neuze amañ: http://www.bretagne -rando.com/ randonnees_ detail.php? num=413 . Ur lodenn ag an hent-se hepken a vo graet, rak aet vo àr hor goarigoù ha neuze ne vo ket graet tout ar pezh a zo diskouezet aze. Oc'hpenn-se e vo graet en tu kontrel.
Gwell eo bout dilhad glav geneoc'h ha botoù/botinennoù evit kerzhet er lec'hioù gleb, kar ne vimp ket pell a-zoc'h gwazh Kergroaz.
Promenade nature (tout en breton) le 21 11. RDV à la chapelle de Locmaria à Landévant à 14h30. La carte en lien montre un parcours mais nous ne le ferons pas en entier. Prévoir vêtements et chaussures adéquats.
Soñj fur an deiz: Brav eo lenn buhez Germénen doc'h splannder ho skrammig, met mat eo lakaat an teod hag an divhar da labourat ivez !
10:44 Publié dans Stajoù,abadennoù... e brzhg | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : landevant, bons voisins, baleadenn, natur, sten kidna
27/02/2009
boketoù-laezh
Un tamm tro edan an heol amiapl; edan ur wezenn, kaoc'h evned: un neizh a vehe edan bout savet ? Pellikoc'h e welan arre boketoù sklaer vihan, tostaat a ran betak beuziñ er liv melen flamm, get son ar puig chip-chap àr-dreñv. Ar gwez pupli a seblant bout é prientiñ o broñs. Sellet a ran doc'h kravoù violet an drez e-mesk lien an natur. O, du-hont, ar liv melen sklaer-se... ar boketoù-laezh zo arruet ! Moarvat int bet plantet get an dud un deiz bennak, kar en o mesk eh eus re violet sklaer ivez.
Un tamm nevez-hañv seder da dañva, get redadegoù ar c'hevnid etre ho treid, evel bep gwezh mand eo brav an amzer er prantad-mañ.

Boketoù-laezh (primevère)
13:02 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : nevez-hañv, natur, primevère, boketoù-laezh
19/02/2009
Kostez ar c'hleuz
Dec'h d'enderv, tammig troiad e-tal an hent-houarn; amiapl an amzer, ha tommik memp àr gostez ar c'hleuz durc'haet d'ar c'hreisteiz. En o e welan an nevez-hañv é tiskouez e livoù splann. Boketoù sklaerig a embann o fetalennoù melen-koar lufrus. An antrisk a gresk o del didroc'het fin, ha lod anezhe zo e boketoù dija ! Tammigoù c'hwibed a welan é tarnijal ur wezh an amzer àr ma hent. Boketoù myosotis zo àr ar c'hleuz ivez met b'on ket ur mailh àr ar myosotis neuze n'on ket evit reiñ un anv spesad resis dezhe. Ur valafenn, burzhud !, a dosta hag a ya da astenn he divaskell àr un tamm plantenn, en heol. Moarvat eo "Aglais urticae", "la Petite Tortue" e galleg (ur vaot vihan, perak 'ta ?); ha moarvat, an hani a welan aze a zo unan a oa chomet kuzhet mat en ur gognell bennak e-pad ar goañv (ha n'eo ket unan arru nevez zo diàr ur preñv), ha bet dihunet get an heol. Hervez ur levr am eus eo un dra kustum get ar spesad-se.
Div bik zo en ur wezenn; ur c'houblad a-dra-sur; an deizioù-mañ em eus gwelet piki é tapout brinsennoù en o figos evit sevel pe kempenn un neizh. Turzhunelli turk a welan a bep tu a goubladoù ivez.
Met ar pezh en deus ma merket ar muiañ hiniv a zo arru e achuamant ma zroiad-bale: kan ar puig chip-chap (pouillot véloce). Tchip ! Tchap ! Tchip ! Tchap ! Hennezh a chom a-hed ar goañv er vro. Met e gan a zo goust an heol getoñ ur sort.

Aglais urticae, unan ag ar balafenned paotañ... pe kentoc'h unan ag ar balafenned nemete a c'heller gwelet, rak dont a ra diaes gwelet spesadoù zo...

Ar puig chip-chap (Phylloscopus collybitus), le pouillot véloce; tennet ag ur lec'hienn interesant-bras evit an dud stummet get an evned: http://www.oiseaux.net/ Nag a draoù a-barzh ! Ken e vez dibosubl monet da furchal a-barzh ma faot deoc'h gwelet evned gwir ivez !

