04/04/2009

Bourboutenn vev ha traoù arall

Sklaer oa an amzer ha dizolo an oabl diriaou; aet oan neuze d'ober un droiad er-maez. Klasket em eus notenniñ pep tra a oa é ober boketoù pe del, rak ma 'm eus remerket get un tamm nec'hañs penaos ne oan ket evit lâret da be termen da skouer e krog ar bezv d'ober del ! del bezv.jpg Neuze e notennan evit em bout soñj goude (ha marse a-walc'h keñveriiñ get ar blezioù arall, get kemmoù an hin ne vehe ket fall sellet a dostoc'h...); n'ouian ket hag eh eus ag an dra-se pe pas met ne vehe ket marse un dra fall gober ur sort kalander an nevez-hañv, lakaomp er Morbihan; tud a bep sort a c'hellehe kas ar pezh o deus notennet hag e vehe moaien gober kartennoù get ar momand ma ta er-maez del ar bezv (da skouer, c'hoazh); ma ! An dra-se zo labour... Klask dija ma n'eo ket bet graet c'hoazh get tud arall ("calendrier végétal" a vez graet ag an traoù-se);
a-fed ar bezv just-a-walc'h e c'hellan lâret, ha spi am eus n'ankouain ket, eo e penn-kentañ miz Ebrel e krog an traoù gete, del ha bisigoù.

Met e-leizh a draoù arall em eus gwelet an deiz kent evit dec'h, ha menegiñ a rin just un nebeudig anezhe.

Liv ruz-gwad bokedoù ar bod aval-stoub (cognassier), ar bod zo karget a vokedoù, ur burzhud !

med-cognassier-et-non-pommier-du-japon-visoflora-1591.jpg

http://www.visoflora.com/photos-nature/

Ar vourboutenn am boa gwelet (marv) an deiz arall kostez ar mor am eus gwelet arre, bev-kel ! Honnezh (rak ur vamm oa ivez) a oa é tarniijal a-dreist ar geot izel. Plijadur a ra gwelet ar loen-se, pas é tonet a varv da vev (rak ne oa ket ar memes hani, anat deoc'h), met doc'h en em ziskouez bev ur sort. Ha gellet lâret: "M'en anav ar loen-se, kazi-sur bourboutenn ar vein, Bombus lapidarius".
Sellit 'ta doc'h notenn ar 31 03 !

Ar bodoù-kenaou a gomañs an del donet enne ivez (dalc'hit soñj, fin miz meurzh penn-kentañ ebrel)

Gwelet e vez ar c'helion Sant-Mark kentañ.
Acc-Bibio-marci-2.jpg

Ar foto-mañ zo tennet ag ur lec'hienn pinvidik-bras; sellet 'ta doc'h ar bajenn-mañ, fotoioù tomm-gor ha resis-mat ivez a-ziàr buhez seksel an amprevaned !!
http://aramel.free.fr/INSECTES51.shtml
Ha moarvat eh eus c'hoazh kant tra da zizoleiñ àr ar lec'hienn-se met traoù arall am eus d'ober evit surfiñ àr internet !

Hag achuiñ a ran get kan ar meleneg, klevet din evit ar wezh kentañ ar blez-mañ.
meleneg.jpg



Koukoug ebet avat !!

27/02/2009

boketoù-laezh


Un tamm tro edan an heol amiapl; edan ur wezenn, kaoc'h evned: un neizh a vehe edan bout savet ? Pellikoc'h e welan arre boketoù sklaer vihan, tostaat a ran betak beuziñ er liv melen flamm, get son ar puig chip-chap àr-dreñv. Ar gwez pupli a seblant bout é prientiñ o broñs. Sellet a ran doc'h kravoù violet an drez e-mesk lien an natur. O, du-hont, ar liv melen sklaer-se... ar boketoù-laezh zo arruet ! Moarvat int bet plantet get an dud un deiz bennak, kar en o mesk eh eus re violet sklaer ivez.
Un tamm nevez-hañv seder da dañva, get redadegoù ar c'hevnid etre ho treid, evel bep gwezh mand eo brav an amzer er prantad-mañ.

boketoù-laezh.jpg

Boketoù-laezh (primevère)

13/01/2009

Kevnid

Bourrapl eo èlkent monet da vale hep em serriñ èl ur pok-kistin en e zilhad, sellet doc'h an traoù hep bout gwasket get chajelloù didruez ar skorn !
Kalz a draoù n'em eus ket gwelet c'hoazh, ha normal eo en ur mod dre ma n'em eus ket kemeret an amzer rekis evit er gober; mes ar pezh am eus graet a zo bet santout, aze emañ unan a blijadurioù brasañ miz Genver, ar vuhez é tonet en-dro, hag èl ur seurt nevez-hañv é tarnijal en aer... Ya 'vat, pell eo c'hoazh an nevez-hañv gwir, met roudoù anezhoñ a arru abred-mat. Hag un netraig ho lak da hunvreal... evit lâret gwir, pas da hunvreal, rak torr-penn e vehe bout é ober soñjoù a-ziàr an nevez-hañv ha bout chifet goude é kompren eh oc'h c'hoazh er goañv. Ar pezh a c'heller gober a zo tañva, en amzer a-vremañ, lod ag ar santadurioù a zo stag doc'h an nevez-hañv. Re verr eo an nevez-hañv evit er priziiñ a-zal miz Meurzh hepken !

Lâromp traoù resisoc'h: estroc'h evit ar pezh a oa strewet en aer em eus gwelet ivez sinoù bihan met plijus: dreist-holl gwelet kevnid é vale, lod e-mesk ar geot, unan àr ur vur... c'hwibed a-dreist ur fozell.
Netraigoù ya, mes aze emaint; ha soñjal a rit: met e-menn e oant 'ta e-pad ar prantad skornet ? Kuzhet mat moarvat.

Ar c'hevnid a weler é redek fonnapl hag a vostadoù (gwezh-a-vez) er geot d'an nevez-hañv (hag un tammig bremañ neuze) a vez lies re ag ar gener "Pardosa" èl honnañ (pardosa hortensis); ur paotr eo, dougen a ra e gouilhoù dirak e benn (gwir eo, n'eo ket un dekonadenn):

525da292dc2eeed622e6bc1885290000.jpg


Pardosa.hortensis.jpg

Foto tennet a http://popgen.unimaas.nl/~jlindsey/commanster/Invertebrates/Spiders/wspiders.html
lec'h ma vo kavet fotoioù kevnid goañv arall.