Ar sklaerig (Ficaire)
11:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : natur, puig, pouillot, ficaire, sklaerig, pig, pie
02/11/2008
Etre ar betoñs hag ar c'hoad
Setu c'hoazh hag a vo hiroc'h evit ar pezh a faote din a gentañ. Daomp atav, pemp ha pevar a ra nav.
Setu me é vonet trema un tachad lec'h ma oa un ti pe un atalhier bennak e-raok, chom a ra pasapl a vetoñs eno, ha kavet hon eus c'hoazh, aze, koursad-oa, plant hag a vourr ag an douar raz.
Da gentañ eo un tok touseg a welan me, hag unan dianav din. Mes ne vo ket hir kavout e anv. E plas toulloùigoù pe lavnennoù eo pikigoù a zo edan an tok, ar pezh a zo dibaot e-mesk ar champignoned. Hag ar re-mañ n'int ket pikoù bihan, mes ur santimetr pe daou a zo dezhe.
Kazi sur eo "Creolophus cirrhatus" eo e anv, pe "Hydnum cirrhatum". Un hanter-voull get pikoù edan... ne vo ket diaes derc'hel soñj anezhoñ; e anv, avat...
Un tamm pelloc'h, e-tal ur poullad dour, ur blantenn hag a zo kar d'ar C'haol-moc'h (Rumex crispus + Rumex obtusifolium). Get sikour ma levr e tiforc'han anezhi a-zoc'h he c'heniterv. Neuze eo "Rumex conglomeratus" a zo dirak ma daoulagad ha pas "Rumex sanguineum".
Pa seller doc'h frouezh ar Rumex a dost e weler eh eus diforc'hioù etre ar spesadoù. Hag amañ ar frouezh o deus teir boullig, pa n'eus nemet unan da re "Rumex sanguineum". Diforc'h dister a lârit c'hwi ? Mes àr-dreñv an diforc'h-se eh eus daou spesad disheñvel, get buhezioù disheñvel...
Ma, goude, setu ar melchon bihan get boketoù gloanek èl lost ur c'had: an Trifolium arvense, gwelet e vezont kentoc'h e-tal ar mor geneomp-ni, ha pas gwall lies en douaroù. Moarvat e plij dezhe an douar-raz.
Setu me àr an hent d'ar c'hoad, ha tremen a ran e-tal an Tanacetum vulgare get o frond kreñv.
Ur seurt kleuz er c'hoad... petra oa e-raok ? Rak ar c'hoad ne seblant ket bout kozh, marse e oa ur fozell etre daou brad, a-gent ?
Goude, un tammig plantenn ag ar c'hoadoù, mes ne vez ket gwelet ker lies-se: ar Polygonatum multiflorum (Sceau de Salomon multiflore), kar doc'h louzaouenn-an-hañv.
Kendirvi en deus, mes pas dre-mañ.
Gwelet a ran ur skritell dirak ur wezenn-bin evit diskouez peseurt spesad eo; allas, ur fari o deus graet; lakaet o deus "Pin maritime", pand eo ur 'Pin sylvestre" eo ! Afer a vehe a en em soñjal un tamm e-raok lakaat traoù èl-se er c'hoadoù...
Un tammig gwezenn vistr ha aes da anavout get he del dibar: ur gerzinenn eo (Alisier torminal). Ne vezont ket james gwall uhel na gwall dev, ha beviñ a raont dalbezh er c'hoadoù, edan gwez arall. Pelloc'h, setu bodoù haleg get liken orañjez doc'hte, doc'h un tu hepken ! Seblant a ra eo an heol é vonet da guzh hag é reiñ e liv orañjez-flamm da droñjoù ar gwez, mes pas, gris eo an amzer, hag ar liken zo durc'haet d'ar c'hreisteiz; n'eo ket ur soñj fall evit bravaat an devezhioù glav !
Edan ar gwez bezv, setu mignonez ar bezv, an amanitenn lazh-kelion, ruz get tarchoù gwenn. Hag un tamm goude, ur steudad klitosib, tokoù-touseg gris, ha mat da zebriñ. Unan anezhe, e penn ar steudad, zo ur pikol tok dezhoñ ! Get e livioù disheñvel, e vent disheñvel, ar stumm avouilhed en deus (hag hani ag ar re all n'en deus ar stumm-se) a lâr deomp n'int ket da vout renket er memes spesad.
Arruet on get dek gwezenn derv en ur c'helc'h, o anavout a raen a werso. N'ouian ket piv en doa bet ar soñj d'o flantiñ èl-mañ. Kontant e vehen d'en em gavout get an den en deus graet an dra-se, mard eo bev c'hoazh, rak ar gwez-se a zo 40 vlez marse dija.
An dra diwezhañ a welin e-raok tapout krog en-dro em belo a vo koad-kren. Ar gwez-se a zo pupli get del ront, hag a vev el lec'hioù mouest. Melen eo o del d'an diskar-amzer. Mes ar pezh a zo penn-kaoz mand int anvet èl-se (ha kement arall e galleg: Peuplier tremble) zo stumm o del. Ma sellit a dost doc'h un delienn e welit penaos eo plat troad an delienn doc'h an daou du; ha kement-se a lak an del da vouljal get an disterañ avelenn; ar pupli a arall o deus del graet àr ar memes patrom, mes ar c'hoad-kren eo a ya pellañ àr an hent-se. Petra zo kaoz ? Marse dre ma voulj an del èl-se e vo diaesoc'h d'ar wezenn bout diwriziennet ma ta ur gorventenn ?
Ma, setu achu ma zroiad, ha ne gomzan ket ag ur blantennig am eus gwelet en achumant, rak re hir eo ma fennad !

Creolophus cirrhatus: gwelet e vez ar pikoù edan an tok
evit o gwelet spisoc'h: creolophus cirrhatus.jpg

Trifolium arvense, hañval doc'h lostoù-gadon

Delienn koad-kerzin; n'eus delienn ebet hañval er c'hoadoùier-ni


Rumex conglomeratus, a bell hag a dost (a dost e weler an teir boull a zo en-dro da bep frouezhenn, mes e gwirionez n'eo ket hadennoù int)

Del koad-kren; pa seller a dostoc'h e weler eo plat daou benn lostoù an del (mes ya, doc'h ma welit an delienn a-dal pe a-viez e seblant strizh pe ledan an troad)
N'eo ket spis a-walc'h ? Klaskit èl-mañ:
populus tremula.jpg
17:40 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : natur, nature, gwezenn, arbre, tok-touseg
25/10/2008
Natur e Brec'h
Setu me neuze, goude bout skrivet notenn dec'h, é skriv kani hiniv. Paour-kaezh galeour, emañ ret din deskiñ skriv nebeutoc'h (ha neoazh em eus kavet amañ ur vammenn fonnus, traoù am boa da lâret ha ne ouien ket !). Mes ma skrivan re e tremenan re a amzer dirak ar skramm, ha marse e vo re da lenn evit an dud ivez.
Klask a rin ober berr a-walc'h neuze.
Un dra em eus da lâret memestra: ar skeudennoù a lakaan e fin ma fennadoù n'int ket bet graet genin. Tapet int bet àr ar rouedad, ha grad vat a ouian d'an dud o deus int lakaet a-wel d'an dud èl-se. Dre ma blog en o lakaan da vout gwelet geneoc'h, mes setu tout. Dezhe enor ar fotoerion, na bout n'em eus ket amzer da lakaat razh o anvioù amañ !
Hiniv neuze e oan bet e Brec'h é vale un tammig. Ha gwelet neuze meur a dra, ken e tlean choaz en o mesk a-herr, dilezel lod anezhe ha lakaat lod arall dirak ho selloù.
Kelion bihan am eus gwelet àr ur rankad boketoù. Ur voiajad oa anezhe, marse mes kantadoù anezhe. Munut-munut, du lufrus o c'horfoù, divaskelloù àr-voulj atav, get poentigoù du àrne. Hag int é tremen ag un delenn d'un all. Re "Sepsis" int (ha marse "Sepsis fulgens"), ma kredan ar skeudennoù a welan àr al lec'hienn fiskal http://demons-et-merveilles.club.fr/galeries/dipteres/pag.... Avaze emañ tennet ar skeudenn amañ dindan.
Kevnid a oa ivez hag a brofite ag ar vostad kelion-se evit gober chervad. Eya, ar prantad lec'h ma vez gwelet ar muiañ a gevnid er bodoù a zo an dilost-hañv (dreist-holl gwenholom). A-benn eno emañ arru tev ar re zo anvet "Araneus diadematus" (ar re baotañ er vro e-touesk ar re a sav gwiad geometrek).
A-du-rall, er jardrin, ur blantenn hag he doa un anv fiskal: Soleirolia soleirolii. Ur blantenn daet ag ar mor kreizdouarel eo, lakaet er jardrinioù dre-mañ, hag a zo techet d'em lediñ enne, a-gleiz hag a-zehoù. Del bihan dezhe, ront, glas teñval.
Petra c'hoazh, evit achuiñ ? Tokoù touseg (Agarig) gwenn-kann edan ar gwez pupli... gwez hor boa gwelet bihan bihan, re hor boa hadet evit lod anezhe, ha setu int bras-bras bremañ, tuchant tri metr evit lod... an amzer a dremen...

Sepsis (fulgens): kelionigoù hag a welit marse en ho jardrin deoc'h-c'hwi ivez.

Soleirolia soleirolii, ur blantenn iskis he anv ha biotik he del.
22:30 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : soleirolia soleirolii, sepsis, natur, nature
Ur bod fouliar
Setu me neuze é skriv notenn ar 24 an deiz àrlerc'h, d'ar 25, abalamour d'an amzer en deus manket din spontus evit en ober. Ha dec'h neuze n'em boa ket bet tro da notenniñ kalz a draoù. Just un dra gwelet doc'h un ti.
Ya, un ti. Peg doc'h ur vangoer anezhoñ, stumm ur bod fouliar astennet èl ur pezh dorn. Stumm hepken, rak tennet eo bet ar blantenn. Ur bod nevez, ag ar memes gwriziad peurchañs, zo krog da grapout. Roudoù e gorf bet eo neuze a weler doc'h kostez ar savadur. Iskisat un dra ! Evel a pa vehe gwelet, e-taldoc'h, roudoù ho korf a bemp blez zo, lakaomp. Skeudenn an amzer é tremen.
Ma, kement-se n'eo ket studi an natur mes kentoc'h filozofiezh, a gredan. Mes hiniv n'em eus ket bet kalz a c'hoar, na n'eo ket bet gwall zijapl ma spered naket.
Just amzer da soñjal, àr dremen, penaos e karehen a-walc'h studiiñ a-dostoc'h daou jener plant, ar c'hConyza neuze am boa komzet anezhe an deiz arall, hag ivez an Amaranthus.
Amaranthus ? Plant izel ha glas, get boketoù kuzhet, glas, dister. Mes en o mesk e kaver ur koantenned hag a vez lakaet get an dud en o jardrinioù: Amaranthus caudatus, an amarant lostoù-louarn, get seurtoù lostoù fournis ha ruz. Pell zo e tremenan dirak dezhe, liesgwezh, ha c'hoant genin d'o anavout gwell (geo, geo, petra zo kaoz d'an c'hoant-se avat... ?). Pezh zo, torr-penn int da ziforc'h unan a-zoc'h un all, bihan èl mand eo ar boketoù. Marse e tain da benn ma kavan amzer.
N'o c'haver ket a-c'houde pell er vro. En XIXvet kantvlead e anaved 4 seurt anezhe, ha bremañ, 8 er Morbihan (Atlas de la Flore du Morbihan). Daet int a vaez-bro, èl ar c'hConyza, hag èlte en em strewont da gentañ e lec'hioù darempredet da Mab-Den, e pep lec'h ma vez bouljet an douar, ha dreist pep tra er c'hêrioù. Evit em deurel da studi an Amaranthus hag ar chConyza, n'ho peus ket nemet fourbouchat e lec'hioù vilañ ar c'hornad ! Dister a-walc'h int, estrañjourezed, é veviñ e karterioù divalav. Met n'o disprizomp ket ur seurt !
Ha setu tout evit ar 24 !

Un amarantenn

Ur blantenn Conyza (Conyza sumatrensis). Mes geo, mes geo, a-dra-sur ho peus gwelet lod-kaer anezhe, en ho jardrin marse, pe e kêr...

Fouliar (iliav, deliav-red) doc'h ur vangoer
21:55 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : amaranthus, conyza, hedera helix, natur, nature
18/10/2008
Senecio; piki; gwezenn
18 10
Hiniv e vo kroget ur rubrikenn nevez, notennoù natur e vo;
Kontet e vo àr ar prim traoù am bo gwelet deiz ha deiz en natur tro-dro din. Berr e vo, rak an amzer eo a vank din spontus. Gwezh-a-vez e vo dister a-walc'h an danvez (gwezh-a-vez ma devezhioù ne welont ket kalz ar maezioù !), mes esperañs em eus e taolin muioc'h spi d'an natur en arbenn ma vo ret din skriv an tamm pennad daonet-mañ bemdez !
Ma lakaat da sellet muioc'h doc'h an natur: sed amañ ur pal, an arall a zo lakaat un dra nevez er blog bemdez, evit ma chomo un tamm bev !
Evit hiniv n'em eus ket kalz a dra da gontiñ, ar mintin-mañ e gwirionez ne ouien ket em behe bet ar soñj-mañ da noz.
Gwelet em eus plant dianav din, etre ar railhoù en ti-gar en Alre, hag ivez àr vord an hent-bras e Gwened. Boketoù melen dezhe, seurtoù Senecio int moarvat. Klask a rin gouiet petra int e gwirionez. Kas a rin doere deoc'h. Bevet em eus ur momant hep par en ur wezenn e kompagnunezh ar piki ar mintin-mañ, ha fresk an amzer (ha skornet ma daouarn peg doc'h ar skourroù). Bale d'ar gouloù-deiz, setu un dra a vehe brav din ober liesoc'h !
19:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : natur, nature, gwezenn, arbre, piki, pies, plant
11/11/2007
Ur levr botanik
A-greiz kalon e c'houlennan geneoc'h ma fardoniñ, kar kinnig a ran deoc'h amañ un diplodokus...
Komzomp ag ul levr ar wezh-mañ. Unan hag a gont pasapl e mam buhez (hag oc'hpenn e kani mam breur). Divinit...petra eo ? "Intron Varia Garmez" ? Pas, tamm erbet memp. "Kammdro an Ankoù" ? Muioc'h ya, met n'eo ket hennezh. Assimil brezhoneg ? Muioc'h c'hoazh, a-dra-sur, met pas. Evit sikour geneoc'h, n'eo ket unan e brezhoneg. Marse e soñjit en ul levr prederiañ, traoù a denn d'ar spered...an Aviel ? Boñ, n'heller ket lâret ne gont ket, sur, met aze oc'h fariet c'hoazh ! "L'Etre et le Néant", get Sartre ? Pas, evit lâret ar wirionez deoc'h, n'am eus ket eñ lennet. Troiñ a rit ho selloù davet bed ar romantoù en-dro: "Vingt-mille lieues sous les mers" ? Ya, eñ en deus plijet din, met n'heller ket lâret en deus kontet kement-se em buhez, nemet am eus desket getañ ur bochad gerioù gallek. Kroget oc'h da fuloriñ; petra eo neuze, lâr deomp ! "Jonathan Livingstone le Goéland" ? Pas ! "Le renard et le chien courant" ? Pas ! "Le Grand-Meaulnes" ? Pas muioc'h ! Aze, e-raok reiñ titouroù deoc'h e lârin bravo deoc'h. N'ouian ket penaos oc'h deuet da benn, met kavet ho peus aze un nebeudig e-mesk ar romantoù a zo chomet e ma spered. Spierion oc'h pe petra ?!
Ale, ul levr skiant eo. Neuze, d'ho soñj ? "Poussières d'étoiles" get Hubert Reeves ? Hum... "Le feu de la terre" get Maurice ha Katia Krafft ? N'eo ket fall..."100 orages faciles à prévoir" get Alex Hermant ? O, o, met e-menn ho peus lakaet ar c'hamera e ma zi ?? Ret vo din diskuliañ petra eo e-raok ma vo anavet get razh ar websurferion roll kuzh ma lennadennoù ! Ar respont: "Les 4 flores de France" get Paul Fournier, embannet bremañ get an ti Dunod. Penaos, 'poa ket kavet ?
Ul levr tev a-walc'h eo, àr-dro 1100 pajenn (550 follennad neuze), àr-dro 3cm x 12cm x 22 cm.
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------
A-barzh e vez kavet deskrivadennoù ag an darn vrasañ ag ar spesadoù plant (nemet ar spesadoù man pe bezhin) a c'heller kavout er Frañs. Un alc'hwez a zo evit dont da benn a reiñ un anv d'ar blantenn a zo dirak ho taoulagad, ha tresadennoù munut ivez. Seblant a ra ponner, skrivet eo bihan, get berradennoù; dister a-walc'h an tresadennoù e-keñver an destenn; a istorioù pe danevelloù n'eus ket en destenn ! Deskrivet vez ar blantenn-mañ-plantenn, ur ger a zo àr etimologiezh an anv skiantel. Ur skouer a roin deoc'h tuchant.
Dilennadus, ne gav ket geneoc'h ? An dra-se a oa bet ma soñj ha-rac'h, p'am boa eñ gwelet evit ar wezh kentañ, e levraoueg skol-veur Gwened. Met a-benn ar fin m'am boa eñ amprestet, marse evit "ar gordenn dev" !...met intereset oan get al louzaou en amzer-se dija ur seurt. Ma mamm eo he deus roet goust deomp da sellet doc'h al louzaou er penn kentañ, kar hi a ziskoueze deomp ar re a anave, meur-a-wezh. Pa oan un tammig koshoc'h am boa sellet e levrig ma mamm: Quelle est donc cette fleur ?", get A. Kosch, embannet e ti Nathan. Sellet ha disellet, lennet ha dilennet, memp ha zoken. an tresadennoù du ha resis a blije din, sur, met barzhoniezh rik an anvioù louzaou oc'hpenn c'hoazh ! N'ho peus ket 'met lenn:
Pimpinelle saxifrage, Spergule noueuse, Parnassière des marais, Herbe au pauvre homme, Marrube commun, Mélilot blanc, Agripaume ou Cardiaque !!
Gortozit, n'eo ket achu...Stumm an deskrivadennoù, renket a-vannoù diàr choaz an aozour, o lak da vout heñvel doc'h haïku-ioù dispar; just èl pa vehe ret renkiñ ar frazenn-mañ en ur bann strizh: Moteur multicycle à vibration hélicoïdale contrôlée.
moteur multicycle
vibration hélicoïdale
contrôlée
(N'ho po ket bevennoù ar bannoù siwazh din, ne zeuan ket a-benn d'o gober get ar mekanik daonet-mañ).
Heñveloc'h eo doc'h ur varzhoneg dija ? Hag aze ?
panicules
déployés
fleurettes
en étoile
cymes
multiflores
5 sépales
capitule
isolé,
terminal,
en collerette
grappe de
fleurs
alternantes
Goulenn a rit c'hoazh ? Lan eo al levr ag ar barzhonegoù-se ! Aze oa deskrivet stumm ar bokedoù. Daou skouer bremañ tennet ag ar bann "forme de la feuille":
vert d'herbe
lancéolée
pointue
allongée,
poils rudes,
amincie en
pétiole
C'hoazh, c'hoazh, a c'houlennit ! Tri skouer tennet ag ar bann "Particularités":
tige à demi
gisante
fleur s'ouvre
le soir, tige
velue par
touffes
fleur dioïque
radicelles
du centre
enflées en
tubercules
Biskoazh !
Marse zo lod ac'hanoc'h hag a gred eh on é farsal, met tamm ebet ! Evit gwir, aze e kavan biskoazh brav ar varzhoniezh-se, ken on techet da renkiñ al levr-se e-tal ma levrioù Rimbaud ha Verlaine, just e-tal Les orchidées des dunes calcaires du Devonshire.
Ret eo din anzav, aze, ur seurt:
1) n'am eus nemet ul levr Rimbaud, hag unan Verlaine (an daou a blij din horrol)
2) brav eo an titl Les orchidées des dunes calcaires du Devonshire, met al levr-se n'eo ket em dalc'h.
3) e-tal Rimbaud pe get, e vo ret din renkiñ al levr-se en ul lec'h bennak, un deiz bennak !
Ha tout ar skouerioù am eus diskouezet deoc'h uhelloc'h a oa tennet ag ur bajenn hepken !!
Setu c'hoazh unan (Marianna) evit ho plijadur, honnezh zo tennet ag ur bajenn arall:
rhizome
rameux en
forme de nid
d'oiseau
Soñjal a ra din 'm behe graet gwell komz ag al levr-mañ kentoc'h evit ag al levr arall...met boñ...pa soñjan mat, a-hent-arall, ar wezh kentañ ma vo goulennet genin "Ha pa vehec'h kaset d'un enezenn digenvez ha goulle, ma n'hellehec'h ket kas ken 'met ul levr, peseurt hani a vehe ?" e ouiiin petra respont bremañ: "Quelle est donc cette fleur ?" E-mod-se e kasin rac'h ar varzhoniezh-se, ha rac'h an natur-se àr-un-dro, genin.
Ul levr arall am boa prenet ur wezh e kastell Trevarez, un tammig er memes stil (pas barzhoniezh-rik, hennezh): "Flore des campagnes" (e ti Gründ). Skeudennoù e liv ar wezh-mañ. Ar skeudennoù-se, ar gerioù-se a oa kroget da intriñ ma fenn pa 'm boa kavet al levr "Les 4 flores de France".
Aet ma breur hag amprestiñ al levr neuze, ha aet da foetal bro àr ar maezoù neuze. Goude bout prederiet un tammig sur-awalc'h hor boa divizet kas al levr ponner geneomp er c'hoadoù, en desped d'ar riskloù a oa d'e gousiiñ. Burzhud ! Get al levr-se e oa posupl dizoleiñ anv ul louzaouenn, e-mod-se ! Un dro-vale pe ziv get al levr, dizoloet un nebeudig plantennoù, ha setu ni kontant. Un tammig àrlerc'h hor boa graet ar memp tra, hag un tammig àrlerc'h c'hoazh...Gast, talvoudus eo al levr-mañ, a soñjemp muioc'h-mui. Ar blez-se, neuze, hor boa tolpet hon argand godell, ni hon daou, ha aet ha preniñ ur skouerenn. Graet oa...ha n'hon eus ket bet keuz ! Bet eo geneomp e-kerzh hor pourmenadennoù stank en amzer-se, e-pad ar vakañsoù er menezioù ha tout. Badezet e oa bet un deiz ma oa bet glav bras é tonet en-dro ag al "Lac bleu" er Pireneioù.
Ma faot deoc'h, tostait da dañvaat un tammig ar pezh a raemp hag a raomp get ar "Petit Albert mod nevez" –se. Un alc'hwez bras eo (kani ar baradoz vihan?), da lâret eo un alc'hwez dikotomek (poil aux Aztèques). Ret eo choaz, bep taol, etre daou dra.
Da skouer: 5 sepalenn en deus ar boked, peotramant 4 ?
C'hwi a sell neuze doc'h ar blantenn da anavezout, ha neuze e choazit (afe, pa c'hellit).
Ma choazit pemp: en em gavout a rit dirak ur serten goulenn, ha ma choazit 4, dirak ur goulenn arall. A c'houlenn da c'houlenn e ya da vout resisoc'h hag e tostait doc'h anv ar blantenn. Setu ur skouer tennet ag al levr:
Calice renflé en ballon (surtout après la flor.) à 20-30 nervures..................................série I, p. 317
Calice non renflé en ballon, gént rétréci à la base, à 10 nervures
Calice entièrt glabre..............................................................................................série II, p.318
Calice pubescent ou velu
Carpophore plus court que la capsule, parfois nul
série III, p.321
Carpophore au moins égal à la capsule
série IV, p.324
Carpophore de longueur indécise
série V, p.326
Neuze? C'hwi a evo ar c'halisad "jusqu' hallali", get ar c'harpophore de longueur indécise-mañ !!
An deorienn a oa; an implij ag al levr a zo liesseurt.
An alc'hwez bras a c'hell bout kroget ag ar penn-kentañ tout anezhañ, an dra-se a c'hoarvez pa ne ouiit ket tamm erbet petra eo ar blantenn. Ha gwezh-a-vez e kerzh ! Deuet omp da benn ur wezh bennak da gavout ul louzaouenn e-mod-se, ha plijus-meurbet eo.
Met d'al liessañ e ouiomp dre vras dre vras petra eo hag e klmaskomp tre-g'an-hent e pajenn ar familh, pe ar jener (ar skiantourion o deus renket ar boudoù bev e kombodoù, evit gwelet sklaeroc'h e bed ar boudoù bev, met ar c'hombodoù-se n'eus anezhe nemet evit spered an den). Ha goude, ur wezh arru get ar bajenn vat e krog c'hoari an alc'hwez en-dro, betek kavout.
Meur-a-wezh, hag aze e vez ar plijusañ, e ouiomp anv ur blantenn, a-benn p'he gwelomp, doc'h an dailh anezhi !! Neuze e teua sklaerder ur vousc'hoarzh àr hor begoù, 'st èl pa en em gaver get ur mignon n'ho peus ket gwelet a-c'houde un tammig zo, hag a anavezit raktal er ru ! Geo, tre an dra-se...Hag a-drugarez da betra omp gouest da ouiet en un talo petra eo ? A-drugarez d'an daou levr barzhoniezh arall (hag un nebeudig re arall ivez), ha d'o skeudennoù, hama !
An alc'hwez daonet a vez implijet e-dan kalz-a-vern peseurt amzer (nemet ar glav ur seurt). Ha gwell eo bout daou, unan é lenn, hag unan é sellet doc'h ar blantenn. Ha ne gredit ket ket e vez diskennet get an alc'hwez ken aes ha tra. Gober a raomp èl ma c'hellomp evit dont da benn. Dre gaer pe dre hêg. Gwezh-a-vez e kav geneomp eo ar blantenn-mañ-hag-ar-blantenn. Neuze, e-lec'h diskenn get an alc'hwez e krapomp...da welet ma klot pe get. D'al liesañ kalz-a-vern penaos e krapomp hag e tiskennomp estroc'h evit ur wezh evit kavout, ken eo heñvel al levr doc'h ur milendall.
Da skouer pa vank deomp un elfenn. Lakaomp eo ret choaz "Fruit noir" pe "Fruit rouge" ha n'eus ket frouezhenn erbet. Neuze e sellit an daou choaz posupl hag e yit get an daou hent. Pa en em gavit en un hent-dall e vez ret deoc'h monet àr ho kiz ha klask gouiet e-menn ho peus graet ur fari. Al lennour a vez hujaotet gwezh-a-vez get ar sellour: "Puten ! Perak t'eus ket lâret koulsoc'h an dra-se din !?". Ken e teua an abadennoù dirak ur blantenn da vout tenn a-walc'h.
Dre forzh implij ar benveg-se e teuomp da vout "fisel" un tammig. Ha pa vehe kontrel ar pezh a welomp doc'h ar pezh a zo skrivet el levr e choazomp an hent-mañ-hent ur seurt, hag en achumant e kavomp. "Détermination à la mitraillette" a vez graet ag an dra-se e galleg, pe c'hoazh "flair du botaniste" ! Ret eo diferiñ, interpretiñ an destenn ha pas heuliiñ an alc'hwez ger-ha-ger.
Ar reolennoù pennañ zo, kalz-a-vern penaos, ar re-mañ:
- Bout onest a-walc'h evit lâret "N'hon eus ket kavet", pa vez gwir.
- Ur wezh kavet deoc'h un anv, e vez ret gwiriekaat an traoù, sellet ma n'eus ket ur spesad arall el levr hag a gouch gwell, ha derc'hel soñj e c'hellit fari.
- Ar feson m'ho po kavet an anv ne vern kement-se ma toujit d'ar reolenn kent.
Chom dirak ur blantenn e-pad ur c'hard-eur peogwir ne faot ket dezhi lâret he anv, ha tout an natur en-dro deoc'h a-hent-arall, a zo un dra hep e bar. Petra lâret ? "Nag emmerduset, met na plijuset àr un dro !", ar pezh a glot get ar c'hrennalavar gallek mil-anavezet "Plus c'est chiant plus c'est marrant".
Moien a vehe din kontiñ dre ar munud an troioù-kaer graet geneomp e-kerzh hor pourmenadennoù, met hir eo dija an diaoul a destenn-mañ a gredan !! Hag emañ ret din goarn danvez evit ma buhezskrid oc'hpenn kement-se...
Ar-un-dro am eus keuz d'ar mare-se ma tizoloemp spesadoù brudetañ ar c 'hornad me ha mam breur. Dibaotoc'h eo bremañ eo an degouezhoù ma kavomp louzaou nevez hag aes a-walc'h da anavezout àr-un-dro (ar plant-dour, pe ar geotennoù, a c'hell bout torr-penn bras !) Met n'eo ket torret em c'hreiz an c'hoant da zizoleiñ ar boudoù-se, bout ma n'am eus ket mui kement-se a amzer. Evit prouiñ an dra-se din-me ma unan am eus prenet ur skouerenn a "Les 4 flores de France" ar blez tremenet (an all zo aet get mam breur) !
N'hellan aliiñ nemet un dra deoc'h: kerzhit c'hwi ivez da glask louzaou dre ar vro, pas marse get "Les 4 flores de France" a-benn, met get ul levr skeudennet brav da gentañ, peotramant un den hag a anav un tammig ar bed-se, n'ho po ket keuz. Ar pezh a zo, seul vuioc'h e anaver a louzaou, seul boaniusoc'h eo deoc'h pa zeuont da vout dibaot, met an dra-se zo lod tout ar c'harantezioù...
Dick Panterra, a Nagram.
(dont a ra da vout filozofel en achumant...!)
15:11 Publié dans Natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : natur, nature, boketoù, plant, fleurs, levr, livre
08/10/2007
Foto
Voici une photo qui nous fait penser à d'autres que l'on a vues dans des livres sur les volcans; vous savez, des plantes qui courageusement s'établissent sur les fissures d'une coulée de lave encore tiède.... la coulée de lave ici se situe à Hennebont.
Setu ur foto hag a zegas soñj deoc'h a fotoioù arall bet gwelet e levrioù a-zivout ar manezioù-tan; c'hwi oar a-walc'h, ar plant kalonek-hont hag a sank o gwriziad e faoutoù ar lava gourdom c'hoazh... ar lava amañ a oa en Henbont.
10:15 Publié dans Natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : natur, nature, volcan, menez-tan, plantenn, plante








